Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Adv. An eil egile, en ur strollad pe a strolladoù. Labourat a-stroll. Ur stourm renet a-stroll. HS. a-gevret, a-strob. 2. Stn. (db. an oberoù) [2015] A sell ouzh meur a zen, a vez gant meur a zen. Ul labour a-stroll. [2015] Un emlazh a-stroll.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Hogen, abaoe, ez eus bet savet gant rouanez hag uhelidi Keltia annezlec’hioù ec’honoc’h c'hoazh, da skouer ti Kotuatos an Arverniad, ennañ hanter-kant kambr a-zor-da-zor, pe hini Eposterovidos, al Lingon, ennañ pevar-ugent kambr, hep komz eus hirdi ar "biturix" Ambikatus, a-stroll ennañ kant hanter-kant a gambroù.

1923
Daveenn : SKET p.130-131

Diouzh an noz, en un darnaouenn / Eus hor bro, e c'halv ar gaouenn / Ar baotred vat da vont a-stroll / Ouzh enebourien fall ha foll / Deuet da waskañ feuls hor feiz / Ha, ken gwazh all, da wastañ Breizh.

1960
Daveenn : PETO p57-58

Goude bezañ bet matezh ivez en un ti-feurm war ar maez, en ur c'hastell war ar maez, en un tiegezh devot-kenañ, e-lec'h ma veze pedenn an noz, a-stroll gant ar familh. Hag ouzhpenn-se e oa bet skaoutez, skaoutez Bro-C'hall.

2007
Daveenn : KASTE p. 161

"Un emlazh a-stroll hep mar na marteze," a respontan ha kontañ a ran an traoù dezhañ dre ar munud.

2015
Daveenn : EHPEA p21

Lemet eo bet diwar hor spered trec'hioù dreistordinal ijin Mab-den hag an ijin a-stroll, ar c'henskoazell [genskoazell] e servij gwirioù an dud evit m'az afe an Istor war-raok.

2015
Daveenn : DISENT p11

-goulenn un ehan-labour evit kemer perzh ennañ [en darvoud], prenañ a bep seurt traoù, bezañ gouestlet amzer da labourat a-stroll, bezañ lakaet kazetennerien da zont en deiz-se...-

2015
Daveenn : DISENT p80

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial