Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. I. V.g. 1. (db. an amzer, an avel, ar mor, h.a.) Dont da vezañ siouloc'h. Sioulaat a ra an avel. Sioulaat a ra ar mor. 2. (db. an dud) Dont da vezañ siouloc'h. Dre hir amzer e sioulaas ma spered hag e nijas kuit an enkrez diouzhin. Abaoe ar mintin-mañ eo sioulaet hag amenet d'an droug en heskine. & Lakaat ub. da sioulaat : e lakaat da zont da vezañ siouloc'h. II. V.k.e. Lakaat da vezañ siouloc'h. Evit sioulaat kounnar an neñv e reas profoù d'an ilizoù. III. V. k. d Sioulaat da ub. : e lakaat da zont da vezañ siouloc'h. Ober a ris ur brezegenn da sioulaat d'an dabuterien. HS. habaskaat. IV. V. dic'hour. Sioulaat da ub. : dont da vezañ sioul, siouloc'h. Sioulaat a ra dezhañ.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

sioulaat a ra an amzer

1732
Daveenn : GReg pg calmer (le tems se calme)

sioulaat

1732
Daveenn : GReg pg calmer (parlant du gros tems)

sioulaet

1732
Daveenn : GReg pg calmer (parler du gros tems)

n'em eus ket gellet e sioulaat

1850
Daveenn : GON.II pg sioulaat

sioulaet eo an avel

1850
Daveenn : GON.II pg sioulaat

en em sioulaat

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sioulaat

sioulaat

1850
Daveenn : GON.II pg sioulaat

sioulaet

1850
Daveenn : GON.II pg sioulaat

sioulaat

1931
Daveenn : VALL pg (s')adoucir (prop. et fig.)

Ma ne voe ket kann, eo dre c'hras an aotrou Cavalier, a zeuas da soñj dezhañ e oa alvokad, hag a reas ur brezegenn da sioulaat d'an dabuterien...

1944
Daveenn : EURW.1 p.98

E bro garet hon hentadoù / Brevet spontus gant bagadoù / An daou strollad o 'n em zispenn, / Grit ma teuy al lezenn gristen / Da sioulaat ar vuanegezh / Ha da lemel an druegezh, / Hag un deiz, d'Ho Pro Diamen, / D'hor c'has holl da viken... Amen !

1960
Daveenn : PETO p83

Sioulaet an traoù e c'hellan kregiñ da glask renkañ an afer.

1985
Daveenn : DGBD p124

"Selaou, Katerina," a lavaran dezhi da sioulaat ar gaoz un tammig kent na drofe e sach-blev.

2015
Daveenn : EHPEA p65

Gwarezet o deus o zraoù, adaozet o deus o labour, dispartiet ar stourmerien ha sioulaet o fulor o kinnig un emgav dezhe.

2015
Daveenn : DISENT p78

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial