V.
I.
V.g.
1. Dont da vezañ rouez, distank.
Ar gwez a zeu da rouesaat. Rouesaat a ra e vlev.
2. (db. an douar)
[1931] Dont da vezañ skañv, blot, aes da labourat.
3. (db. ar gwiadoù)
Dont da zistardañ.
4. Trl.
Rouesaat da ober udb. : e ober nebeutoc'h-nebeutañ.
Rouesaet eo an dud da lenn.
HS. nebeutaat.
II.
V.k.e.
1. Tennañ plant zo evit lezel ichoù a-walc'h d'ar re all da greskiñ gwell a-se.
Rouesaat ur c'hoad. Rouesaat legumaj.
HS. distankañ, tanavaat.
2. (db. an traoù, an dud)
Lakaat da vezañ rouesoc'h.
Rouesaat ar brezelioù. Kreskiñ e arme rouesaet gant an emgannoù.
3. Lakaat an douar da vezañ blot, skañv, aes da labourat.
Ar gozed hag ar preñved-gwenn a ra ur vad vras dre ma rouesaont an douar.