Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Dezhañ doareoù, neuzioù disheñvel an eil diouzh egile. Un awen liesseurt hag ur faltazi vurzhudus a sked en e oberenn. Greantioù liesseurt zo er vro-se. HS. disheñvel, liesdoare, liesneuz.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

lies sceurt

1659
Daveenn : LDJM.1 pg varieté

lies seurt

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lies -seurt)

E gwirionez, pell a vezañ heverk eus ar brasañ niver, ez eo kentoc'h penniliz Bro-Gernev ur savadur dioutañ e-unan, ur gwir gemberiad levezonioù liesseurt, gall evel-just da zigentañ, norman goude ha dreist-holl saoz evit echuiñ.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 5

Dalc'hmat e vezont [ar gazetennerien] o redek war-lerc'h emgavioù, otoioù da feurmiñ, pennadoù da rentañ e koulz, salioù da virout evit sevel o fennadoù, sujedoù liesseurt a rankont ober e-korf ar memes devezh peogwir e labouront war un dachenn strizh peotramant n'ez eus ket kalz a dud implijet gant o skridaozerezh, ha kement zo...

2015
Daveenn : DISENT p121

Ur wezh tremenet mare an darempredoù feuls ha lazhus, setu ma oa deuet hini an deskiñ an eil diwar egile, ha ma krogas skrivagnerien broadoù nevez Europa da sevel e latin, pe en o yezh c'henidik, oberennoù liesseurt, en o mesk stummoù romanekaet, eeunaet ha krennet eus oberennoù Homeros, Platon, Haristot...

2016
Daveenn : ILIAS p8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial