I.
1. (db. an danvezioù neudennek)
Zo rouestl ennañ.
E vlev a oa rouestlet.
2. (db. an traezoù)
Zo mesk-ha-mesk.
Setu rouestlet an holl bezhioù ha rouestlet ken vil ma n'eus mui tu ebet da gavout penn d'ar c'hoari.
3. (db. an dud, al loened)
Dalc'het gant ereoù, liammoù, h.a., a vir outañ a fiñval.
Ar c'hezeg a veze a-wechoù rouestlet en o stern pa vezed oc'h arat.
II.
Dre skeud.
1. (db. an dud)
Lakaet diaes gant ub., udb.
Perak e vezit-c'hwi rouestlet pa ne c'hoarvez ket pep tra evel m'hoc'h eus c'hoant ?
2. (db. ar c'hudennoù, an darvoudoù)
Diaes da gompren.
Ha dre benaos diluziañ ar gudenn-se, unan rouestlet, mard eus bet hini ? Ur skrid rouestlet.
HS. luziet.