Adv. stn.
I.
1. (db. ar foenn, an edeier)
Bet pladet gant ar glav, an avel.
Kerc'h a-stok n'int ket aes da vediñ.
HS. a-blad.
2. [1985] Dre heveleb.
(db. an dud klañv)
Gourvezet war e wele.
[1985] Displijus eo en em gavout e-unan yac'h e-touez kement all a dud klañv, hag en em c'houlenn a reer neuze ha ne chomor ket e-unan a-stok a-benn ar mintin.
II.
1. (db. an dud)
En deus pouez er gevredigezh, zo uhel e live.
Tud a-stok. Un den yaouank hag a-stok.
2. (db. an traoù)
Eus ar gwellañ doare a c'hall bezañ, cheuc'h.
Ar renerien a lakaas ober un interamant a-stok gantañ. Ur vadeziant a-stok e oa honnezh, ar seurt ne vez ket gwelet kalz.
HS. a-stroñs.
Mont a reas ar c’harr er mor betek an aheloù-rod anezhañ, ha setu hen a-stok tu-ha-tu gant ar vag.
Mont a reas ar c’harr er mor beteg an ahellou-rod anezan, ha setu hen a-stok tu-ha-tu gand ar vag.
1924
Référence :
SKET.II
p.38
Oi ! ma Doue, tizhet on bet ; / A-stok on taolet war ma led.
Oi ! ma Doue, tizet on bet ; / A-stok on taolet war ma led.
1960
Référence :
PETO
p52
Displijus a-walc'h eo en em gavout e-unan yac'h e-touez kement all a dud klañv, pe damglañv, hag en em c'houlenn a reer neuze ha ne chomor ket e-unan a-stok a-benn ar mintin.