Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Adv. stn. I. 1. (db. ar foenn, an edeier) Bet pladet gant ar glav, an avel. Kerc'h a-stok n'int ket aes da vediñ. HS. a-blad. 2. [1985] Dre heveleb. (db. an dud klañv) Gourvezet war e wele. [1985] Displijus eo en em gavout e-unan yac'h e-touez kement all a dud klañv, hag en em c'houlenn a reer neuze ha ne chomor ket e-unan a-stok a-benn ar mintin. II. 1. (db. an dud) En deus pouez er gevredigezh, zo uhel e live. Tud a-stok. Un den yaouank hag a-stok. 2. (db. an traoù) Eus ar gwellañ doare a c'hall bezañ, cheuc'h. Ar renerien a lakaas ober un interamant a-stok gantañ. Ur vadeziant a-stok e oa honnezh, ar seurt ne vez ket gwelet kalz. HS. a-stroñs.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Mont a reas ar c’harr er mor betek an aheloù-rod anezhañ, ha setu hen a-stok tu-ha-tu gant ar vag.

1924
Daveenn : SKET.II p.38

Oi ! ma Doue, tizhet on bet ; / A-stok on taolet war ma led.

1960
Daveenn : PETO p52

Displijus a-walc'h eo en em gavout e-unan yac'h e-touez kement all a dud klañv, pe damglañv, hag en em c'houlenn a reer neuze ha ne chomor ket e-unan a-stok a-benn ar mintin.

1985
Daveenn : DGBD p122

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial