Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Den a ya d'ur skol, a heuilh kentelioù. Skolidi ar c'hentelioù-noz o doa aozet ur pred da-geñver dibenn ar bloaz. DHS. diskibl. 2. Ent strizh Bugel zo skoliatet en ur skol-vamm pe en ur skol kentañ derez. DHS. skolajiad.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

Nann, ne oa ket brav bezañ skoliad d'ar c'houlz-se : ar vugale a sponte pa lavare o zud dezho : « Paotr bihan, ret e vo dit mont d'ar skol ».

1944
Référence : EURW.1 p22

Pell a-raok an deiz merket evit ar « rantre », e oa prez du-mañ gant an dilhad, ar c'hrezioù, al loeroù, hag an dilhad-gwele, rak ret e veze da bep familh pourveziñ ur c'holc'hed, peder liñsel, daou ballenn-wele, ur pennwele, hag ur golo-treid da bep skoliad.

1944
Référence : EURW.1 p29

Bez' e oa e Sant-Charlez daou rumm skolidi, ar re a-ziabarzh hag ar re a-ziavaez o chom e kêr.

1944
Référence : EURW.1 p53

Deut e oa an Tad-Mestr e-unan da gelenn ar skoliad.

1949
Référence : SIZH p.40

En em darlaskat a rae ar skoliad danvez-lean.

1949
Référence : SIZH p.41

Koeñvet ha diskantet e oa al liv war an nor hep sonell na morzhol. Kloc'herion a repue er gognell, hag a skrabe sklosoù ouzh ar panelloù ; bugale a zalc'he o stal war an diri ; meur a skoliad o doa amprouet o c'hontilli war ar moulurennoù.

2012
Référence : DJHMH p11

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux