Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. (e-unan pe dirak un anv hollek, lies pe stroll) Hollad tud, traoù -dezho perzhioù heñvel- a stroller dre ar meizañ. Bremañ ez eus seurtoù nevez. Ur seurt bleud. Daou seurt tud. Meur a seurt gwinizh. Pareañ a ra pep seurt kleñvedoù. Kalz a seurtoù anevaled zo war an Douar. Un tog eus ar seurt-se a fell din kaout. 2. Trl. (goude un ak., un ag. ; e-unan pe dirak un anv hollek, lies pe stroll) A BEP SEURT : troienn a dalvez d'ober anv eus rummadoù tud, traoù zo disheñvel an eil diouzh egile. Levrioù a bep seurt. Koad a bep seurt liv. Kouignoù a bep seurt ment, a bep seurt moull. 3. Tr. rag. am. (e-unan pe dirak un anv hollek, lies pe stroll) A BEP SEURT : troienn a dalvez d'ober anv eus rummadoù tud, traoù zo disheñvel an eil diouzh egile. A bep seurt a roan dezho. Amañ ez eus a bep seurt traoù da zebriñ. A bep seurt tud zo war an Douar. A bep seurt amzer en devez an den. Debriñ a reont a bep seurt pesked. Lavaret a rae a bep seurt komzoù kaer. B. (en e furm unan, dirak un ak. prl.) Doare. Eno ez eus ur seurt ober. Heol a oa, ur seurt heol goañv. Kildent breviñ a reer eus ar seurt kildent-se. & Trl., diw. c'hoap Skiant-prenañ, eus ar seurt a vez o werzhañ : nebeut-kaer a skiant-prenañ. C. (goude ar gm. s., ur g. perc'h.) 1. (goude ar gm. s., dirak un anv hollek, lies pe stroll) Termen a dalvez d'ober anv eus ur rummad, ur c'herentiad tud, traoù a zigemmer diouzh ar re all a c'haller keñveriañ gantañ. N'o deus ar seurt kañvaled nemet ur bos war o c'hein. A-wechoù e vez displijus, met bev eo ar seurt brezhoneg. Ne zlefe ket ober ar seurt labour. Gwelit penaos e komze ar seurt tud-se ouzh o maer ! Tud ar seurt-mañ n'eus ket kalz anezho. Pesked ar seurt-mañ, ar seurt-se. 2. Trl., dre ast. TUD AR SEURT-SE : un hevelep tud. [1867] Dont a ray un amzer (daoust ha petra virfe ?) / Ma vo torret ho fenn ouzh kozh tud ar seurt-se. 3. Dre zismeg, a-wechoù (goude ar gm. s., dirak ur v. displ.) Termen a dalvez da c'heriañ ur geñveriadenn. Bez' ez int baleadennoù ar seurt ac'h eus d'ober. C'hwi hoc'h eus ur gwaz ar seurt zo nebeut. 4. (goude ar gm. s., dirak an ar. "da" ; goude ur g. perc'h.) Termen a dalvez da zegas ur geñveriadenn, da c'heriañ ar barded, an heñvelded. Ne oa ket ar seurt d'an den-se da ganañ : ne oa den ebet ken barrek hag eñ da ganañ. Ur mevel ar seurt da hennezh zo ur gwir skoazell en un atant : ur mevel evel hennezh. Ar seurt deoc'h-c'hwi n'eo ket ret dezho poaniañ. N'eo ket ar seurt-ni a c'hall dispign kement-se a arc'hant : n'eo ket tud eveldomp a c'hall e ober. Amañ n'eus netra evit ma seurt-me. Biskoazh ne 'm eus gwelet ho seurt c'hoariell : ur c'hoariell eveldoc'h. II. Rag. am. 1. (goude ar gm. a., dirak un anv unan; dirak un anv lies pe stroll; goude un anv n'eo ket divizet strizh) Un hevelep. Petra a rafen gant ur seurt paper ? N'eo ket eñ a rafe ur seurt torfed. Souezhet e oa bet o welet ur seurt tra. Ne zebran ket seurt traoù. Ur seurt den, seurt tud. Seurt labour. Ur seurt hini, seurt re. Penaos e c'haller kompren un tad ar seurt-se ? Un den a seurt-se, un den eus ar seurt. 2. Ar seurt, ur seurt : troienn a dalvez da c'heriañ an heñvelded. Setu ar pezh zo bet graet d'ho preur hag ar seurt a vo graet evidoc'h ivez : heñvel dra a vo graet deoc'h. Ur seurt int : heñvel int. 3. Dre zismeg (db. an dud) AR SEURT-MAÑ, AR SEURT-SE : tud evel-mañ, evel-se. Perak e teu ar seurt-mañ d'an aod ivez ? Ober a ran laeron gant ar seurt-se. & Ar seurt-se eo an dud : an dud evel-se eo a dremener da dud a-zoare. 4. (dirak ur v. displ. degaset gant an ar. "a") AR SEURT : ar pezh. Kemer ar seurt a gari. Ret e vez ober gant ar seurt a vez. 5. Ur seurt bennak, seurt pe seurt : un dra bennak. Ur seurt bennak a vo kavet. 6. (goude ur v. en est. nac'h pe en ur respont) SEURT (EBET), UR SEURT : tra (ebet). Ne guzho nep hini na seurt ebet. Ne anavezont seurt. Ne welont seurt, ne glevont tra. Ne ouzont ket ober ur seurt. Ne ra ket ur seurt e-pad an deiz. « Petra en deus respontet deoc'h ? - Seurt ebet ». [1877] [A]r venec’h ne werzhent seurt, rak reiñ a raent d’ar paour ar pezh a chome ganto. [1878] III. Tr. adv. 1. A seurt gant : troienn a dalvez da c'heriañ an heñvelded. Ar re-mañ n'eus netra a seurt ganto en hor bro. & Seurt biskoazh : evel biskoazh. Pare e viot seurt biskoazh. 2. (dirak un ag.) Ken. Ne'm eus klevet netra, seurt pounner e oa ma hun. 3. Seurt ebet : tamm ebet. Eñ a zifennas outo a emellout seurt ebet, betek gouzout, en traoù-se. 4. (dirak ur v.) D'ar seurt ma : kement ma. Poan em boa da gomz, d'ar seurt ma krenen. IV. SEURT-SE. 1. Rag. am. Un den, un dra, tud, traoù evel-se. Ober seurt-se : ober un dra, traoù evel-se. Seurt-se a laka an traoù da vont da fall : tud evel-se eo a laka an traoù da vont da fall. 2. Adv. stn. Evel-se. Tud seurt-se. V. Tr. estl. (er respontoù) AR SEURT-SE ! : troienn a ra ar c'homzer ganti evit diskouez e sav a-du gant ar pezh zo bet lavaret a-raok. « Hiziv eo tomm, 'vat ! - Ya, ar seurt-se ! ». « Hennezh zo drouk! » - « Ya, ar seurt-se ! ».

Skouerioù istorel : 
81
Kuzhat roll ar skouerioù

[«]O pegen maleürus eo an re a ra enor d'an seurt doueoù-se, pere evit o gelver en nesesite ne c'hellont sikour den, nag e viret ouzh pirilh nag e sikour en e dribulasion[».]

1576
Daveenn : Cath p9

Pe da heni ez respontas ar werc'hez : [«]Lez lavaret ar seurt traoù-se rak soñj enne hepmuiken ned eo ket lisit.[»]

1576
Daveenn : Cath p16

Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joa a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.

1576
Daveenn : Cath p5

M. Pet seurt na pet pec'hed marvel zo ? D. Seizh, da lavaret eo : ourgouilh, avaris, luksur, gourmantiz, buanegezh ha diegi.

1622
Daveenn : Do. p36

seurt

1659
Daveenn : LDJM.1 pg espece, maniere

M. Pet seurt pec'hedoù zo ? D. Daou : ar pec'hed orijinel, hag ar pec'hed aktuel.

1677
Daveenn : Do. p35

Bezañ ez eus un seurt tud pere a zo, &c.

1732
Daveenn : GReg pg genre (Il y a un genre de personnes qui sont, &c.)

kemeret a bep seurt furmoù

1732
Daveenn : GReg pg figure (Se changer en toutes sortes de figures)

Peurvuiañ ez eo kredus-bras tri seurt tud ; ar vugale ; ar gwragez, hag ar gomun.

1732
Daveenn : GReg pg (les enfants, les femmes, les peuples sont ordinairement fort credules)

Pep seurt metal a c'haller da deuziñ.

1732
Daveenn : GReg pg fusible (Tous les metaux sont fusibles.)

a bep seurt tud

1732
Daveenn : GReg pg diverses (sortes de personnes)

a bep seurt livoù, lioù

1732
Daveenn : GReg pg diverses (couleurs)

seurt, seurtoù

1732
Daveenn : GReg pg espece (sorte)

seurt

1732
Daveenn : GReg pg genre (sorte, maniere)

Un den a zaou reizh a ra kalz a zroug er c’harter ma en em gev un seurt ampoezon.

1732
Daveenn : GReg pg hermaphrodite (Un hermaphrodite fait bien du degât.)

a veur a seurt

1732
Daveenn : GReg pg heteroclite (qui est de diverses qualitez)

kemeret un seurt buhezegezh

1732
Daveenn : GReg pg genre (Prendre un genre de vie.)

ur seurt arismetik

1732
Daveenn : GReg pg algebre

ur seurt kuñvelezh ne blij nemeur

1732
Daveenn : GReg pg benignité (ces sortes de benignitez ne plaisent guères)

gant pep seurt karantez

1732
Daveenn : GReg pg affection

eus ar sort-se a fell din

1850
Daveenn : GON.II.HV pg seurt, sort

seurt

1850
Daveenn : GON.II.HV pg seurt, sort, seûrt

seurt

1850
Daveenn : GON.II.HV pg seurt, sort

seurt

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sort

Ar roue-mañ a c'halvas e-touez pep rumm loened / Louzaouerien e-leizh, hanvet medisined, / A bep seurt anezho : ha re vat ha re fall.

1867
Daveenn : MGK p104

Dont a ray un amzer (daoust ha petra virfe ?) / Ma vo torret ho fenn ouzh kozh tud ar seurt-se.

1867
Daveenn : MGK p120

« Ha me hollc'halloudek, me garfe e c'hallfen / Tennañ eus o fennoù ar gredenn zo enno / Ne ve graet netra vat, ma na ve graet ganto, / Pe lavaret ober… rak seurt ebet ne reont, / Nemet dispign arc'hant, arc'hant a c'hounezont / Gant divrec'h ar re all, o labourat an douar. »

1867
Daveenn : MGK p94

Hag a lorc'h ve hiriv e meur a chaseer, / Gant daou seurt pezhiad loen, gallout distreiñ d'ar gêr !

1867
Daveenn : MGK p97

« Arabat, 'velato, bezañ ganto foran ; / Rak din-me ha d'am seurt ne vez da lein, da goan / Terket bemdez kerkoulz tinell. »

1867
Daveenn : MGK p98

« Ha petra dalv d'ho seurt bezañ atav o lenn ? »

1867
Daveenn : MGK p123

diskouez a fellas da Rikoù e oa evit ober ar pezh a oa e c'hoant. Hag eñ dezhi; hag en ul labourat e lavare groñs da dud e vro : "Prenet am eus e kêr ur seurt bleud flour na gaver ket stank e bar war ar maez; ha gantañ e rin ur seurt kouign, setu ! n'en deus tañvaet biskoazh Yann gouer, m'en toue !

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VII

Ha n'eo ket gwir int aet dre bep seurt heñchoù, o deus graet an traoù fallakrañ, an traoù krisañ, paotred ar republik, evit lakaat ar Vretoned da fallgaloniñ ha da dreiñ kein d’an Aotrou Doue ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.168

Ar republikaned ne gavjont seurt e leandi Sant-Albin nemet ar c’halurioù hag ar Sakr, meulet ra vezo !

1877
Daveenn : EKG.I. p.42

Ar venec’h ne brenent netra, rak gounit a raent o boued dre o labour ; ar venec’h ne werzhent seurt, rak reiñ a raent d’ar paour ar pezh a chome ganto.

1877
Daveenn : EKG.I. p.41-42

Sellet a ris pizh en-dro din a-raok mont larkoc’h ; lakaat a ris va skouarn da selaou ; mes kaer em boa sellet ha selaou, ne welen seurt, ne gleven netra.

1878
Daveenn : EKG.I. p.40-41

Ken dizanat edo an avoultriezh ma n’oa gant ar yezh ger ebet d’hec’h envel, ha n’he doa pourchaset al lezenn kastiz ebet d’ar seurt torfed.

1923
Daveenn : SKET p.67

Ober a c’heller gantañ e gerioù nevez, divgevrennek ha gouiziek a seurt gant "arouezlun" "hiéroglyphe".

1924
Daveenn : SKET.II p.134 « Geriadurig », « "lun" g. »

Na bet oc’h-hu en pardon Sant-Yann-ar-Biz, pe en pardon Kernitron ? Ma ! ma n’oc’h ket bet, it, hag a welfet a bep seurt infamet…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Ar gobiri, d’ar c’houlz-se, a garge, a gase, a zigase eus an eil porzh d’egile marc’hadourezh a bep doare, a bep ment : gwinizh, heiz, kerc’h, segal, koad, had lin, had kanab, lin, kanab, mein-glas, mein-benerezh, gwin, hag a bep sort traoù all.

1925
Daveenn : BILZ2 p.168

a bep seurt tud a zo

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 (il y a de toutes sortes de gens, des gens de toute sorte)

Davis, en ur dennañ an evezh war ziaesterioù ar goulakadur stêriel, en deus en em ziskouezet a-du gant an hevelep menoz, o vezañ ma kleuze ar seurt froudoù en un doare herrek-tre war aodoù Aostralia ar Biz.

1943
Daveenn : TNKN p74

Plasennoù Kallag a veze leun a stalioù, a loened a bep seurt.

1944
Daveenn : EURW.1 p28

Ur merk a veze graet ur c'hontrad war baper-timbr, ne vern a be seurt.

1944
Daveenn : EURW.1 p18

Kement-se holl a gase kuit an nec'hamant mes pa oa tremenet ar porrastell ha ni deut e-barzh porzh ar golaj, a oa leun a weturioù evel hon hini, a vammoù gant bep seurt koefoù, a baotred a bep seurt mentoù, neuze un hirvoud a savas d'am fenn, ha me da lavarout d'am mamm : — « Me ne chomin ket amañ... Deomp d'ar gêr war hor c'hiz ».

1944
Daveenn : EURW.1 p30

Met penaos dont a-benn eus ur seurt labour, a seblante graet en aner, peogwir e oa tonket ar brezhoneg da vervel, gouez d'an eskibien o-unan ?

1944
Daveenn : EURW.1 p56

Un dousenn bennak a vicherourien e oant eno oc'h nnaoza ar gazetenn sizhuniek, hep kontañ levrioù ha paperennoù a bep seurt.

1944
Daveenn : EURW.1 p85

Laouen-meurbet e oan o kavout ur mignon kembreat a seurt gant John Edwards.

1944
Daveenn : EURW.1 p.103

N’eo ket unanig bennak evel ar Breur Constantius, a Landivizio, eo a oa barrek da enebiñ ouzh ur seurt kounnar dinatur.

1944
Daveenn : EURW.1 p.105

Ar seurt skoilhoù d’ar frankiz-bevañ ne dalvezont da netra nemet da greskiñ niver ar gaouiaded.

1944
Daveenn : EURW.1 p.127

Me ha ma seurt a rae lod eus ar re « diskarget », da lavarout eo an danvezioù-soudarded ur bloaz servij.

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

« Paotred, ne blij ket din ar filouterien fin a seurt ganeoc’h, klevit mat ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.200

War dosenn Sant-Weltas, neizh bran gwintet etre an douar hag an neñv, e oa un tour bras hag uhel, ennañ c’hwec’h estaj leun a gambroù evit lojañ barzhed ha brogarourien Vreizh, o doa graet etrezo ur seurt Leandi.

1944
Daveenn : EURW.1 p.213

Lukaz, avat, en doa un dra bennak nevez da lavarout dezho, daoust ma oant mezv, rak ur c’heloù eus ar seurt a zo ur pouez re bounner, ha ret eo disammañ an teod dirak an den kentañ a vo kavet war an hent, na pa vefe roue pe pilhaouer.

1944
Daveenn : ATST p.13

Job a glaske an tu da lakaat e fri en armel ; ha ma he dije lavaret e voereb dezhañ : « O ! Job, c’hwi a zo ur paotr mat, gwelloc’h eget na grede din… Ya, it da glask ar medisin, hag a-raok mont, kemerit arc’hant eus ar valetennig aze, en armel… », Job a vije bet en e vutun. Job en doa c’hoant bras da c’houzout e pe seurt korn eus an armel edo an arc’hant.

1944
Daveenn : ATST p.41

— « Nann ’vat, mamm, n’em eus klevet seurt ebet. » — « Soñjal a-walc’h a raen n’ho poa klevet mann ebet, rak kaer am boa hopal : Job ! Job ! den ne responte. »

1944
Daveenn : ATST p.68

— « Ya, un trouz spontus. » — « Petra ’sinifi an trouz-se ? » — « Feiz ! n’ouzon ket ; biskoazh em buhez n’em eus klevet ur seurt trouz.

1944
Daveenn : ATST p.71

Hag e redent !… Ha n’em eus ket Iavaret deoc’h e oa ganto bouc’hili, fustoù, morzholioù, filc’hier, ferc’hier ha binvioù a bep ment hag a bep seurt.

1944
Daveenn : ATST p.81

« O va Doue ! » eme ur vaouez, a oa azezet war al letonenn, « me ne garan ket ar seurt traoù, me a gav gwelloc’h mont en-dro d’ar gêr. »

1944
Daveenn : ATST p.116

- N'eo ket hon afer. Afer tud ar Bed eo en em zibab er seurt luziadelloù, hervez komz Doue : It, ha ganit bugale !

1949
Daveenn : SIZH p.56

Bourret o deus al leaned ; evit ar wech, ar re yaouank, evel-just, ouzh ar seurt kofesadegoù a vouezh uhel; dirak an holl : an dra-se a oa evito un doare pezh-c'hoari, sakr, a-dra-sur : pezh-c'hoari, avat.

1949
Daveenn : SIZH p.59

Habask ar paotr, hag azezañ da bateriñ : - Me ho salud, Mari, leun a c'hras, ker ruz eo da jenoflez !... Biskoazh seurt dievezhded !...

1949
Daveenn : SIZH p.63

- Feiz ! Mat ac'h eus graet, d'am meno, tevel war seurt darvoud.

1949
Daveenn : SIZH p.62

Mouezh ur vaouez, sklintin hag heson, seurt ma ne veze ket klevet mui gant ar paotr, abaoe ma oa aet d'ar gouent, da lavarout eo abaoe e bask kentañ.

1949
Daveenn : SIZH p. 37

Ha koulskoude, nann ! N'eo ket davet ur vaouez ez ae. Biskoazh seurt soñj !...

1949
Daveenn : SIZH p.44

- Daoust hag int koant eveldoc'h ? - Petra ar seurt goulenn ?

1949
Daveenn : SIZH p.46

Sellout a reas ouzh al leandi. Krapet klok ouzh koad du tor ar menez, gwintet e oa, seurt ur c'hreñvlec'h, e gwirionez, war ur penn-tir, a-us da Viranda, a-us d'ar Bed.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Kregiñ a rae ar breur Arturo gant e zent en e vuzell-draoñ. Sailhat a rae a bep seurt soñjoù en e benn...

1949
Daveenn : SIZH p.49

Ur vignoniezh speredel, ya ! a-dra-sur. Skouerioù a zo bet, ur voem, eus ar seurt darempredoù etre ar Sent o-unan.

1949
Daveenn : SIZH p.49

- Biken, emezañ evel o komz dezhañ e-unan, n'em bezo aotre digant an Tad-Mestr da skoulmañ ar seurt kengarantez ganeoc'h.

1949
Daveenn : SIZH p.49

Ne dorran ket va fenn gant seurt merfeti, ha kontañ a ran war va fedennoù hag hanterouriezh ar Werc'hez Vari binniget-dreist, krouet dibec'hed, da gaout ar peoc'h a-zivout va diantegezh.

1949
Daveenn : SIZH p.56

Ne gredan ket e vefe ar wirionez ganto penn-da-benn rak, daoust ma ’z a hor c’henvroiz war zesketa muioc’h-mui, n’eo ket kement-se un digarez da soñjal eo didalvoud-kaer ar seurt koñchennoù da dud hag o deus deskadurezh.

1950
Daveenn : KBSA p.5 (Raklavar)

E ti-kêr ur vourc'hadenn a vro-Gerne. Speget ouzh ar mogerioù, skritelloù paper gros ha gwenn-louet, warno, e lizherennoù bras, talbennoù a seurt d'ar re-mañ : DEKRED EUS AN ASAMBLE NASIONAL, LEZENN, AVIZ, REGLAMANT, ORDRENAÑS.

1960
Daveenn : PETO p11

Un abeg eo dit da veza trubuilhet / Rak re ouzh da seurt morse ne ziwaller ; / Ha ne vefes ket ivez e genwaller / O sevel gantañ kabal ha komplidi / Ouzh Nasion Frañs hag ouzh he dalc'hidi ?

1960
Daveenn : PETO p37

Moarvat n'eo ket dre gasoni / E ra din-me seurt viloni.

1960
Daveenn : PETO p31

Gwir frankiz he deus ar bobl e Bro C'hall / Pa 'z eo dic'halloud an drubarded gall./ Ha ne vefes ket a-du gant seurt tud ? / Da salud 'gavan direizh ha fall-put.

1960
Daveenn : PETO p35

te darjeeling eo an anavezetañ eus ar seurtoù te indezat

1972
Daveenn : BAHE niv. 75, p.42

Ret lavarout koulskoude e ra paotred ar mererezh-koad un tamm labour dañjerus : evit reiñ tu d'ar seurtoù gwez a garfent gwelout o paotaat, hag a zo an okoume da gentañ holl, e tistrujont ar gouennoù all.

1985
Daveenn : DGBD p112

Gant ur seurt amzer eo edon-me o vont da guitaat ar vro evit mont da glask oabloù nevez, du-hont un tu bennak e kreiz Afrika, e koadeier ar Gabon: edon o vont di da labourat war va micher nevez, douarour e klask petrol, pe eoul-maen mar deo gwelloc'h ganeoc'h.

1985
Daveenn : DGBD p9

-goulenn un ehan-labour evit kemer perzh ennañ [en darvoud], prenañ a bep seurt traoù, bezañ gouestlet amzer da labourat a-stroll, bezañ lakaet kazetennerien da zont en deiz-se...-

2015
Daveenn : DISENT p80

Ma eilerion ne oa ket barr o levenez, na ma hini ivez, pa gav din on deuet da vezañ ur seurt pennjeder.

2015
Daveenn : EHPEA p19

Pa zeue ruzaj war dremm ar martolod, ha p'en em lakae da vesteodiñ ur seurt, e lakae he dorn war e vrec'h hag e lavare, ar pezh a fell dit kaout eo ur plac'h yaouank, unan da c'henel bugale, abalamour dezhi da gaout un dra bennak d'ober pa vezez-te war vor.

2023
Daveenn : DREAM p. 106

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial