Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

A sent aes, a-c'hrad-vat. Bezit sentus ! HS. fur, reizh. ES. disent.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

sentus

1732
Daveenn : GReg pg docile

sentus

1850
Daveenn : GON.II pg señtuz, señtek

sentus

1850
Daveenn : GON.II pg sentek

Nann, nann, bezit sentus, gwazed ; va c’hrediñ a c’hellit, ne espernin ket ac’hanoc’h pa vezo ret.

1878
Daveenn : EKG.II p.8

Dirak an teir gwerc’hez e vougjont tan o selloù, e lakjont dalc’h ha poell en o c’homzoù hag e voe an neuz anezho azaouezus ha sentus.

1923
Daveenn : SKET p.101

— Bez sentus, va mabig, anaoudek, va mabig bihan, en keñver da vamm Izabel ha da eontr ; karantezus, va mabig… Izabel a vo da vamm… atav, atav… n’eo ket ’ta, Izabel ?… — O ! ya, mamm Marc’harid.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.

1944
Daveenn : EURW.1 p15-16

Dirak ar Groaz, sin splann ma feiz, / Dre le gwirion, e touan reizh / E vin-me, Maer, sentus bepred / Ouzh an urzhioù savet, me ' gred, / Er rouantelezh 'vit he mad. / Ha ra vo test Doue, Hon Tad !

1960
Daveenn : PETO p20

Sitoianed, ma digarez, m'ho ped / Ma ne vez ma zeod gwall sentus bepred; / Ar voazamant gozh d'ankouaat n'eo ket aes / Pardonit rak-se d'ar personig kaezh. / D'ar Republik e vo atav feal...

1960
Daveenn : PETO p35

Ra vin-me sentus adarre / Ouzh lezenn fur Doue, Hon Tad... / Gant ar c'hoant mervel on darev / Hag e ouelin ma buhez-pad...

1960
Daveenn : PETO p54

Ha neuze e tremenas dibunadeg ar miliadoù a dud, hir ha sioul, etre ar renkennadoù C.R.S.ed sentus a bep tu.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 4

Leveoù a bep seurt a c'hall bezañ kinniget d'an dud hag a c'hallfe mont a-enep urzh an traoù evel m'emaint : respedoù politikel gopret mat, plasoù miret e skipailhoù-kuzuliañ an dilennidi, implijoù e-barzh kevredigezhioù fur ha sentus rak skoazellet gant an arc'hant publik...

2015
Daveenn : DISENT p153

"Gwir eo, met sentus-holl e ersavont," eme Likomitrou o tont er gaoz.

2015
Daveenn : EHPEA p26

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial