Ar. hag adv.
I.
Ar.
(db. an dud, al loened)
[1909] O stlejañ (ur rann eus e gorf)
[1909] A-stlej e gorf.
II.
Adv.
1. (db. an dud, al loened)
[1850] O stlejañ ur rann eus e gorf, o vont goustadik-tre.
[1850] A-stlej ne'z a ken.
Dont d'ar gêr a-stlej. Skoazellet gant e vazh, e dreid pounner a-stlej.
HS. a-ruz.
ES. a-dizh.
&
Dre skeud.
Goustadik, hep youl na startijenn.
O mouezh zo moug : mont a ra war-raok kazi hep sevel na diskenn, hag a-stlej koulz lavaret. Al labour a yae a-ruz, a-stlej.
2. RANNYEZH.
[1909, 1985] A-stlabez.
[1985] Brasañ diaester a gaver war an hent eo ar gwez kouezhet ; pa vez unan a-stlej ne gemer ket tud ar vro ar boan d'he dispenn. [1985] Mat e oa teuler evezh koulskoude gant aon na chomje loustoni a-stlej.
3. E-skourr.
Chomet eo an afer-se a-stlej-kaer.