Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (db. an danvezioù neudennek) Zo rouestl ennañ. E vlev a oa rouestlet. 2. (db. an traezoù) Zo mesk-ha-mesk. Setu rouestlet an holl bezhioù ha rouestlet ken vil ma n'eus mui tu ebet da gavout penn d'ar c'hoari. 3. (db. an dud, al loened) Dalc'het gant ereoù, liammoù, h.a., a vir outañ a fiñval. Ar c'hezeg a veze a-wechoù rouestlet en o stern pa vezed oc'h arat. II. Dre skeud. 1. (db. an dud) Lakaet diaes gant ub., udb. Perak e vezit-c'hwi rouestlet pa ne c'hoarvez ket pep tra evel m'hoc'h eus c'hoant ? 2. (db. ar c'hudennoù, an darvoudoù) Diaes da gompren. Ha dre benaos diluziañ ar gudenn-se, unan rouestlet, mard eus bet hini ? Ur skrid rouestlet. HS. luziet.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

reustlet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg reûstlet

reustlet e oa korf hag ene

1850
Daveenn : GON.II.HV pg reûstlet

skrid rouestlet

1931
Daveenn : VALL pg (écrit) amphigourique

lavar rouestlet

1931
Daveenn : VALL pg (langage) amphigourique

rouestlet

1931
Daveenn : VALL pg (terme) alambiqué

Diaes-tre eo emichañs ober un diviz ha dibab war ur poent ken rouestlet.

1943
Daveenn : TNKN p36

An hanterour eo ar c'huzulier kemedel a anavez elfennoù andisklêriet e guzuliad, met rouestlet eo an afer ivez.

2015
Daveenn : EHPEA p90

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial