Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

Tr. stl. isur. (dirak un ak., e deroù un islav. doareañ) & PESEURT... BENNAK, DAOUST HA PESEURT, N'EUS FORZH PESEURT : ne vern petra e vefe (an dra-mañ-tra). Peseurt diskoulm bennak a vo kinniget dezhañ, ne vo ket diouzh e c'hrad. O anavezout a rin, daoust ha peseurt gwiskamant a vo en-dro dezho.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Goude en em lakan da soñjal peseurt pec'hedoù em eus kometet en deiz-se e soñjezonoù, komzoù, hag euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eus ar re am eus kavet kometet genen, en ur bropoziñ o c'hofes, hag en em gorrijañ.

1677
Référence : Do. p53

Ar pennad-mañ a ziskouezo sklaeroc'h c'hoazh peseurt kemm a zo etre ur Gall savet war skouer Pariz evel ma'z int holl, hag un den bennak evel un Alzasiad, n'eo ket bet distummet, na gwiet e skiant gant orezonoù jakobin.

1944
Référence : EURW.1 p53

N’ouzon ket gant peseurt louzoù, gant peseurt pikadenn e reas e daol, met kalz [g]welloc’h en em gavas a-daol trumm ar glañvourez, ha kement hini a zeuas bete du-mañ ar [Y]aou a zisklêrie e-leizh e c’henou : « Ma ! frankaat a ra dezhi, ouzh a ra ! » - « Frankaat ? eme darn all, ya, mar karan, hag un tamm mat zoken ! »

1954
Référence : VAZA p.43

Poent eo lâret resis d'ar stourmerien peseurt riskl a zo degaset gant an obererezh en he fezh -traoù foeltret hag an arc'hant a vefe da baeañ evit an distruj- ; ha gant perzh pep hini en obererezh.

2015
Référence : DISENT p90

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux