1. Azezenn hir geinek pe hep kein a c'hall meur a zen azezañ warni en ur gichen.
Ur skaon koad. Ur skaon maen. Ur skaon mezv : na chom ket kompez.
HS. bank, menk.
2. Dre ast.
Azezenn.
Ne'c'h eus skaon ebet?
3. Dre ast.
Azezenn a-dreñv ur c'harr-tan.
En un taol, o burzhud ! e kouezhas va dorn war ur bern alc’hwezioù a yoa kuzhet a-zindan ar skaon ma vez ar beleg azezet warnezhi.
Enn eun taol, o burzud ! e kouezaz va dourn var eur bern alc’houeziou a ioa kuzet a-zindan ar skaoun ma vez ar belek azezet varnezhi.
1878
Référence :
EKG.II
p.121
Anna a semplas, re a vec’h a yoa war he c’halon. Janed ar Go ha Manuel a grogas enni hag he lakeas da azezañ war ur skaoñ : teuler a raent dour dezhi ouc’h he fenn, mes kaer o doa ober, Anna ne deue ket enni he-unan.
Anna a zemplaz, re a veac’h a ioa var he c’haloun. Jannet ar Go ha Manuel a grogaz enn-hi hag he lakeaz da azeza var eur skaon : teuler a reant dour d’ezhi ouc’h he fenn, mez kaer o doa ober, Anna ne deue ket enn-hi he-unan.
1878
Référence :
EKG.II
p.76
Azezañ a raent war ar skaon uhel prenn-lufr kinklet-aour a oa e-kreiz ar c’harr.
Azeza a raent war ar skaon uhel prenn-lufr kinklet-aour a oa e-kreiz ar c’harr.
1923
Référence :
SKET
p.61
— Azezit en ho koazez, setu ur skaon.
— Azeet en hon koaze [sic, "en ho koaze"], setu eur skaon.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924) ("Azeet en ho koaze" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).
Pep hini a zigase gantañ e skaon, ha pep hini d’e dro e c’houlaouenn-rousin hag e c'horzenn lann pe geuneud.
Pep-hini a zigase gantan e skaon, ha pep-hini d’e dro e c’houlaouenn-rousin hag e horzenn lann pe geuneud.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 41, p.943 (Mae 1924)
skinvier
1931
Référence :
VALL
pg banc
skinier
1931
Référence :
VALL
pg banc
skaon
skaoñ
1931
Référence :
VALL
pg banc
skaonioù
skaoñiou
1931
Référence :
VALL
pg banc
skaon
skañv
1931
Référence :
VALL
pg banc
Evit kavout d’am goulenn ur respont dereat e vefe ret bezañ gouiziek e kement gouiziegezh, hag a-boan ma ’m eus-me uzet foñs ur bragoù war skiñvier ar skolioù.