Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.g. 1. Dont da vezañ rouez, distank. Ar gwez a zeu da rouesaat. Rouesaat a ra e vlev. 2. (db. an douar) [1931] Dont da vezañ skañv, blot, aes da labourat. 3. (db. ar gwiadoù) Dont da zistardañ. 4. Trl. Rouesaat da ober udb. : e ober nebeutoc'h-nebeutañ. Rouesaet eo an dud da lenn. HS. nebeutaat. II. V.k.e. 1. Tennañ plant zo evit lezel ichoù a-walc'h d'ar re all da greskiñ gwell a-se. Rouesaat ur c'hoad. Rouesaat legumaj. HS. distankañ, tanavaat. 2. (db. an traoù, an dud) Lakaat da vezañ rouesoc'h. Rouesaat ar brezelioù. Kreskiñ e arme rouesaet gant an emgannoù. 3. Lakaat an douar da vezañ blot, skañv, aes da labourat. Ar gozed hag ar preñved-gwenn a ra ur vad vras dre ma rouesaont an douar.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

rouesaet

1732
Daveenn : GReg pg éclaircir (rendre moins épais)

rouesazent

1732
Daveenn : GReg pg (devenir, ou rendre) clair

rouesaet

1732
Daveenn : GReg pg (devenir, ou rendre) clair

rouesaat

1732
Daveenn : GReg pg éclaircir (rendre moins épais)

rouesaat

1850
Daveenn : GON.II pg rouésaat

rouesaet

1850
Daveenn : GON.II pg rouésaat

rouesaat

1931
Daveenn : VALL pg (s')amoindrir (en nombre)

rouesaat douar

1931
Daveenn : VALL pg ameublir

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial