v.
I.
V.g.
1. (db. an amzer, an avel, ar mor, h.a.)
Dont da vezañ siouloc'h. Sioulaat a ra an avel. Sioulaat a ra ar mor.
2. (db. an dud)
Dont da vezañ siouloc'h.
Dre hir amzer e sioulaas ma spered hag e nijas kuit an enkrez diouzhin. Abaoe ar mintin-mañ eo sioulaet hag amenet d'an droug en heskine.
&
Lakaat ub. da sioulaat : e lakaat da zont da vezañ siouloc'h.
II.
V.k.e.
Lakaat da vezañ siouloc'h.
Evit sioulaat kounnar an neñv e reas profoù d'an ilizoù.
III.
V. k. d
Sioulaat da ub. : e lakaat da zont da vezañ siouloc'h.
Ober a ris ur brezegenn da sioulaat d'an dabuterien.
HS. habaskaat.
IV.
V. dic'hour.
Sioulaat da ub. : dont da vezañ sioul, siouloc'h.
Sioulaat a ra dezhañ.
Référence :
GON.II
pg sioulaat (je n'ai pas pu le tranquilliser, le calmer).
Sioulaet eo an avel.
Siouléed eo ann avel.
1850
Référence :
GON.II
pg sioulaat (le vent s'est calmé).
en em sioulaat
en em zioulaat
1850
Référence :
GON.II.HV
pg sioulaat (se défâcher).
sioulaat
1850
Référence :
GON.II
pg sioulaat (tranquilliser. pacifier. adoucir. calmer. se tranquilliser. s'adoucir. se calmer).
sioulaet
siouléet
1850
Référence :
GON.II
pg sioulaat (tranquilliser. pacifier. adoucir. calmer. se tranquilliser. s'adoucir. se calmer. Part.)
sioulaat
1931
Référence :
VALL
pg (s')adoucir (prop. et fig.)
Ma ne voe ket kann, eo dre c'hras an aotrou Cavalier, a zeuas da soñj dezhañ e oa alvokad, hag a reas ur brezegenn da sioulaat d'an dabuterien...
Ma ne voe ket kann, eo dre c'hras an Aotrou Cavalier, a zeuas da soñj d'ezañ e oa alvokad, hag a reas eur brezegenn da sioulaat d'an dabuterien...
1944
Référence :
EURW.1
p.98
E bro garet hon hentadoù / Brevet spontus gant bagadoù / An daou strollad o 'n em zispenn, / Grit ma teuy al lezenn gristen / Da sioulaat ar vuanegezh / Ha da lemel an druegezh, / Hag un deiz, d'Ho Pro Diamen, / D'hor c'has holl da viken... Amen !
E bro garet hon hentadou / Brevet spontus gant bagadou / An daou strollad o 'n em zispenn, / Grit ma teuy al lezenn gristen / Da sioulaat ar vuanegez / Ha da lemel an druegez, / Hag eun deiz, d'Ho Pro Diamen, / D'hor c'has holl da viken... Amen !
1960
Référence :
PETO
p83
Sioulaet an traoù e c'hellan kregiñ da glask renkañ an afer.
1985
Référence :
DGBD
p124
"Selaou, Katerina," a lavaran dezhi da sioulaat ar gaoz un tammig kent na drofe e sach-blev.
2015
Référence :
EHPEA
p65
Gwarezet o deus o zraoù, adaozet o deus o labour, dispartiet ar stourmerien ha sioulaet o fulor o kinnig un emgav dezhe.