Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. A. 1. (e-unan pe dirak un anv hollek, lies pe stroll) Hollad tud, traoù -dezho perzhioù heñvel- a stroller dre ar meizañ. Bremañ ez eus seurtoù nevez. Ur seurt bleud. Daou seurt tud. Meur a seurt gwinizh. Pareañ a ra pep seurt kleñvedoù. Kalz a seurtoù anevaled zo war an Douar. Un tog eus ar seurt-se a fell din kaout. [1677] M. Pet seurt pec'hedoù zo ? D. Daou : ar pec'hed orijinel, hag ar pec'hed aktuel. [1732] Peurvuiañ ez eo kredus-bras tri seurt tud ; ar vugale ; ar gwragez, hag ar gomun. [1972] Te darjeeling eo an anavezetañ eus ar seurtoù te indezat. [1985] Ret lavarout koulskoude e ra paotred ar mererezh-koad un tamm labour dañjerus : evit reiñ tu d'ar seurtoù gwez a garfent gwelout o paotaat, hag a zo an okoume da gentañ holl, e tistrujont ar gouennoù all. 2. Tr. stn. (goude un anv hollek, lies pe stroll) A BEP SEURT : troienn a dalvez da c'heriañ eo disheñvel an eil diouzh egile an dud pe an traoù a ya d'ober ar rummad pe an danvez ez eus anv outañ. Levrioù a bep seurt. [1944] Un dousenn bennak a vicherourien e oant eno oc'h nnaoza ar gazetenn sizhuniek, hep kontañ levrioù ha paperennoù a bep seurt. [1954] Degouezhout a rae d'am zad-kozh ha d'e bried tañva evel just tammoù a bep seurt, met en em ober a raent eus ar c'hentañ evel gwenn ha melen ur vi [...]. 3. Tr. adv. (dirak un ak., un anv hollek, lies pe stroll) (A) BEP SEURT : troienn a dalvez da c'heriañ eo disheñvel an eil diouzh egile an dud pe an traoù a ya d'ober ar rummad pe an danvez ez eus anv outañ. Amañ ez eus a bep seurt traoù da zebriñ. A bep seurt tud zo war an Douar. A bep seurt amzer en devez an den. Debriñ a reont a bep seurt pesked. Lavaret a rae a bep seurt komzoù kaer. [1576] [...] pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joe a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se. [1877] Ha n'eo ket gwir int aet dre bep seurt heñchoù, o deus graet an traoù fallakrañ, an traoù krisañ, paotred ar republik, evit lakaat ar Vretoned da fallgaloniñ ha da dreiñ kein d’an Aotrou Doue ? [1878] Ur wech dilezet / Gant ho kras, va Doue, / Evel dour ’vez evet / A bep seurt fallentez : / Arruet ’barzh al lonk / Ar pec’her kaledet, / Ha ! pet gwall a zo gantañ graet ! [1949] Sailhat a rae a bep seurt soñjoù en e benn... [2015] -goulenn un ehan-labour evit kemer perzh ennañ [en darvoud], prenañ a bep seurt traoù, bezañ gouestlet amzer da labourat a-stroll, bezañ lakaet kazetennerien da zont en deiz-se...- 4. Tr. stn. (etre un ak., un anv hollek, lies pe stroll hag un ak., un anv hollek, lies pe stroll) A BEP SEURT : troienn a dalvez da zoreañ evel liesseurt perzh-mañ-perzh ur rummad pe un danvez bennak. Koad a bep seurt liv. Kouignoù a bep seurt ment, a bep seurt moull. [1944] [...] ha ni deut e-barzh porzh ar golaj, a oa leun a weturioù evel hon hini, a vammoù gant bep seurt koefoù, a baotred a bep seurt mentoù, neuze un hirvoud a savas d'am fenn [...] [1954] A-drugarez d'am mamm, gwisket eus ar c'haerañ e oa va zud gant kozh goueledennoù ruz-tan pe c'hlas, pallennoù-gwele ha liboudennoù all a bep seurt liv [...]. [1954] Bez' e veze gantañ evelato e godell e levitenn a bep seurt liv ur paper skrivet gant va zonton, Pipi [...]. B. (en e furm unan, dirak un ak. prl.) Doare. Eno ez eus ur seurt ober. Heol a oa, ur seurt heol goañv. Kildent breviñ a reer eus ar seurt kildent-se. [1732] kemeret u[r] seurt buhezegezh. [1954] Hag he sivi 'ta ! er mare-se ne weled neblec'h dre amañ ar seurt frouezh nemet en he liorzh-hi, hag adal ma krogent da zareviñ fret ha skrap a veze warno ken ma veze. [2015] Ma eilerion ne oa ket barr o levenez, na ma hini ivez, pa gav din on deuet da vezañ ur seurt pennjeder. & Trl., diw. c'hoap Skiant-prenañ, eus ar seurt a vez o werzhañ : nebeut-kaer a skiant-prenañ. C. (goude ar gm. s., ur g. perc'h.) 1. (goude ar gm. s., dirak un anv hollek, lies pe stroll) Termen a dalvez d'ober anv eus ur rummad, ur c'herentiad tud, traoù a zigemmer diouzh ar re all a c'haller keñveriañ gantañ. N'o deus ar seurt kañvaled nemet ur bos war o c'hein. A-wechoù e vez displijus, met bev eo ar seurt brezhoneg. Ne zlefe ket ober ar seurt labour. [1878] Gwelit penaos e komze ar seurt tud-se ouc’h ur beleg ! [1923] Ken dizanat edo an avoultriezh ma n’oa gant ar yezh ger ebet d’hec’h envel, ha n’he doa pourchaset al lezenn kastiz ebet d’ar seurt torfed. [1944] « O va Doue ! » eme ur vaouez, a oa azezet war al letonenn, « me ne garan ket ar seurt traoù, me a gav gwelloc’h mont en-dro d’ar gêr. » [1949] Bourret o deus al leaned ; evit ar wech, ar re yaouank, evel-just, ouzh ar seurt kofesadegoù a vouezh uhel; dirak an holl : an dra-se a oa evito un doare pezh-c'hoari, sakr, a-dra-sur : pezh-c'hoari, avat. [1949] Biken, emezañ evel o komz dezhañ e-unan, n'em bezo aotre digant an Tad-Mestr da skoulmañ ar seurt kengarantez ganeoc'h. 2. Tr. stn. (goude un ak. a. pe un anv lies) AR SEURT-SE ; AR SEURT-MAÑ : un hevelep [1867] Dont a ray un amzer (daoust ha petra virfe ?) / Ma vo torret ho fenn ouzh kozh tud ar seurt-se. Tud ar seurt-mañ n'eus ket kalz anezho. Pesked ar seurt-mañ, ar seurt-se. Penaos e c'haller kompren un tad ar seurt-se ? & [1576] [«]O pegen maleürus eo a[r] re a ra enor d'a[r] seurt doueoù-se, pere evit o gelver en nesesite ne c'hellont sikour den, nag e viret ouzh pirilh nag e sikour en e dribulasion[».] 3. Dre zismeg, a-wechoù (goude ar gm. s., dirak ur v. displ.) Termen a dalvez da c'heriañ ur geñveriadenn. Bez' ez int baleadennoù ar seurt ac'h eus d'ober. C'hwi hoc'h eus ur gwaz ar seurt zo nebeut. [1867] Prenet am eus e kêr ur seurt bleud flour na gaver ket stank e bar war ar maez [...]. [1954] En ur ger, un dourni ar seurt n’hoc’h eus klevet biskoazh, hini ur mor dirollet oc’h eoniñ dreist ar c’herreg. 4. (goude ar gm. s., dirak an ar. "da" pe ur raganv gour pouezañ ; goude ur g. perc'h.) Termen a dalvez da zegas ur geñveriadenn, da c'heriañ ar barded, an heñvelded. Ne oa ket ar seurt d'an den-se da ganañ : ne oa den ebet ken barrek hag eñ da ganañ. Ur mevel ar seurt da hennezh zo ur gwir skoazell en un atant : ur mevel evel hennezh. Ar seurt deoc'h-c'hwi n'eo ket ret dezho poaniañ. N'eo ket ar seurt-ni a c'hall dispign kement-se a arc'hant : n'eo ket tud eveldomp a c'hall e ober. Amañ n'eus netra evit ma seurt-me. Biskoazh ne 'm eus gwelet ho seurt c'hoariell : ur c'hoariell eveldoc'h. [1867] « Arabat, 'velato, bezañ ganto foran ; / Rak din-me ha d'am seurt ne vez da lein, da goan / Terket bemdez kerkoulz tinell. » II. Ag. am. (goude ar gm. a., dirak un anv unan; dirak un anv lies, hollek pe stroll; goude un anv n'eo ket divizet strizh) Un hevelep. Petra a rafen gant ur seurt paper ? N'eo ket eñ a rafe ur seurt torfed. Souezhet e oa bet o welet ur seurt tra. Ur seurt den, seurt tud. Seurt labour. Ur seurt hini, seurt re. Ne zebran ket seurt traoù. [1732] Ur seurt kuñvelezh ne blij nemeur. [1960] Moarvat n'eo ket dre gasoni / E ra din-me seurt viloni. [1960] Gwir frankiz he deus ar bobl e Bro C'hall / Pa 'z eo dic'halloud an drubarded gall./ Ha ne vefes ket a-du gant seurt tud ? [1985] Gant ur seurt amzer eo edon-me o vont da guitaat ar vro evit mont da glask oabloù nevez, du-hont un tu bennak e kreiz Afrika, e koadeier ar Gabon [...]. & (hep gm. ebet) [1949] - Feiz ! Mat ac'h eus graet, d'am meno, tevel war seurt darvoud. III. Rag. am. 1. Ar seurt, ur seurt : troienn a dalvez da c'heriañ an heñvelded. Setu ar pezh zo bet graet d'ho preur hag ar seurt a vo graet evidoc'h ivez : heñvel dra a vo graet deoc'h. Ur seurt int : heñvel int. 2. Dre zismeg (db. an dud) AR SEURT-MAÑ, AR SEURT-SE : tud evel-mañ, evel-se. Perak e teu ar seurt-mañ d'an aod ivez ? Ober a ran laeron gant ar seurt-se. & Ar seurt-se eo an dud : an dud evel-se eo a dremener da dud a-zoare. 3. (dirak ur v. displ. degaset gant an ar. "a") AR SEURT : ar pezh. Kemer ar seurt a gari. Ret e vez ober gant ar seurt a vez. 4. Ur seurt bennak, seurt pe seurt : un dra bennak. Ur seurt bennak a vo kavet. 5. (goude ur v. en est. nac'h pe en ur respont) SEURT (EBET), UR SEURT : tra (ebet). Ne guzho nep hini na seurt ebet. Ne anavezont seurt. Ne welont seurt, ne glevont tra. Ne ouzont ket ober ur seurt. Ne ra ket ur seurt e-pad an deiz. « Petra en deus respontet deoc'h ? - Seurt ebet ». [1867] Ne ve graet netra vat, ma na ve graet ganto, / Pe lavaret ober… rak seurt ebet ne reont, / Nemet dispign arc'hant, arc'hant a c'hounezont / Gant divrec'h ar re all, o labourat an douar. » [1877] [A]r venec’h ne werzhent seurt, rak reiñ a raent d’ar paour ar pezh a chome ganto. [1878] [...] mes kaer em boa sellet ha selaou, ne welen seurt, ne gleven netra. 6. (e-unan) A BEP SEURT : troienn a dalvez d'ober anv eus ur rummad traoù zo disheñvel an eil diouzh egile. A bep seurt a roan dezho. A bep seurt e lavare. IV. Tr. adv. 1. A seurt gant ; [1960] a seurt da : troienn a dalvez da c'heriañ an heñvelded. Ar re-mañ n'eus netra a seurt ganto en hor bro. [1960] E ti-kêr ur vourc'hadenn a vro-Gerne. Speget ouzh ar mogerioù, skritelloù paper gros ha gwenn-louet, warno, e lizherennoù bras, talbennoù a seurt d'ar re-mañ : […]. 2. (dirak un ag.) Ken. Ne'm eus klevet netra, seurt pounner e oa ma hun. 3. Seurt ebet : tamm ebet. Eñ a zifennas outo a emellout seurt ebet, betek gouzout, en traoù-se. 4. (dirak ur v.) D'ar seurt ma : kement ma. Poan em boa da gomz, d'ar seurt ma krenen. V. SEURT-SE. 1. Rag. am. Un den, un dra, tud, traoù evel-se. Ober seurt-se : ober un dra, traoù evel-se. Seurt-se a laka an traoù da vont da fall : tud evel-se eo a laka an traoù da vont da fall. 2. Adv. stn. Evel-se. Tud seurt-se. VI. Tr. estl. (er respontoù) AR SEURT-SE ! : troienn a ra ar c'homzer ganti evit diskouez e sav a-du gant ar pezh zo bet lavaret a-raok. « Hiziv eo tomm, 'vat ! - Ya, ar seurt-se ! ». « Hennezh zo drouk! » - « Ya, ar seurt-se ! ». VII. Ar. (dirak un ak.) HS. Evel. [1949] Sellout a reas ouzh al leandi. Krapet klok ouzh koad du tor ar menez, gwintet e oa, seurt ur c'hreñvlec'h, e gwirionez, war ur penn-tir, a-us da Viranda, a-us d'ar Bed. & Seurt biskoazh : evel biskoazh. Pare e viot seurt biskoazh. VIII. Tr. adv. UR SEURT [2023] Pa zeue ruzaj war dremm ar martolod, ha p'en em lakae da vesteodiñ ur seurt, e lakae he dorn war e vrec'h hag e lavare, ar pezh a fell dit kaout eo ur plac'h yaouank, unan da c'henel bugale, abalamour dezhi da gaout un dra bennak d'ober pa vezez-te war vor.

Exemples historiques : 
94
Masquer la liste des exemples

Pe da heni ez respontas ar werc'hez : [«]Lez lavaret ar seurt traoù-se rak soñj enne hepmuiken ned eo ket lisit.[»]

1576
Référence : Cath p16

[«]O pegen maleürus eo a[r] re a ra enor d'a[r] seurt doueoù-se, pere evit o gelver en nesesite ne c'hellont sikour den, nag e viret ouzh pirilh nag e sikour en e dribulasion[».]

1576
Référence : Cath p9

Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joe a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.

1576
Référence : Cath p5

M. Pet seurt na pet pec'hed marvel zo ? D. Seizh, da lavaret eo : ourgouilh, avaris, luksur, gourmantiz, buanegezh ha diegi.

1622
Référence : Do. p36

seurt

1659
Référence : LDJM.1 pg espece, maniere

M. Pet seurt pec'hedoù zo ? D. Daou : ar pec'hed orijinel, hag ar pec'hed aktuel.

1677
Référence : Do. p35

kemeret a bep seurt furmoù

1732
Référence : GReg pg figure (Se changer en toutes sortes de figures)

Peurvuiañ ez eo kredus-bras tri seurt tud ; ar vugale ; ar gwragez, hag ar gomun.

1732
Référence : GReg pg (les enfants, les femmes, les peuples sont ordinairement fort credules)

Bezañ ez eus un seurt tud pere a zo, &c.

1732
Référence : GReg pg genre (Il y a un genre de personnes qui sont, &c.)

seurt

1732
Référence : GReg pg genre (sorte, maniere)

a bep seurt tud

1732
Référence : GReg pg diverses (sortes de personnes)

a bep seurt livoù, lioù

1732
Référence : GReg pg diverses (couleurs)

seurt, seurtoù

1732
Référence : GReg pg espece (sorte)

Pep seurt metal a c'haller da deuziñ.

1732
Référence : GReg pg fusible (Tous les metaux sont fusibles.)

kemeret u[r] seurt buhezegezh

1732
Référence : GReg pg genre (Prendre un genre de vie.)

ur seurt arismetik

1732
Référence : GReg pg algebre

a veur a seurt

1732
Référence : GReg pg heteroclite (qui est de diverses qualitez)

Un den a zaou reizh a ra kalz a zroug er c’harter ma en em gev un seurt ampoezon.

1732
Référence : GReg pg hermaphrodite (Un hermaphrodite fait bien du degât.)

ur seurt kuñvelezh ne blij nemeur

1732
Référence : GReg pg benignité (ces sortes de benignitez ne plaisent guères)

gant pep seurt karantez

1732
Référence : GReg pg affection

seurt

1850
Référence : GON.II.HV pg sort (voyez "seûrt").

seurt

1850
Référence : GON.II.HV pg seurt ou sort (sorte, espèce, genre).

Eus ar seurt-se a fell din.

1850
Référence : GON.II.HV pg seurt ou sort (j'en veux de cette sorte-là).

sort

1850
Référence : GON.II.HV pg seurt ou sort (sorte, espèce, genre), pg sort (voyez "seûrt"), seûrt

Hag a lorc'h ve hiriv e meur a chaseer, / Gant daou seurt pezhiad loen, gallout distreiñ d'ar gêr !

1867
Référence : MGK p97

Dont a ray un amzer (daoust ha petra virfe ?) / Ma vo torret ho fenn ouzh kozh tud ar seurt-se.

1867
Référence : MGK p120

« Ha me hollc'halloudek, me garfe e c'hallfen / Tennañ eus o fennoù ar gredenn zo enno / Ne ve graet netra vat, ma na ve graet ganto, / Pe lavaret ober… rak seurt ebet ne reont, / Nemet dispign arc'hant, arc'hant a c'hounezont / Gant divrec'h ar re all, o labourat an douar. »

1867
Référence : MGK p94

« Arabat, 'velato, bezañ ganto foran ; / Rak din-me ha d'am seurt ne vez da lein, da goan / Terket bemdez kerkoulz tinell. »

1867
Référence : MGK p98

Ar roue-mañ a c'halvas e-touez pep rumm loened / Louzaouerien e-leizh, hanvet medisined, / A bep seurt anezho : ha re vat ha re fall.

1867
Référence : MGK p104

« Ha petra dalv d'ho seurt bezañ atav o lenn ? »

1867
Référence : MGK p123

diskouez a fellas da Rikoù e oa evit ober ar pezh a oa e c'hoant. Hag eñ dezhi; hag en ul labourat e lavare groñs da dud e vro : "Prenet am eus e kêr ur seurt bleud flour na gaver ket stank e bar war ar maez; ha gantañ e rin ur seurt kouign, setu ! n'en deus tañvaet biskoazh Yann gouer, m'en toue !

1867
Référence : MGK Rakskrid VII

Ar republikaned ne gavjont seurt e leandi Sant-Albin nemet ar c’halurioù hag ar Sakr, meulet ra vezo !

1877
Référence : EKG.I. p.42

Ar venec’h ne brenent netra, rak gounit a raent o boued dre o labour ; ar venec’h ne werzhent seurt, rak reiñ a raent d’ar paour ar pezh a chome ganto.

1877
Référence : EKG.I. p.41-42

Ha n'eo ket gwir int aet dre bep seurt heñchoù, o deus graet an traoù fallakrañ, an traoù krisañ, paotred ar republik, evit lakaat ar Vretoned da fallgaloniñ ha da dreiñ kein d’an Aotrou Doue ?

1877
Référence : EKG.I. p.168

Sellet a ris pizh en-dro din a-raok mont larkoc’h ; lakaat a ris va skouarn da selaou ; mes kaer em boa sellet ha selaou, ne welen seurt, ne gleven netra.

1878
Référence : EKG.I. p.40-41

Gwelit penaos e komze ar seurt tud-se ouc’h ur beleg !

1878
Référence : EKG.II p.168

Edont o vont dre an hent bras war-eeun da vaner Kerandraoñ, el lec’h m’oa bet o chom an Aotrou de Kermoysan [sic], pa welas ur soudard un den diwar ar maez, e-kreiz ur park, oc’h esa tennañ panez a daolioù trañch, rak skornet-kalet e oa an douar ha n’oad evit ober seurt gant ar bal.

1878
Référence : EKG.II p.181-182

Ur wech dilezet / Gant ho kras, va Doue, / Evel dour ’vez evet / A bep seurt fallentez : / Arruet ’barzh al lonk / Ar pec’her kaledet, / Ha ! pet gwall a zo gantañ graet !

1878
Référence : EKG.II p.249-250

Gant ho kras, va Jezuz, / Me c’houzañvo laouen, / Pep seurt poanioù grevus, /Kounnar va bourevien.

1878
Référence : EKG.II p.250

Va gwelet hoc’h eus bihanik, pa ne c’hellen ket c’hoazh bale ; abaoe ma’m eus skiant, n’em eus gwelet ganeoc’h nemet pep seurt giz vat.

1878
Référence : EKG.II p.265-266

Ken dizanat edo an avoultriezh ma n’oa gant ar yezh ger ebet d’hec’h envel, ha n’he doa pourchaset al lezenn kastiz ebet d’ar seurt torfed.

1923
Référence : SKET p.67

Ober a c’heller gantañ e gerioù nevez, divgevrennek ha gouiziek a seurt gant "arouezlun" "hiéroglyphe".

1924
Référence : SKET.II p.134 « Geriadurig », « "lun" g. »

Na bet oc’h-hu en pardon Sant-Yann-ar-Biz, pe en pardon Kernitron ? Ma ! ma n’oc’h ket bet, it, hag a welfet a bep seurt infamet…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Ar gobiri, d’ar c’houlz-se, a garge, a gase, a zigase eus an eil porzh d’egile marc’hadourezh a bep doare, a bep ment : gwinizh, heiz, kerc’h, segal, koad, had lin, had kanab, lin, kanab, mein-glas, mein-benerezh, gwin, hag a bep sort traoù all.

1925
Référence : BILZ2 p.168

a bep seurt tud a zo

1927
Référence : GERI.Ern pg a3 (il y a de toutes sortes de gens, des gens de toute sorte)

Davis, en ur dennañ an evezh war ziaesterioù ar goulakadur stêriel, en deus en em ziskouezet a-du gant an hevelep menoz, o vezañ ma kleuze ar seurt froudoù en un doare herrek-tre war aodoù Aostralia ar Biz.

1943
Référence : TNKN p.74

Job a glaske an tu da lakaat e fri en armel ; ha ma he dije lavaret e voereb dezhañ : « O ! Job, c’hwi a zo ur paotr mat, gwelloc’h eget na grede din… Ya, it da glask ar medisin, hag a-raok mont, kemerit arc’hant eus ar valetennig aze, en armel… », Job a vije bet en e vutun. Job en doa c’hoant bras da c’houzout e pe seurt korn eus an armel edo an arc’hant.

1944
Référence : ATST p.41

Ur merk a veze graet ur c'hontrad war baper-timbr, ne vern a be seurt.

1944
Référence : EURW.1 p18

Plasennoù Kallag a veze leun a stalioù, a loened a bep seurt.

1944
Référence : EURW.1 p28

Kement-se holl a gase kuit an nec'hamant mes pa oa tremenet ar porrastell ha ni deut e-barzh porzh ar golaj, a oa leun a weturioù evel hon hini, a vammoù gant bep seurt koefoù, a baotred a bep seurt mentoù, neuze un hirvoud a savas d'am fenn, ha me da lavarout d'am mamm : — « Me ne chomin ket amañ... Deomp d'ar gêr war hor c'hiz ».

1944
Référence : EURW.1 p30

Met penaos dont a-benn eus ur seurt labour, a seblante graet en aner, peogwir e oa tonket ar brezhoneg da vervel, gouez d'an eskibien o-unan ?

1944
Référence : EURW.1 p56

Un dousenn bennak a vicherourien e oant eno oc'h aozañ ar gazetenn sizhuniek, hep kontañ levrioù ha paperennoù a bep seurt.

1944
Référence : EURW.1 p85

Laouen-meurbet e oan o kavout ur mignon kembreat a seurt gant John Edwards.

1944
Référence : EURW.1 p.103

N’eo ket unanig bennak evel ar Breur Constantius, a Landivizio, eo a oa barrek da enebiñ ouzh ur seurt kounnar dinatur.

1944
Référence : EURW.1 p.105

Ar seurt skoilhoù d’ar frankiz-bevañ ne dalvezont da netra nemet da greskiñ niver ar gaouiaded.

1944
Référence : EURW.1 p.127

Me ha ma seurt a rae lod eus ar re « diskarget », da lavarout eo an danvezioù-soudarded ur bloaz servij.

1944
Référence : EURW.1 p.191

« Paotred, ne blij ket din ar filouterien fin a seurt ganeoc’h, klevit mat ».

1944
Référence : EURW.1 p.200

War dosenn Sant-Weltas, neizh bran gwintet etre an douar hag an neñv, e oa un tour bras hag uhel, ennañ c’hwec’h estaj leun a gambroù evit lojañ barzhed ha brogarourien Vreizh, o doa graet etrezo ur seurt Leandi.

1944
Référence : EURW.1 p.213

Lukaz, avat, en doa un dra bennak nevez da lavarout dezho, daoust ma oant mezv, rak ur c’heloù eus ar seurt a zo ur pouez re bounner, ha ret eo disammañ an teod dirak an den kentañ a vo kavet war an hent, na pa vefe roue pe pilhaouer.

1944
Référence : ATST p.13

— « Nann ’vat, mamm, n’em eus klevet seurt ebet. » — « Soñjal a-walc’h a raen n’ho poa klevet mann ebet, rak kaer am [sic] boa hopal : Job ! Job ! den ne responte. »

1944
Référence : ATST p.68

— « Ya, un trouz spontus. » — « Petra ’sinifi an trouz-se ? » — « Feiz ! n’ouzon ket ; biskoazh em buhez n’em eus klevet ur seurt trouz.

1944
Référence : ATST p.71

Hag e redent !… Ha n’em eus ket Iavaret deoc’h e oa ganto bouc’hili, fustoù, morzholioù, filc’hier, ferc’hier ha binvioù a bep ment hag a bep seurt.

1944
Référence : ATST p.81

« O va Doue ! » eme ur vaouez, a oa azezet war al letonenn, « me ne garan ket ar seurt traoù, me a gav gwelloc’h mont en-dro d’ar gêr. »

1944
Référence : ATST p.116

Habask ar paotr, hag azezañ da bateriñ : - Me ho salud, Mari, leun a c'hras, ker ruz eo da jenoflez !... Biskoazh seurt dievezhded !...

1949
Référence : SIZH p.63

Bourret o deus al leaned ; evit ar wech, ar re yaouank, evel-just, ouzh ar seurt kofesadegoù a vouezh uhel; dirak an holl : an dra-se a oa evito un doare pezh-c'hoari, sakr, a-dra-sur : pezh-c'hoari, avat.

1949
Référence : SIZH p.59

Ne dorran ket va fenn gant seurt merfeti, ha kontañ a ran war va fedennoù hag hanterouriezh ar Werc'hez Vari binniget-dreist, krouet dibec'hed, da gaout ar peoc'h a-zivout va diantegezh.

1949
Référence : SIZH p.56

- N'eo ket hon afer. Afer tud ar Bed eo en em zibab er seurt luziadelloù, hervez komz Doue : It, ha ganit bugale !

1949
Référence : SIZH p.56

- Biken, emezañ evel o komz dezhañ e-unan, n'em bezo aotre digant an Tad-Mestr da skoulmañ ar seurt kengarantez ganeoc'h.

1949
Référence : SIZH p.49

Ur vignoniezh speredel, ya ! a-dra-sur. Skouerioù a zo bet, ur voem, eus ar seurt darempredoù etre ar Sent o-unan.

1949
Référence : SIZH p.49

Mouezh ur vaouez, sklintin hag heson, seurt ma ne veze ket klevet mui gant ar paotr, abaoe ma oa aet d'ar gouent, da lavarout eo abaoe e bask kentañ.

1949
Référence : SIZH p. 37

Kregiñ a rae ar breur Arturo gant e zent en e vuzell-draoñ. Sailhat a rae a bep seurt soñjoù en e benn...

1949
Référence : SIZH p.49

- Feiz ! Mat ac'h eus graet, d'am meno, tevel war seurt darvoud.

1949
Référence : SIZH p.62

Sellout a reas ouzh al leandi. Krapet klok ouzh koad du tor ar menez, gwintet e oa, seurt ur c'hreñvlec'h, e gwirionez, war ur penn-tir, a-us da Viranda, a-us d'ar Bed.

1949
Référence : SIZH p.48

- Daoust hag int koant eveldoc'h ? - Petra ar seurt goulenn ?

1949
Référence : SIZH p.46

Ha koulskoude, nann ! N'eo ket davet ur vaouez ez ae. Biskoazh seurt soñj !...

1949
Référence : SIZH p.44

Ne gredan ket e vefe ar wirionez ganto penn-da-benn rak, daoust ma ’z a hor c’henvroiz war zesketa muioc’h-mui, n’eo ket kement-se un digarez da soñjal eo didalvoud-kaer ar seurt koñchennoù da dud hag o deus deskadurezh.

1950
Référence : KBSA p.5 (Raklavar)

Bez' e veze gantañ evelato e godell e levitenn a bep seurt liv ur paper skrivet gant va zonton, Pipi : + Jezuz, Mari, Jozeb + Grit en anv Doue ma tapin jiboez sof-kont. Evel[-]se bezet graet !

1954
Référence : VAZA p.21

Ne glemme gouerouz ebet ouzh ar seurt boued, rak d’am meno n’eus neblec’h gwelloc’h keginer eget kalon digor ar yaouankiz.

1954
Référence : VAZA p.50

En ur ger, un dourni ar seurt n’hoc’h eus klevet biskoazh, hini ur mor dirollet oc’h eoniñ dreist ar c’herreg.

1954
Référence : VAZA p.57

Em c’horn-bro, e parrezioù ’zo ne vez bremañ prezeget nemet e galleg, graet e vez ar c’hatekiz e galleg, e galleg e vez lennet lizheroù an Eskob ha kanet e vez ar seurt kantikoù : « Catholiques et Français toujours ! ».

1954
Référence : VAZA p.59

Tamm ebet ne zisplije din an diviz-mañ hag a-c’hrad-vat e chomis ur bloavezh da « ziskuizhañ », da lenn, da c’hwileta ha da durlutat e pep seurt stumm, rak kemer a raen ar bed war an tu ma troe.

1954
Référence : VAZA p.75

Ret e oa din ’ta chom war evezh hag un deiz bennak beure-mat, e dibenn miz Du, mont a ris da Vrest gant ur c’henvroad eus Priel, e-sell hon-daou da dremen arnodenn ar fourerien diwar ali un tonton segond-mestr : « Netra aesoc’h, emezañ, evit ur paotr ken desket ha te ! » [...] (1) Ar vartoloded hag a bled gant an holl gontoù a bep seurt.

1954
Référence : VAZA p.78

Degouezhout a rae d'am zad-kozh ha d'e bried tañva evel just tammoù a bep seurt, met en em ober a raent eus ar c'hentañ evel gwenn ha melen ur vi, ha mar felle d'e wreg plegañ d'ur reuziad poan-spered, ne veze ket pell Biz Kamm o frealziñ anezhi er stumm-mañ : « Na ra ket gwad-fall, Soaz, pelloc'h amzer c'hoazh e vi marv eget ne vi paour ! »

1954
Référence : VAZA p.9

Hag he sivi 'ta ! er mare-se ne weled neblec'h dre amañ ar seurt frouezh nemet en he liorzh-hi, hag adal ma krogent da zareviñ fred ha skrap a veze warno ken ma veze.

1954
Référence : VAZA p.10

Gwir frankiz he deus ar bobl e Bro C'hall / Pa 'z eo dic'halloud an drubarded gall./ Ha ne vefes ket a-du gant seurt tud ? / Da salud 'gavan direizh ha fall-put.

1960
Référence : PETO p35

E ti-kêr ur vourc'hadenn a vro-Gerne. Speget ouzh ar mogerioù, skritelloù paper gros ha gwenn-louet, warno, e lizherennoù bras, talbennoù a seurt d'ar re-mañ : DEKRED EUS AN ASAMBLE NASIONAL, LEZENN, AVIZ, REGLAMANT, ORDRENAÑS.

1960
Référence : PETO p11

Un abeg eo dit da vezañ trubuilhet / Rak re ouzh da seurt morse ne ziwaller ; / Ha ne vefes ket ivez e genwaller / O sevel gantañ kabal ha komplidi / Ouzh Nasion Frañs hag ouzh he dalc'hidi ?

1960
Référence : PETO p37

Moarvat n'eo ket dre gasoni / E ra din-me seurt viloni.

1960
Référence : PETO p31

te darjeeling eo an anavezetañ eus ar seurtoù te indezat

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.42

Ret lavarout koulskoude e ra paotred ar mererezh-koad un tamm labour dañjerus : evit reiñ tu d'ar seurtoù gwez a garfent gwelout o paotaat, hag a zo an okoume da gentañ holl, e tistrujont ar gouennoù all.

1985
Référence : DGBD p112

Gant ur seurt amzer eo edon-me o vont da guitaat ar vro evit mont da glask oabloù nevez, du-hont un tu bennak e kreiz Afrika, e koadeier ar Gabon: edon o vont di da labourat war va micher nevez, douarour e klask petrol, pe eoul-maen mar deo gwelloc'h ganeoc'h.

1985
Référence : DGBD p9

Ma eilerion ne oa ket barr o levenez, na ma hini ivez, pa gav din on deuet da vezañ ur seurt pennjeder.

2015
Référence : EHPEA p19

-goulenn un ehan-labour evit kemer perzh ennañ [en darvoud], prenañ a bep seurt traoù, bezañ gouestlet amzer da labourat a-stroll, bezañ lakaet kazetennerien da zont en deiz-se...-

2015
Référence : DISENT p80

Pa zeue ruzaj war dremm ar martolod, ha p'en em lakae da vesteodiñ ur seurt, e lakae he dorn war e vrec'h hag e lavare, ar pezh a fell dit kaout eo ur plac'h yaouank, unan da c'henel bugale, abalamour dezhi da gaout un dra bennak d'ober pa vezez-te war vor.

2023
Référence : DREAM p. 106

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux