Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Ar. hag adv. I. Ar. (db. an dud, al loened) [1909] O stlejañ (ur rann eus e gorf) [1909] A-stlej e gorf. II. Adv. 1. (db. an dud, al loened) [1850] O stlejañ ur rann eus e gorf, o vont goustadik-tre. [1850] A-stlej ne'z a ken. Dont d'ar gêr a-stlej. Skoazellet gant e vazh, e dreid pounner a-stlej. HS. a-ruz. ES. a-dizh. & Dre skeud. Goustadik, hep youl na startijenn. O mouezh zo moug : mont a ra war-raok kazi hep sevel na diskenn, hag a-stlej koulz lavaret. Al labour a yae a-ruz, a-stlej. 2. RANNYEZH. [1909, 1985] A-stlabez. [1985] Brasañ diaester a gaver war an hent eo ar gwez kouezhet ; pa vez unan a-stlej ne gemer ket tud ar vro ar boan d'he dispenn. [1985] Mat e oa teuler evezh koulskoude gant aon na chomje loustoni a-stlej. 3. E-skourr. Chomet eo an afer-se a-stlej-kaer.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

a-stlej ne'z a ken

1850
Daveenn : GON.II pg stlej

a-stlej

1909
Daveenn : BROU p. 423 (en désordre)

a-stlej e gorf

1909
Daveenn : BROU p. 423 (tout de son long)

Brasañ diaester a gaver war an hent eo ar gwez kouezhet ; pa vez unan a-stlej ne gemer ket tud ar vro ar boan d'he dispenn.

1985
Daveenn : DGBD p34

Mat e oa teuler evezh koulskoude gant aon na chomje loustoni a-stlej.

1985
Daveenn : DGBD p141

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial