I.
Adv.
1. Doar.
A strob an tremen.
Lakaet da gouezhañ gant an drez a oa a-strob war an douar.
2. Stn.
Zo bodet e stumm ur strobad, ur blokad.
An toulloù a oa karget a wezigoù haleg a-strob. Melloù blokadoù datez, a-strob e-giz rezin.
II.
Tr. ar.
[1931] MONT A-STROB OUZH (UB.), DONT A-STROB WAR (UB.) : mont, dont a-strolladoù outañ pe warnañ evit e dagañ.
Dont a rejont a-strob war ar soudarded.
HS. a-stroll.
Evelato strafuilhet-holl, hag aet er-maez anezho o-unan, e teujont a-benn-herr hag a-strob war ar soudarded ; lod a voe gwall-lakaet adarre, mes kalz a c’hellas tec’het, hemañ e dad gantañ ouc’h e gein, hennezh e c’hoar, egile un amezeg.
Evelato strafillet-oll, hag eat er meaz anezho ho-unan, e teuchont a benn-herr hag a strob var ar zoudarded ; lod a oue goal-lakeat adarre, mez kals a c’hellaz tec’het, heman he dad ganthan ouc’h he gein, hennez he c’hoar, egile eun amezek.