Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Adv. [1923, 1960, 2018] An eil egile, en ur strollad pe a strolladoù. [1923] Hogen, abaoe, ez eus bet savet gant rouanez hag uhelidi Keltia annezlec’hioù ec’honoc’h c'hoazh, da skouer ti Kotuatos an Arverniad, ennañ hanter-kant kambr a-zor-da-zor, pe hini Eposterovidos, al Lingon, ennañ pevar-ugent kambr, hep komz eus hirdi ar "biturix" Ambikatus, a-stroll ennañ kant hanter-kant a gambroù. [1960] Diouzh an noz, en un darnaouenn / Eus hor bro, e c'halv ar gaouenn / Ar baotred vat da vont a-stroll / Ouzh enebourien fall ha foll / Deuet da waskañ feuls hor feiz / Ha, ken gwazh all, da wastañ Breizh. [2007] Goude bezañ bet matezh ivez en un ti-feurm war ar maez, en ur c'hastell war ar maez, en un tiegezh devot-kenañ, e-lec'h ma veze pedenn an noz, a-stroll gant ar familh. [2018] Ma ne zeuan ket a-benn e vo ret o enkablañ a-stroll peogwir ne diskoulm all ebet. HS. a-gevret, asambles, a-strob 2. Stn. (db. an oberoù) [2015] A sell ouzh meur a zen, a vez gant meur a zen. [2015] - goulenn un ehan-labour evit kemer perzh ennañ [en darvoud], prenañ a bep seurt traoù, bezañ gouestlet amzer da labourat a-stroll, bezañ lakaet kazetennerien da zont en deiz-se... - [2015] Un emlazh a-stroll hep mar na marteze.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

Hogen, abaoe, ez eus bet savet gant rouanez hag uhelidi Keltia annezlec’hioù ec’honoc’h c'hoazh, da skouer ti Kotuatos an Arverniad, ennañ hanter-kant kambr a-zor-da-zor, pe hini Eposterovidos, al Lingon, ennañ pevar-ugent kambr, hep komz eus hirdi ar "biturix" Ambikatus, a-stroll ennañ kant hanter-kant a gambroù.

1923
Référence : SKET pp.130-131

Diouzh an noz, en un darnaouenn / Eus hor bro, e c'halv ar gaouenn / Ar baotred vat da vont a-stroll / Ouzh enebourien fall ha foll / Deuet da waskañ feuls hor feiz / Ha, ken gwazh all, da wastañ Breizh.

1960
Référence : PETO pp.57-58

Goude bezañ bet matezh ivez en un ti-feurm war ar maez, en ur c'hastell war ar maez, en un tiegezh devot-kenañ, e-lec'h ma veze pedenn an noz, a-stroll gant ar familh. Hag ouzhpenn-se e oa bet skaoutez, skaoutez Bro-C'hall.

2007
Référence : KASTE p.161

-goulenn un ehan-labour evit kemer perzh ennañ [en darvoud], prenañ a bep seurt traoù, bezañ gouestlet amzer da labourat a-stroll, bezañ lakaet kazetennerien da zont en deiz-se...-

2015
Référence : DISENT p.80

"Un emlazh a-stroll hep mar na marteze," a respontan ha kontañ a ran an traoù dezhañ dre ar munud.

2015
Référence : EHPEA p.21

Lemet eo bet diwar hor spered trec'hioù dreistordinal ijin Mab-den hag an ijin a-stroll, ar c'henskoazell [sic] e servij gwirioù an dud evit m'az afe an Istor war-raok.

2015
Référence : DISENT p.11

Ma ne zeuan ket a-benn e vo ret o enkablañ a-stroll peogwir ne diskoulm all ebet.

2018
Référence : PZORN p.361

L'Office public de la langue bretonne