Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

DIBAOT. I. Doar./Stn. A. (db. an traoù) 1. Na vez ket kavet, gwelet kalz. Rouez eo an ilizoù roman e Breizh. Rouez eo an dud a ya d'e welet. Gerioù rouez. [1877] [...] ya pa vije kavet, rak d’ar mareoù-se e oa c’hoazh rouez e Breizh ar re ne zalc’hent ket mat da vanniel wenn ar rouanez kozh. 2. (db. ar gwiadoù) Distart ar gwiad anezhañ, gwiadet-gros. Ur sac'h rouez, ul liñsel rouez. Ur stamm rouez. HS. boull. ES. stank, start. 3. (db. ar paneroù, ar boutegi, h.a.) Kantennet-laosk. Gwalc'het e veze ar gloan en dour-red e boutegi rouez. 4. Tanav, difetis. Yod rouez. & Dre ast. Yod rouez : hep pouloud ennañ. 5. (db. ar binvioù da silañ pe da zirouestlañ) Ur c'hrouer bras : rouez an toulloù ennañ. Ur grib bras : rouez ar gwaskoù ennañ. Ur rastell rouez he bizied. HS. boull. ES. stank. 6. (db. an douar) Blot, skañv, aes da labourat. HS. amur, boull; ES. stank. 7. (db. an dour) Boull. 8. Treuzwelus. Ur stank rouez. Rouez-bras eo ar werenn-se. B. (db. an dud) 1. A droazh hep gouzout dezhañ, hep gallout mirout a ober. An den-se zo rouez. 2. Na c'hall ket tevel war ur c'hevrin. Honnezh zo ur plac'h rouez, taol evezh. 3. (db. dremm an dud) Seder. Un dremm rouez. II. Adv. 1. (db. ar plant) Hadet, plantet pellik pe bellikoc'h an eil diouzh egile. An hini a had rouez a veda rouez. Mard int bet hadet stank, int diwanet rouez. 2. (db. an darvoudoù) Ral. Ha rouez e vez gwelet ar boan o waskañ lod eus ar re wellañ ? Rouez e vez klevet hennezh o klemm. ES. alies. III. Impl. da ak. ROUEZ War ar rouez : en ur frankizenn.

Skouerioù istorel : 
29
Kuzhat roll ar skouerioù

rouez

1499
Daveenn : LVBCA p177 (tenure [tenu, rare])

rouez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rouez

dremm rouez, gae

1732
Daveenn : GReg pg face (sereine & joïeuse)

rouez

1732
Daveenn : GReg pg clair (qui n'est pas épais)

rouesoc'h

1732
Daveenn : GReg pg clair (qui n'est pas épais)

roueshañ

1732
Daveenn : GReg pg clair (qui n'est pas épais)

rouez

1850
Daveenn : GON.II pg rouez, roues

rouez

1850
Daveenn : GON.II pg roues, rouez

re rouez eo an ed-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg roues, rouez

tremenit ar bleud dre an tamouez rouez

1850
Daveenn : GON.II pg roues, rouez

rouez-bras eo ar gwer-se

1850
Daveenn : GON.II pg roues, rouez

Ar re-mañ a oa stank, rouez oa ar re all.

1867
Daveenn : MGK p104

Ur bleiz, voa leun a skiant hag a galon ouzhpenn, / Dibaot ar bleizi-se, rouez int [sic, eo] an dud zoken / A lakeas un dervezh e spered da gregiñ / Donañ ha ma c'halle, a-greiz klask da zibriñ, / Er mennozh zo amañ.

1867
Daveenn : MGK p82

Ar re a ouie un dra bennak dioc’h stok an armoù, a veze lakaet e penn ar C’hard nasional ; ya pa vije kavet, rak d’ar mareoù-se e oa c’hoazh rouez e Breizh ar re ne zalc’hent ket mat da vanniel wenn ar rouanez kozh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.309

Brageriz aour ebet ganto ; troioù-brec’h hepken, hag i rouez.

1923
Daveenn : SKET p.147 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Evit ar veajourien a-ziavaez, rouez e oant, anavezet gant renerien ar boblad, ha n’en dije kredet hini anezho teurel e zorn war beadra an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.65-66

Kalz re rouez int koulskoude e-keñver divented an dachenn da zizoleiñ.

1943
Daveenn : TNKN p12

An diaoul kentañ. — « Rouez eo ar pedennoù a zo merket evidoc’h er bed all. »

1944
Daveenn : ATST p.57

Vallée a veze atav e greion hag e garned gantañ evit merkañ ar gerioù kozh, ar gerioù rouez a gleve diouzh genoù ar vrezhonegerien.

1944
Daveenn : EURW.1 p55-56

Pa gontjomp an avantur fentus-se d'hor c'heneiled, e lavarjont e oamp o vrabañsal, ha rouez e oant, ar re a zouge kred d'hol lavar.

1944
Daveenn : EURW.1 p.152

Ar gweladennoù armoù ha pakadoù pezh ha pezh, a oa d’ar Sadorn goude kreisteiz, ha rouez e oa ma ne veze ket dalc’het un drederenn ac’hanomp er c’hazarn da Sul, evit un draig dister bennak dizoloet gant an ofiser.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.

1949
Daveenn : SIZH p.47

E Breizh, me 'gred, ' vo rouez ar gont / Eus ar gozh kloer 'savo o dorn / Nemet drouk-atiz 'vefe peg / E kalonoù aet gant ar skorn.

1960
Daveenn : PETO p13

"Skarpet" [a dalvez] : Deut da vezañ rouez ha laosk ; ne vez implijet ar ger-se nemet pa gomzer eus fustailhoù, bailhoù, barrikennoù.

1960
Daveenn : PETO p87

"Skarbodet" [a dalvez] : Deut da vezañ rouez ha laosk ; ne vez implijet ar ger-se nemet pa gomzer eus fustailhoù, bailhoù, barrikennoù.

1960
Daveenn : PETO p87

D'ar mare-se evit doare e oa rouez-tre an douarourien e Bro-C'hall ha ne veze kavet nemet Rusianed evit al labour-se, da vihanañ evit asantiñ mont d'ar broioù pell.

1985
Daveenn : DGBD p6

"Evit gwir eo rouez-tre dimp e welout en tu-mañ eus an ti; mont ha dont a ra dreist-holl dre an imbourc'hva".

2012
Daveenn : DJHMH p30

An hini a zegemer ac'hanon a zo e-kreiz daou oad, blevet rouez, hag ur flotantenn vezeg zo war e dro.

2015
Daveenn : EHPEA p41

Padal, ha petra bennak ma veze rouez ha distank ar re a c'helle lenn skridoù kozh an Helleniz e henc'hresianeg, e veze anavezet, gras d'an troidigezhioù e latin, ar pep brasañ eus oberennoù an amzervezh gresian-ha-roman.

2016
Daveenn : ILIAS p. 9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial