Pellgargañ ar gerioù kar a-ziroll dirollet dirollidigezh rollañ
dirollet
dirollet
Neuze Job a zirollas da c’hoarzhin, da c’hoarzhin kenañ, kenañ. Ne oa ket evit komz, kemend-all e c’hoarzhe.
N’emañ ket en e aes. N’oar ket petra a c’hoarvez gantañ. Ur pouez a zo war e galon. Sec’h eo e staoñ ha lammat a ra ar gwad en e benn. Santout a ra en e izili nerzhoù, biskoazh ken kivioul, o tirollañ.
Ar breur Arturo a voe darbet dezhañ dirollañ da c'hoarzhin. Hillig en doa gant ar gaoz.
Dirollañ a reas da c’hoarzhin, daoust ha ne oa ket stad ennañ : « Gout’ouien, emezañ, ha lavaret am boa d’an hini-gozh n’ajes ket… [...]».
Dirollañ a rae neuze an arvestourien da skrignal ha mont a raen kerkent all en gouez, rak roll ebet n'am boa miret evidon, a-walc'h e oa din reizhañ ha ren pep tra.
« Alo ’ta, » eme zanvez va gwreg en ur zirollañ da c’hoarzhin », emaout o kemer pig evit bran.
N’am hoa [sic, boa] ket peurziskleriet va mennad – va Doue, hanter zoken ne oan ken ! – pa zirollas Soaz Sapeur da zifronkañ.
Kant parrez, kant iliz, evel ’ouzoc’h, ha da bep bro he giz ; e Rusia e veze kaset ar skolidi d’ar gêr adalek an deizioù kentañ miz Mae, met an ehan-studi ne bade nemet betek Hantereost d’an hirañ ; er mare-se ne vane delienn ebet ouzh ar gwez, ha dirollañ a rae adarre reuziadoù gwallamzer, rev, glaveier a-bil, barroù-grizilh hag a-wechoù zoken dourerc’h pa felle d’an aelez vinniget stagañ abred da zibluañ gwazi, hervez ma lavare va zad.
War-dro peder eur, pa zirollas ar barr-arne, edont gant o labour.
Nann, kendelc'her a raed war an ton bras da zistilhañ ar c'homzoù c'hwezigell-se, ken anat ne oa netra enno nemet avel, ma tirolljomp da c'hoarzhin.
War-dro ar bloavezh 1910 hepken e voe kavet, en Alamagn, an tu da heskennat ar gwez, n'eo ket mui a-hed, evel ma reer evit kaout plenken, met a-dro, evel ma tiroller ur pezhiad lien.
A-daol-trumm e tiroll da ouelañ.
A-greiz-holl e krog an daou lizher da zirollañ war ar skramm.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
diroller