Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.
Ha neuze e tremenas dibunadeg ar miliadoù a dud, hir ha sioul, etre ar renkennadoù C.R.S.ed sentus a bep tu.
Leveoù a bep seurt a c'hall bezañ kinniget d'an dud hag a c'hallfe mont a-enep urzh an traoù evel m'emaint : respedoù politikel gopret mat, plasoù miret e skipailhoù-kuzuliañ an dilennidi, implijoù e-barzh kevredigezhioù fur ha sentus rak skoazellet gant an arc'hant publik...
"Gwir eo, met sentus-holl e ersavont," eme Likomitrou o tont er gaoz.
Mots précédents
Mots suivants
sentvuhezour