Ur c'hreñvlec'h ?... Edo an Enebour e-barzh, koulskoude. Mousc'hoarzhin a rankas ar breur Arturo o soñjal e komzoù kuzulik e genskoliad.
[...] daoust ha ne vefe ket va c’heneil, va c’henskoliad Ujan ar Belleg, eskob Gwened, ginidik eus Pleraneg, mab un den a vor evel Biz Kamm ?
E porzh bihan ar skolaj e oamp, e-kichen ar chapel ; krog ’oa dija an ofis, ha klevout a raen va c’henskolidi o kanañ O Salutaris ; eus dor ar sekretiri e teue d’am bete c’hwezh an ezañs, ha santout a ran c’hoazh war va muzelloù blaz c’hwerv an delienn lore na baouezen ket da grignat en ur sellout ouzh ar paour kaezh den a droe kein din pa felle dezhañ torchañ e zaoulagad gant e gildorn.
Mots précédents
Mots suivants
kenskouer