Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Ag. goul. (dirak un ak., en ul lav. goul. dizalc'h pe en un islav. goul.) Termen a dalvez da sevel goulennoù a-zivout anien, hevelebiezh ub., udb. Peseurt loen eo hennezh ? E peseurt deiz eus ar sizhun e vo ? N'ouzon ket peseurt tud eo ar re-se. DHS. pe, petore, pezh. 2. Rag. goul. Petra. Peseurt zo aet gantañ ? Peseurt e oa ? Peseurt hoc'h eus debret ? 3. Rag. goul. Piv. An aotrou n'onn peseurt. II. Ag. estl. (dirak un ak., en ul lav. estl. dizalc'h pe en un islav. estl.) Pebezh. Peseurt pred ! Gwelet a ran peseurt enklasker aketus e oa. DHS. pe. HS. petore, pezh.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

Goude en em lakaan da soñjal peseurt pec'hedoù am eus kometet an deiz-se, er soñjezonoù, er c'homzoù, hag en euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eus ar re am eus kavet kometet ganin o propoziñ mont da gofes hag en em gorijañ.

1622
Daveenn : Do. p52

Na peseurt maleur a gouezh war ar re a zeu d'o zrañsgresiñ ? Buanegezh Doue ha damnasion eternel.

1622
Daveenn : Do. p30

M. Peseurt rekompañs a resevo an re a observo gourc'hemennoù Doue ha re 'n Iliz ? D. Ar vuhez eternel pehini zo un vuhez kuit a bep droug ha leun a bep mad ha peheni a zle padout da vizviken.

1622
Daveenn : Do. p30

M. Peseurt droug a zigas deomp-ni ar pec'hed marvel ? D. Ober a ra deomp koll Doue, e c'hras, hag ar c'hloar pehini zo prometet deomp, hag en hon rent koupapl, d'ar poanioù infernal.

1622
Daveenn : Do. p36

M. Peseurt droug a zleomp-ni tec'het dioutañ ? D. Pec'hed.

1622
Daveenn : Do. p34

M. Peseurt na pet pec'hed zo ? D. Daou : pec'hed orijinel ha'n hini aktuel.

1622
Daveenn : Do. p34

peseurt den eo hennezh ?

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quel (homme est cesluy-la

M. Peseurt droug a zigas deomp ar pec'hed marvel ? D. Ober a ra deomp koll Doue, e c'hras, hag ar gloar a zo prometet deomp, hag en hor rent koupapl eus ar poanioù infernal.

1677
Daveenn : Do. p37

Goude en em lakan da soñjal peseurt pec'hedoù em eus kometet en deiz-se e soñjezonoù, komzoù, hag euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eus ar re am eus kavet kometet genen, en ur bropoziñ o c'hofes, hag en em gorrijañ.

1677
Daveenn : Do. p53

N'eo ket harpañ hepken, karet a zo ivez. / Anez ar garantez, na peseurt harp a ve ?

1867
Daveenn : MGK p142

Peseurt gwir o doa da ober kement-se ? Gwir ebet, nemet ar gwir en eus ar bleiz da lonkañ ar penn-dañvad, abalamour ma’z oant ar re greñvañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.3

— Na peseurt gwall draoù ? Me ’garfe o c’hlevet hag o anaout.

1878
Daveenn : EKG.II p.61

Peseurt kezeg ho peus ?

1909
Daveenn : BROU p. 406 (Pe ; lorsque l'interrogation se rapporte à la qualité, on ajoute ordinairement : soert)

Peseurt digemer a vefe graet dimp ? Kroz emichañs, hag ar skourjez.

1944
Daveenn : EURW.1 p36

— « Peseurt liv en doa ? » — « Ruz-seurt-tan ? » — « Du evel ar moged hag ar pec’hedoù kapital ?… »

1944
Daveenn : ATST p.83

— « E peseurt yezh e komze an diaoul ? » — « E latin ? » — « E Brezhoneg ? »

1944
Daveenn : ATST p.83

Ur beleg a oa eno o c'houlenn digant ar gerent : « E peseurt pañsion emañ ho mab ? »

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Rak ur pennad goude e klevjomp peseurt tro vil en devoa c'hoariet d'ar Gouarnour : gwelet en devoa listri-dindan-vor alaman o tont da dagañ Cocobeach.

1985
Daveenn : DGBD p88

Peseurt den e oa?

2015
Daveenn : EHPEA p48

Bewech neuze e vo embannet gant ar strollad peseurt reolennoù a dalvezo e-pad an obererezh. Da skouer : "ne vo ket kunujennet an enebourien" pe "sammañ kiriegezh a reomp ma vez ret da stourmerien zo troc’hañ ar roued-orjal evit mont tre en dachenn soudard".

2015
Daveenn : DISENT p66

Tuioù mat an dachenn : kognoù, lec'hioù da stagañ ur giton ha peseurt ment a vo da hemañ, peulioù ha kaelioù d'en em chadenniñ oute, burevioù da zerc'hel a-raok re all -peogwir int arouezius, pouezus e-barzh mont en-dro al lec'h peotramant peogwir e vez renket teuliadoù prevez enne ha ne blijo ket d'hoc'h enebourien gouzout emaoc'h e[-]kichen...- [...]

2015
Daveenn : DISENT p75

"War beseurt micher emañ e wreg?" "Korrvevoniourez eo en ospital Elpis."

2015
Daveenn : EHPEA p49

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial