Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Azezenn hir geinek pe hep kein a c'hall meur a zen azezañ warni en ur gichen. Ur skaon koad. Ur skaon maen. Ur skaon mezv : na chom ket kompez. HS. bank, menk. 2. Dre ast. Azezenn. Ne'c'h eus skaon ebet? 3. Dre ast. Azezenn a-dreñv ur c'harr-tan.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

skaon

1499
Daveenn : LVBCA p184

skaon

1659
Daveenn : LDJM.1 pg banc

skaon

1659
Daveenn : LDJM.1 pg scân

skaon

1732
Daveenn : GReg pg escabeau (ou escabelle)

skaoñ

1732
Daveenn : GReg pg escabeau (ou escabelle)

skanonioù

1732
Daveenn : GReg pg escabeau (ou escabelle)

skañvioù

1732
Daveenn : GReg pg escabeau (ou escabelle)

skinvier

1850
Daveenn : GON.II pg skaoñ, skañv

marc'h-skaonioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg marc'h (-skaoñ)

skaon

1850
Daveenn : GON.II pg skañv, skaoñ

skaon

1850
Daveenn : GON.II pg skañv, skaoñ

skaonioù

1850
Daveenn : GON.II pg skaoñ, skañv

Ho soudard a yoa azezet war ar skaon.

1878
Daveenn : EKG.II p.145

En un taol, o burzhud ! e kouezhas va dorn war ur bern alc’hwezioù a yoa kuzhet a-zindan ar skaon ma vez ar beleg azezet warnezhi.

1878
Daveenn : EKG.II p.121

Anna a semplas, re a vec’h a yoa war he c’halon. Janed ar Go ha Manuel a grogas enni hag he lakeas da azezañ war ur skaoñ : teuler a raent dour dezhi ouc’h he fenn, mes kaer o doa ober, Anna ne deue ket enni he-unan.

1878
Daveenn : EKG.II p.76

Azezañ a raent war ar skaon uhel prenn-lufr kinklet-aour a oa e-kreiz ar c’harr.

1923
Daveenn : SKET p.61

— Azezit en ho koazez, setu ur skaon.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924) ("Azeet en ho koaze" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Pep hini a zigase gantañ e skaon, ha pep hini d’e dro e c’houlaouenn-rousin hag e c'horzenn lann pe geuneud.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.943 (Mae 1924)

skinvier

1931
Daveenn : VALL pg banc

skinier

1931
Daveenn : VALL pg banc

skaon

1931
Daveenn : VALL pg banc

skaonioù

1931
Daveenn : VALL pg banc

skaon

1931
Daveenn : VALL pg banc

Evit kavout d’am goulenn ur respont dereat e vefe ret bezañ gouiziek e kement gouiziegezh, hag a-boan ma ’m eus-me uzet foñs ur bragoù war skiñvier ar skolioù.

1944
Daveenn : ATST p.8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial