Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Disheñvel. Diseurt eo diouzh hini e dad. Hentoù diseurt zo da dizhout an urzh-se. HS. dishañval. ES. hañval, heñvel.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Koeñvet ha diskantet e oa al liv war an nor hep sonell na morzhol. Kloc'herion a repue er gognell, hag a skrabe sklosoù ouzh ar panelloù ; bugale a zalc'he o stal war an diri ; meur a skoliad o doa amprouet o c'hontilli war ar moulurennoù ; hag abaoe tost ur remziad ne oa deuet den ebet da skarzhañ ar weladennerion diseurt-se pe da ratreañ pezh o doa freuzet.

2012
Daveenn : DJHMH p11

Heñveldra a lavar deomp peulioù al lodenn gromm, outo ur vordilh a golonennouigoù diseurt.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 11

Plijadur en deveze o valeata er palier taolennoù yen ha hirisus a oa en e gengiz ha sellout ouzh poltredoù diseurt ar re a rede o gwad en e wazhied-eñ.

2015
Daveenn : POLDG p. 225

Hoc'h embregerezhioù letiel a zo e dle an teñzor, pehini a sav da 900.000 euro. Betek hiziv oc'h deuet a-benn da na dallañ an telloù-se dre berzh tunioù gwirel diseurt.

2015
Daveenn : EHPEA p206

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial