I.
1. Organ ar c'hleved.
An neb en deus divskouarn, ra glevo. Poan 'm eus er skouarn-mañ. Boudal, boudinellañ a ra ma divskouarn.
[1499, 1659, 1732, 1850, 1944, 1949, 1954, 1985, 2015]
[1659] boudal a ra an divskouarn
[1732] torret eo va divskouarn, ha va fenn gant an traoù-se holl
[1850] Kornet o deus va diskouarn 'hed an noz.
[1867] Plijout d'an daoulagad ha d'an divskouarn e razent war un dro.
[1878] Dudiusoc’h eo da'm skouarn klevet al labous o kanañ gae war beg e skourr, eget youc'herezh paotred kêr, savet ar banne d’o fenn.
[1925] Ha kaer he deus esa tennañ eus he zivskouarn ar son villiget, he son atav e klev anezhi o kanañ : "Nan ouzoc’h ket ar galleg, kennebeut ar c’hadañs, / Nan eo ket en brezhoneg e tiskours an noblañs".
[1931] boudinellat e zivskouarn gant
[1944] « Meû-eûh ! » a reas ur vouezh c’hros e toull o divskouarn.
[1949] Kregiñ a reas egile en e vilgin, hag e sile dezhañ en e skouarn. - N'ho pefe morse soñjoù lous ?
[1954] C'hoarzh, ha skrign, ha garm, ha youc'h, ne baouezent ket gant o safar ha ken skiltr e oa o mouezh ma vouboue va divskouarn e-keit ma huchent warnomp a-heligentañ.
[1955] Ho pet ar vadelezh da lavarout, ha pa na vefe nemet daou pe dri ger, ur frazenn, da welout hag eñ e plij d’ar skouarn.
[1985] Hag ar gwez kokoz o frizañ en avel a vez bepred laouen d'ar skouarn ha d'al lagad.
&
KORF.
Skouarn diavaez, skouarn grenn, skouarn diabarzh : teir lodenn organ ar c'hleved.
&
PEMDEZ
Bezañ kaoc'h en e skouarn : bezañ mel-skouarn enni.
&
Trl.
Skouarn gaoc'h : den pounnerglev.
&
Trl. skeud.
Stankañ e zivskouarn (ouzh ub.) : nac'h klevet (ub.).
&
Ober skouarn vouzar : nac'h selaou (ub.).
[1877] O welet e rae ar skouarn vouzar, pe marteze, evit lavaret gwell, o welet e rae goap eus ar c’hentelioù a ganed dezhañ, Andre ar Pontoù, an hini a oa e penn ar chouanted er c’horn-se eus ar vro, a gemennas d’e holl dud en em gaout, un nozvezh, e koad Tonkedeg, e tu ar sav-heol, el lec’h ma’z eus ur vengleuz hag a ya don a-zindan an douar.
[2012] Hogen stag-tre e oant ouzh ar pourmenadennoù-se, a oa evito barr o sizhun ; hag evit gallout o friziañ diouzh c'hoant ha tennañ anezho o gwalc'h a zudi, n'eo ket hepken dilezel emgavioù plijadurus a raent, hogen ober skouarn vouzar ivez da c'halv an aferioù.
&
Bezañ digor e skouarn, digeriñ e zivskouarn : selaou gant aket.
[1877] E-pad m’edo ar manac’h o kontañ, an den yaouank her selaoue gant evezh, digor e skouarn ha lemm e lagad.
[1878] Azezañ a reas en hor c’hichen : pep hini ac’hanomp a droas outañ, digor hon divskouarn.
[1925] Ha Bilzig elfek, e zaoulagad hag e zivskouarn gantañ digor-frank, stignet, bantet etrezek ar Roc’h, daoust hag-eñ n’en deus ket, a-dreuz kroz ar mor, klevet du-hont…
&
Reiñ skouarn d'ub. : e selaou gant aket.
[1850] Na roit ket a skouarn d'an droukkomzoù.
[1924] Neb a sell ouzh oberoù an tri rummad-se hag a ro skouarn d’o c’homzoù, saotret e vezo ganto !
&
Distreiñ e skouarn diouzh udb. : nac'h selaou (ub.).
[1898] Pedomp, dreist-holl Santez-Anna-Wened n’he deus biskoazh distroet he skouarn diouzh pedennoù he Bretoned.
&
Trl. (db. ar c'homzoù)
Dont dre ur skouarn ha mont dre un all : bezañ disoñjet kerkent ha klevet.
2. Rann diavaez ha hewel organ ar c'hleved.
Divskouarn bras, hir. Divskouarn ur c'had. Bezañ ur bizoù aour ouzh e skouarn.
Kregiñ e skouarn ur bugel, sachañ war e skouarn : evit e gastizañ.
[1850] Ur voulienn a zo aet e skouarn va marc'h.
[1850] Ken hir eo e zivskouarn evel re un azen.
[1850] Sachit war e skouarn.
[1867] Kement penn hini er [an azen] gwele / 'Vel a-raok an diaoul a rede, / Hag o tec'het e vijed c'hoazh, / Anez e skouarn a zifoupas, / En un taol, he begig er-maez.
[1909] pa vez trouskennet divskouarn an deñved hag o genoù, ni a lavar tartous eus an dra-se
[1924] Hag e chache dezhañ war e zivskouarn.
[1944] Ober a reas an Aotrou Bouder ur sach war ma divskouarn, ha lakaat a reas war ma fenn « ar boned azen » gant gourc'hemenn din mont da zaoulinañ dirak e vurev en abardaez.
[1949] Sevel a reas ar paotr e zaoulagad, ha kejañ a reas e sell gant bizaouenn bounner he skouarn vunut, ha gant un uhel a grib olifant, o vousluc'hañ dindan rouedenn ar vantilh, en he blev du-pod.
[1955] Nann, nann ! warnañ e oa ar vrud-se adal e yaouankiz ; na petra ’ta ! hag ar moc’h bihan, hervez ma lavarer, e vez dija berr o lost ha kalz re hir o divskouarn.
&
Flip, kig, lostig ar skouarn : al lodenn draoñ anezhi.
[1931] lostig ar skouarn
[1931] flip ar skouarn
Penn ar skouarn : al lodenn grec'h anezhi.
Toull ar skouarn. Pleg ar skouarn.
Lavaret udb. e pleg ar skouarn da ub. : a vouezh izel, evit na ve ket klevet gant unan all.
[1659] komz e pleg an divskouarn.
[1923] Hag e teuas ar vran da gludañ war he skoaz ha da gomz dezhi e pleg he skouarn.
[1929] Ur vouezh skiltr evel stok daou houarn A c'harmas din e pleg va skouarn : - "Ez kavell em eus da gavet ; An tres ouzhit din zo plijet Ha dit raktal on dimezet. Ar baourentez eo va anv. War da seuliou me a gerzho, E pep lec'h betek ar marv ! -Mouezh an tonkadur-
[1944] « Kenkoulz eo deomp mont ac’han[n], » a silas Job e pleg skouarn Lom.
[1954] Gant ar stad hag al lorc'h 'oa enni, stagañ a reas evel-just da zifronkañ, ha hi da lavarout e pleg va skouarn keit ha ma poke din : "O Jarl, mar bije bet amañ ar paour kaezh Ann-Mari !"
[1960] Aotrou person, 'maon o paouez / Klevout kuzul 'tre div vaouez, / Ganto kaoz e pleg o skouarn / Eus gwidreoù kamm al louarn.
&
Astenn e skouarn, sevel e skouarn : bezañ aketus o selaou.
[1878] [...] chom a ris hep tennañ va alan, astenn a ris va skouarn da selaou ha me a glevje un dra bennak a-bell pe a-dost.
&
(en e furm daou war-lerc'h ar gm. a.)
Un divskouarn hag ur moue marc'h.
&
Trl. skeud.
Bezañ kroget ar big en e skouarn : bezañ gant ar c'hoant dimeziñ pe gant ar c'hoant kaout darempredoù rev gant ub.
[1867] « Birviken pig ebet em divskouarn ne grogo ! »
&
(db. an traoù)
Mont e skouarn ar c'had : mont da goll pe bezañ ankouaet.
Foulet ma oan gant al labour, eo aet ma merenn e skouarn ar c'had.
&
[1960] Ganeomp hor bevañs, c'hwi ' oar mat, / ' Vez don e skouarn hir ar c'had / Ha klask he zapañ ne dalv din : / Er vered yen emberr e vin.
&
Kavout un neizh logod e skouarn ar c'hazh : tra na c'hall ket bezañ.
&
(db. al loened)
Sonnañ e zivskouarn : evit klevet gwelloc'h, pa vez al loen war evezh.
Krizañ, kluchañ e zivskouarn : pa ne vez ket al loen war evezh ken.
[1732] sevel an divskouarn.
&
Trl.
DIV SKOUARN, DIVSKOUARN O-DIV : stummoù a implijer pa venner pouezañ war an daouder.
3. (en e furm unan)
Kleved.
Bezañ tanav e skouarn : klevet fraezh.
[1878] Kredit ac’hanon, ar re-se a zo tanav o skouarn, ha c’hwi hoc’h eus graet kement a drouz en ur ziskenn da Bont Eon.
[1878] Ar pezh a livirit a vezo graet, Aotrou de Kerbalaneg [sic], ha skouarn ar c’had ned eo bet james tanavoc’h eget na vezo va skouarn-me fenoz.
[1954] Siwazh, ranket am boa ober va c’hañv war ar [c'h]ensonerezh, ur gevrenn a denne kalz re d’ar jedoniezh ; tanav a-walc’h e oa va skouarn hag en em zibab a raen gant va benveg, an trombonne, met arabat e oa din strivañ da bignal uheloc’h [...].
[2015] Ha Gikas zo bet tanav e skouarn atav evit ar re-se.
&
[1960] Ra glevo ar Frañsizien, gant ur skouarn danav, / An urzhiadur aozet gant hon Dilennidi / Evit brasañ mad o c'henvroidi.
&
[1944] Kaout ur skouarn skiltr.
[1944] Rak Lom, da gentañ, en doa ur skouarn skiltroc’h eget Job, ha, goude, ne oa ket a blas da benn daou zen er prenestr.
4. A-WECHOÙ (en e furm lies)
Brenk.
Skouarnoù an dluzhed.
II.
Dre skeud.
1. (db. endalc'herioù zo)
Pep hini eus an div lodenn a gaver a bep tu d'ar podoù ha d'al lestroù hag a dalvez da gregiñ enno.
Skouarnoù ur volenn, ur skudell.
[1732] skouarnoù ur c'helorn
[1850] Skouarnoù ar pod a zo torret.
&
Dourgenn.
Kemer ur baner diwar-bouez he skouarn.
[1732] skouarn ur brazouer
2. (db. an erer)
Lodenn eus an arar a dalvez da deuler an douar a-gostez pa vez boulc'het an ant.
[1732] ar skouarn vihan
[1732] divskouarn an alazr
Ar soc'h hag he skouarnioù.
3. (db. ar botoù)
[1850] skouarn votez
[1850] skouarn heuz
III.
LOUZAWOUR.
Termen implijet da spizad en anvioù plant zo.
s.o. skouarn-an-ozhac'h-kozh
dousoc'h eo kalz ar gofesion a reer e skouarn ur beleg, eget an hini a reer dirak ar bopl
douçzoc'h eo cals ar goveçzion a rear é szcoüarn ur baeleq, eguet an hiny a rear dirac ar bopl
1732
Référence :
GReg
pg (la confession) auriculaire (est bien plus douce que la confession publique)
torret eo va divskouarn, ha va fenn gant an traoù-se holl
torret eo va divscoüarn, ha va phéñ gand an traou-ze oll
1732
Référence :
GReg
pg (j'ai les oreilles) batu(ës, & la tête étourdie de toutes ces choses)
stankañ e zivskouarn
stancqa e zivscoüarn
1732
Référence :
GReg
pg (se) boucher (les oreilles)
stoufañ e zivskouarn
stouffa e zivscoüarn
1732
Référence :
GReg
pg (se) boucher (les oreilles)
bouderezh an divskouarn
boudérez an divscoüarn
1732
Référence :
GReg
bourdonnement (s d'oreilles)
kornerezh an diskouarn
corneréh an discoharn
1732
Référence :
GReg
bourdonnement (s d'oreilles)
skouarn vras an alazr
scoüarn vras an alazr
1732
Référence :
GReg
pg charrue (le manche, ou, la grande branche de la fourche de la charruë)
divskouarn an alazr
divscoüarn an alazr
1732
Référence :
GReg
pg charrue (les deux branches, sans distinction)
sevel an divskouarn
sevel an divscoüarn
1732
Référence :
GReg
pg chauvir (dresser les oreilles, parlant des ânes, & des mulets)
savet an divskouarn
savet an divscoüarn
1732
Référence :
GReg
pg chauvir (dresser les oreilles, parlant des ânes, & des mulets)
troc'hañ an nivskouarn
trouc'ha an niouscouarn
1732
Référence :
GReg
pg essoriller (couper les oreilles)
Skouarnoù ar pod
Skouarnou ar pôd
1850
Référence :
GON.II
p.19, livre premier, "les anses du pot".
komzañ e pleg ar skouarn
komza é plég ar skouarn
1850
Référence :
GON.II
pg plék, plég (parler en confidence, en grand secret).
skouarn
skoarn
1850
Référence :
GON.II
pg skoarn (voyez "skouarn"), pg skouarn (oreille, l'organe de l'ouïe. Il se dit aussi figurément de plusieurs choses qui ont quelque ressemblance avec la figure de l'oreille. [...] "skouarn" se dit encore des deux branches de la charrue. de plus, ouïes, certaines parties de la tête des poissons, qui leur servent à la respiration. hors de Léon, "skoarn").
skouarnoù
skouarnou
1850
Référence :
GON.II
pg skouarn (Lorsque "skouarn" se dit d'une chose inanimée, telle que l'anse ou l'orillon d'un vase, etc., il a un plur. régulier, "skouarnou").
divskouarn
diskouarn
1850
Référence :
GON.II
pg skouarn skouarn (Oreille, l'organe de l'ouïe. Il se dit aussi figurément de plusieurs choses qui ont quelque ressemblance avec la figure de l'oreille. Pl. duel).
Référence :
GON.II
pg skouarn (Les oreilles me tintent).
Skouarnoù ar pod a zo torret.
Skouarnou ar pôd a zô torret.
1850
Référence :
GON.II
pg skouarn (Les anses du pot sont cassées).
ar skouarn vras
ar skouarn vrâz
1850
Référence :
GON.II
pg skouarn ("skouarn" se dit encore des deux branches de la charrue, dont la plus longue est appelée "ar skouarn vrâz", et la plus courte "ar skouarn vihan").
ar skouarn vihan
1850
Référence :
GON.II
pg skouarn ("skouarn" se dit encore des deux branches de la charrue, dont la plus longue est appelée "ar skouarn vrâz", et la plus courte "ar skouarn vihan").
skouarn heuz
skouarn-heûz
1850
Référence :
GON.II.HV
pg skouarn-heûz ou skouarn-votez (tire-botte, tissu de fil ou de soie qu'on attache aux deux côtés d'une botte pour la chausser plus aisément. tirant, cuir pour boucler des souliers, monter des bottes, etc.), stôliken-heûz, stoliken-votez
skouarn votez
skouarn-votez
1850
Référence :
GON.II.HV
pg skouarn-heûz ou skouarn-votez (tire-botte, tissu de fil ou de soie qu'on attache aux deux côtés d'une botte pour la chausser plus aisément. tirant, cuir pour boucler des souliers, monter des bottes, etc.)
Ur voulienn a zo aet e skouarn va marc'h.
Eur voulien a zô éad é skouarn va marc'h.
1850
Référence :
GON.II
pg boulien (Il est entré un taon dans l'oreille de mon cheval).
Référence :
GON.II
pg drouk-komz (N'écoutez pas les médisances).
Ken hir eo e zivskouarn evel re un azen.
Ken hîr eo hé ziskouarn ével ré eunn azen.
1850
Référence :
GON.II
pg azen (Ses oreilles sont aussi longues que celles d'un âne).
skouarn
1850
Référence :
GON.II
pg breñk, skoarn, skouarn (oreille, l'organe de l'ouïe. Il se dit aussi figurément de plusieurs choses qui ont quelque ressemblance avec la figure de l'oreille. [...] "skouarn" se dit encore des deux branches de la charrue. de plus, ouïes, certaines parties de la tête des poissons, qui leur servent à la respiration), p.19, livre premier, "oreille".
Kornet o deus va diskouarn 'hed an noz.
Korned hô deûz va diskouarn héd ann nôz.
1850
Référence :
GON.II
pg korna (Mes oreilles ont corné ou tinté toute la nuit).
« Birviken pig ebet em divskouarn ne grogo ! »
« Birviken pig e-bed em diskouarn ne grogo ! »
1867
Référence :
MGK
p64
Kement penn hini er [an azen] gwele / 'Vel a-raok an diaoul a rede, / Hag o tec'het e vijed c'hoazh, / Anez e skouarn a zifoupas, / En un taol, he begig er-maez.
Kement penn hini her [ann azen] gwele / 'Vel a-raok ann diaoul a rede, / Hag o tec'het e vijet c'hoaz, / Anez he skouarn a zifoupaz, / Enn eunn taol, he begik er meaz.
1867
Référence :
MGK
p61
Na dudius eta e vize mojennoù an aotrou Gwezbriant, ma vize bet gantañ mui a breder ! O vezañ ker brav c'hoazh da glevet en doare ma'z int, na c'hwek e vizent da lenn ! Plijout d'an daoulagad ha d'an divskouarn e razent war un dro.
Na dudiuz eta e vize mojennou ann aotrou Goesbriand, ma vize bet gant-han mui a breder ! O veza ket brao c'hoaz da glevet enn doare ma'z int, na c'houek e vizent da lenn ! Plijout d'ann daoulagad ha d'ann diouskouarn e razent war eunn dro
1867
Référence :
MGK
Rakskrid IX
Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.
Tro a glask war ann olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne voa koant a-raok, adre, a giz ebed; hag, eme z-han, bez' e ve red, da ober mad, trouc'ha diwar bep skouarn d'ezhan eur grennbennad evit staga oc'h bek he lost; he bevar droad zo pevar bost; e-berr : e voa re bez-fetiz pounner, piltosek, gourt, iskiz.
1867
Référence :
MGK
p11
E-pad m’edo ar manac’h o kontañ, an den yaouank her selaoue gant evezh, digor e skouarn ha lemm e lagad.
Epad m’edo ar manac’h o kounta, an den iaouank her selaoue gand evez, digor he skouarn ha lemm he lagad.
1877
Référence :
EKG.I.
p.56
O welet e rae ar skouarn vouzar, pe marteze, evit lavaret gwell, o welet e rae goap eus ar c’hentelioù a ganed dezhañ, Andre ar Pontoù, an hini a oa e penn ar chouanted er c’horn-se eus ar vro, a gemennas d’e holl dud en em gaout, un nozvezh, e koad Tonkedeg, e tu ar sav-heol, el lec’h ma’z eus ur vengleuz hag a ya don a-zindan an douar.
O velet e rea ar skouarn vouzar, pe marteze, evit lavaret guell, o velet e rea goab euz ar c’hentelliou a ganet d’ezhan, Andre ar Ponthou, an hini a ioa e penn ar chouanted er c’horn-ze euz ar vro, a gemennaz d’he oll-dud en em gaout, eun nosvez, e koat Tonkedek, e tu ar zao-heol, el leac’h ma’z euz eur vengleuz hag a ia doun azindan an douar.
1877
Référence :
EKG.I.
p.107
Pa en em gavis dirak Maner al Liorzhoù, e oan evel dialanet ; re a enkrez am boa, a gav din. A-raok diskenn eus ar park en hent, ec’h en em harpis ouc’h ar c’hleuz a-zindan ur skourr lann ; chom a ris hep tennañ va alan, astenn a ris va skouarn da selaou ha me a glevje un dra bennak a-bell pe a-dost.
Pa en em gaviz dirag Maner-al-Liorzou, oan evel dialanet ; re a enkrez am boa, a gaf dign. Araog diskenn euz ar park enn hent, ec’h en em harpiz ouc’h ar c’hleuz a-zindan eur skour lann ; chom a riz hep tenna va alan, astenn a riz va skouarn da zelaou ha me a glefche eun dra-bennag a bell pe a dost.
1878
Référence :
EKG.II
p.38
N’oa ket ar c’homzoù-se keloù brav d’am skouarn.
N’oa ket ar c’homzou-ze kelou brao d’am skouarn.
1878
Référence :
EKG.II
p.25
Ar pezh a livirit a vezo graet, Aotrou de Kerbalaneg [sic], ha skouarn ar c’had ned eo bet james tanavoc’h eget na vezo va skouarn-me fenoz.
Ar pez a livirit a vezo great, Aoutrou de Kerbalanek, ha skouarn ar c’had ne d’eo bet jamez tanooc’h eget na vezo va skouarn-me fenoz.
1878
Référence :
EKG.II
p.114
Azezañ a reas en hor c’hichen : pep hini ac’hanomp a droas outañ, digor hon divskouarn.
Azeza a reaz enn hor c’hichen : pep hini ac’hanomp a droaz out-han, digor hon diouskouarn.
1878
Référence :
EKG.II
p.102
Dudiusoc’h eo da'm skouarn klevet al labous o kanañ gae war beg e skourr, eget youc'herezh paotred kêr, savet ar banne d’o fenn.
Dudiusoc’h eo d’am skouarn klevet al labous o kana gae var bek he skour, eged iouc’herez paotred kear, savet ar banne d’ho fenn.
1878
Référence :
EKG.II
p.215
Kredit ac’hanon, ar re-se a zo tanav o skouarn, ha c’hwi hoc’h eus graet kement a drouz en ur ziskenn da Bont Eon.
Kredit ac’hanoun, ar re-ze a zo tano ho skouarn, ha c’houi hoc’h euz great kement a drouz en eur ziskenn da Bount-Eoun.
1878
Référence :
EKG.II
p.154-155
En un taol edon em sav ; hag evel ne ehane ket ar vouezh, ez aen goustadik war-zu enni, en ur selaou, ouc’h he heuliañ, ouc’h he c’hlask en ur blegañ va skouarn a-rez an douar, rak kaout a rae din e teue ar vouezh eus a-izel.
Enn eun taol edon em za ; hag evel ne ehane ket ar vouez, ez ean goustadig varzu enn-hi, en eur zelaou, ouc’h he heulia, ouc’h he c’hlask enn eur blega va skouarn a-rez an douar, rak kaout a rea dign e teue ar vouez euz a izel.
1878
Référence :
EKG.II
p.45-46
Bezomp ive[z] fiañs er Mestr Hollc’halloudus a zalc’h en he sav hon bro Beizh-Izel [sic], koulz hag ar bedoù diniver a ruilh dre an oabl. Pedomp, dreist-holl Santez-Anna-Wened n’he deus biskoazh distroet he skouarn diouzh pedennoù he Bretoned.
Bezomp ive fianz er Mestr Holl-c’hallouduz a zalc’h en he sav hon bro Beiz-Izel [sic], koulz hag ar bedou diniver a ruilh dre an oabl. Pedomp, dreist-holl Santez Anna Wened n’e deuz biskoaz distroet he skouarn diouz pedennou he Bretoned.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1
Dir pe houarn ? Na dir nag houarn, laosk ganin va divskouarn
Dir, pe houarn ? Na dir nag houarn. - Laosk gane va diskuarn
1909
Référence :
BROU
p. 419 (parfois, en s'amusant, un enfant prend l'oreille d'un de ses compagnon, en disant : Dir pe houarn ? Celui-ci doit répondre, Na dir, nag houarn, laosk gane ma diskuarn)
pa vez trouskennet divskouarn an deñved hag o genoù, ni a lavar tartous eus an dra-se
pa vez trouskennet diskouarn an denved hag ho ginou, ni a lavar tartouz eus an dra-ze.
1909
Référence :
BROU
p. 218
Ur vouezh pell, o tont eus ar c’hlann-Veur e-lec’h ma sav dorojoù ruz an abardaez, ha n’halle he c’hlevout nemet an den toc’hor hepken, a hiboude en e skouarn ouzh e c’hervel dre e anv.
Eur vouez-pell, o tont eus ar c’hlann-Veur e-lec’h ma sav dorojou ruz an abardaez, ha n’halle he c’hlevout nemed an den toc’hor hepken, a hiboude en e skouarn ouz e c’hervel dre e ano.
1923
Référence :
SKET
p.70
Eno e veve, war a leverer, ar roue e ziskouarn-marc'h [...].
1923
Référence :
SKET
p.15
Hinoniñ a rae an neñv ; glas e oa ar geot hag an delioù ; dindan va c’hammedoù e pep lec’h e tigore bleunioù ; war ar skourr e kane an evn, ha d’am diskouarn e voude drantik ar gwenan.
Hinoni a rae an nenv ; glas e oa ar geot hag an deliou ; dindan va c’hammedou e pep lec’h e tigore bleuniou ; war ar skourr e kane an evn, ha d’am diskouarn e voude drantik ar gwenan.
1923
Référence :
SKET
p.22
«[...]— Adaqi a lakeas he zreid war gein kromm ar vaot ; — Hag e teuas ar vran da gludañ war he skoaz ha da gomz dezhi e pleg he skouarn [12]. »
«[...]— Adaqi a lakeas he zreid war gein kroumm ar vaot ; — Hag e teuas ar vran da gluda war he skoaz ha da gomz d’ezi e pleg he skouarn [12]. »
1923
Référence :
SKET
p.34
Neb a sell ouzh oberoù an tri rummad-se hag a ro skouarn d’o c’homzoù, saotret e vezo ganto !
Neb a sell ouz oberou an tri rummad-ze hag a ro skouarn d’o c’homzou, saotret e vezo ganto !
1924
Référence :
SKET.II
p.28
Hag e chache dezhañ war e zivskouarn.
Hag e chache d’ean war e ziouskouarn.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 42, p.975 (Even 1924)
Ur c’hozhiad mentet-marzhus ez oa-eñ. Daou ilinad da vat ez oa an dremm anezhañ eus an eil skouarn d’eben, ha tri ilinad eus e elgez d’e dal.
Eur c’hoziad mentet-marzus ez oa-hen. Daou ilinad da vad ez oa an dremm anezan eus an eil skouarn d’eben, ha tri ilinad eus e elgez d’e dal (4).
1924
Référence :
SKET.II
p.40
He bizied a dremenas war e voc’h kuñv ha blouc’h evel un aval, eus e skouarn d’e elgezhig.
He bizied a dremenas war e voc’h kunv ha blouc’h evel eun aval, eus e skouarn d’e elgezig.
1924
Référence :
SKET.II
p.27
Ha kaer he deus esa tennañ eus he zivskouarn ar son villiget, he son atav e klev anezhi o kanañ : "Nan ouzoc’h ket ar galleg, kennebeut ar c’hadañs, / Nan eo ket en brezhoneg e tiskours an noblañs".
Ha kaer he deus esa tenna eus he ziouskouarn ar zon villiget, he zon atao e klev anei o kana : "Nan ouzoc’h ket ar galleg, kennebeut ar c’hadans, / Nan eo ket en brezoneg e tiskours an noblans".
1925
Référence :
BILZ2
p.162
Ha Bilzig elfek, e zaoulagad hag e zivskouarn gantañ digor-frank, stignet, bantet etrezek ar Roc’h, daoust hag-eñ n’en deus ket, a-dreuz kroz ar mor, klevet du-hont…
Ha Bilzig elfek (1), e zaoulagad hag e ziouskouarn gantan digor-frank, stignet, bantet etrezeg ar Roc’h, daoust hag-en n’an neus ket, a-dreuz kroz ar mor, klevet du-hont…
1925
Référence :
BILZ2
p.124
Ur vouezh skiltr evel stok daou houarn A c'harmas din e pleg va skouarn : - "Ez kavell em eus da gavet ; An tres ouzhit din zo plijet Ha dit raktal on dimezet. Ar baourentez eo va anv. War da seuliou me a gerzho, E pep lec'h betek ar marv ! -Mouezh an tonkadur-
Eur vouez skiltr evel stok daou houarn A c'harmas d'in e pleg va skouarn : - "Ez kavell em eus da gavet ; An tres ouzit d'in zo plijet Ha d'it raktal oun dimezet. Ar baourentez eo va anv. War da seuliou me a gerzo, E pep lec'h beteg ar maro ! -Mouez an tonkadur-
1929
Référence :
SVBV
p5
flip ar skouarn
1931
Référence :
VALL
pg bout (de l'oreille)
skouarn
1931
Référence :
VALL
pg anse (d'un pot etc)
mezeg an divskouarn
mezeg an diouskouarn
1931
Référence :
VALL
pg (médecin) auriste
boudinellat e zivskouarn gant
boudinellat e ziskouarn gant
1931
Référence :
VALL
pg bourdonner (aux oreilles)
lostig ar skouarn
1931
Référence :
VALL
pg bout (de l'oreille)
Ober a reas an Aotrou Bouder ur sach war ma divskouarn, ha lakaat a reas war ma fenn « ar boned azen » gant gourc'hemenn din mont da zaoulinañ dirak e vurev en abardaez.
Ober a reas an Aotrou Bouder eur sach war ma diouskouarn, ha lakaat a reas war ma fenn « ar boned azen » gant gourc'hemenn d'in mont da zaoulina dirak e vureo an abardaez.
1944
Référence :
EURW.1
p21
— « Meû-eûh ! » a reas ur vouezh c’hros e toull o divskouarn.
1944
Référence :
ATST
p.21
— « Kenkoulz eo deomp mont ac’han[n], » a silas Job e pleg skouarn Lom.
1944
Référence :
ATST
p.36
Rak Lom, da gentañ, en doa ur skouarn skiltroc’h eget Job, ha, goude, ne oa ket a blas da benn daou zen er prenestr.
1944
Référence :
ATST
p.62
Me a yae da-heul er studi, hag a stigne ma divskouarn, netra ne gollen eus ar gont, ma teuis evel-se da datouilhat brezhoneg gant an emwelourien.
Me a yae da heul er Studi, hag a stigne ma diouskouarn, netra ne gollen eus ar gont, ma teuis evelse da datouilhat brezoneg gant an emwelourien.
1944
Référence :
EURW.1
p18
Lod eus ma c'hendiskibien a veze sachet ken alies war o skouarn dehoù, ken na oa hanter-zistaget diouzh o fenn, ha deuet evel ul loa.
Lod eus ma c'hendiskibien a veze sachet ken alies war o skouarn dehou, ken na oa hanter-zistaget diouz o fenn, ha deut evel ul loa.
1944
Référence :
EURW.1
p22
Sevel a reas ar paotr e zaoulagad, ha kejañ a reas e sell gant bizaouenn bounner he skouarn vunut, ha gant un uhel a grib olifant, o vousluc'hañ dindan rouedenn ar vantilh, en he blev du-pod.
1949
Référence :
SIZH
p. 42-43
Kregiñ a reas egile en e vilgin, hag e sile dezhañ en e skouarn. - N'ho pefe morse soñjoù lous ?
1949
Référence :
SIZH
p.47
Dont a ra d'e skouarn, a-dreuz mogerioù fetis an iliz, diouzh ar maez, un tu bennak, e Miranda, notennoùigoù ur gaita ; (...)
1949
Référence :
SIZH
p.65
Ne zichañsas ket dimp menel bamet dirak harem Abd-el Aziz, met bez' oa en-dro dezhañ teir pe beder gaoued gant orjal arc'hant, hag enno ur bagad perokidi ha krakperokidi na baouezent ket d'en em gannañ ha da c'hagailhat [sic, c'hragailhat] ken ma tregerne hon divskouarn.
Ne zichansas ket dimp menel bamet dirak harem Abd-el Aziz, met bez' oa e-dro dezhañ teir pe beder gaoued gant orjal arc'hant, hag enno ur bagad perrokidi ha krakperrokidi na baouezent ket d'en em gannañ ha da c'hagailhat [sic] ken ma tregerne hon divskouarn.
1954
Référence :
VAZA
p.136
Daoust ha ma klaske repu en he c’hambrig, eviti da stouvañ he divskouar [sic, divskouarn] hag he fenn kuzhet ganti dindan ar pallennoù[-]gwele, bepred e stage da zifroñkal ha da grial forzh he buhez adal ma kleve an tennoù o strakal.
1954
Référence :
VAZA
p.188
Siwazh, ranket am boa ober va c’hañv war ar [c'h]ensonerezh, ur gevrenn a denne kalz re d’ar jedoniezh ; tanav a-walc’h e oa va skouarn hag en em zibab a raen gant va benveg, an trombonne, met arabat e oa din strivañ da bignal uheloc’h : Ne, sutor, ultra crepidam ! e lavared e Rom, hag e Priel : kaer az po c’hoari, gant ur sparfell biken ne ri ur goulm ! ha sed aze daou stumm disheñvel da zisklêriañ an hevelep gwirionez.
Siwazh, ranket am boa ober va c’hañv war ar gensonerezh [sic], ur gevrenn a denne kalz re d’ar jedoniezh ; tanav awalc’h e oa va skouarn hag en em zibab a raen gant va benveg, an trombonne, met arabat e oa din strivañ da bignal uheloc’h : Ne, sutor, ultra crepidam ! e lavared e Rom, hag e Priel : kaer az po c’hoari, gant ur sparfell biken ne ri ur goulm ! ha sed aze daou stumm disheñvel da ziskleriañ an hevelep gwirionez.
1954
Référence :
VAZA
p.127
Gant ar stad hag al lorc'h 'oa enni, stagañ a reas evel-just da zifronkañ, ha hi da lavarout e pleg va skouarn keit ha ma poke din : "O Jarl, mar bije bet amañ ar paour kaezh Ann-Mari !"
Gant ar stad hag al lorc'h 'oa enni, stagañ a reas evel just da zifronkañ, ha hi da lavarout e pleg va skouarn keit ha ma poke din : "O Jarl, mar bije bet amañ ar paour kaezh Ann-Mari !"
1954
Référence :
VAZA
p.62
C'hoarzh, ha skrign, ha garm, ha youc'h, ne baouezent ket gant o safar ha ken skiltr e oa o mouezh ma vouboue va divskouarn e-keit ma huchent warnomp a-heligentañ.
1954
Référence :
VAZA
p.91
Ha nad it ket d’arguziñ e troas hennezh da fallakr a-drugarez d’ar gozhni deut da beurdrenkañ e galon. Nann, nann ! warnañ e oa ar vrud-se adal e yaouankiz ; na petra ’ta ! hag ar moc’h bihan, hervez ma lavarer, e vez dija berr o lost ha kalz re hir o divskouarn.
Ha na dit ket d’arguziñ e troas hennezh da fallakr a-drugarez d’ar gozhni deut da beurdrenkañ e galon. Nann, nann ! warnañ e oa ar vrud-se adal e yaouankiz ; na petra ’ta ! hag ar moc’h bihan, hervez ma lavarer, e vez dija berr o lost ha kalz re hir o divskouarn.
1955
Référence :
VBRU
p.14
Ho pet ar vadelezh da lavarout, ha pa na vefe nemet daou pe dri ger, ur frazenn, da welout hag eñ e plij d’ar skouarn.
1955
Référence :
VBRU
p.58
En anv an Nasion a Vro-C'hall, / Unvan, dirannus ha divrall, / A-berzh ar roue Loeiz, c'hwezekvet eus an anv, / Ra glevo ar Frañsizien, gant ur skouarn danav, / An urzhiadur aozet gant hon Dilennidi / Evit brasañ mad o c'henvroidi.
En ano an Nasion a Vro-C'hall, / Unvan, dirannus ha divrall, / A-berz ar roue Loeiz, c'houezekvet eus an ano, / Ra glevo ar Frañsizien, gant eur skouarn dano, / An urziadur aozet gant hon Dilennidi / Evit brasa mad o c'henvroidi.
1960
Référence :
PETO
p15
Ganeomp hor bevañs, c'hwi ' oar mat, / ' Vez don e skouarn hir ar c'had / Ha klask he zapañ ne dalv din : / Er vered yen emberr e vin.
Ganeomp hor bevañs, c'houi ' oar mat, / ' Vez don e skouarn hir ar c'had / Ha klask he zapa ne dalv din : / Er vered yen emberr e vin.
1960
Référence :
PETO
p65
Aotrou person, 'maon o paouez / Klevout kuzul 'tre div vaouez, / Ganto kaoz e pleg o skouarn / Eus gwidreoù kamm al louarn.
Aotrou person, 'maon o paouez / Klevout kuzul 'tre diou vaouez, / Ganto kaoz e pleg o skouarn / Eus gwidreou kamm al louarn.
1960
Référence :
PETO
p29
Hogen na fiziit ket re war an ano, rak n'eo ket ret bezañ badezet evit kemer un ano hag en devo bet plijet da unan evit un abeg bennak, pe e sono brav d'an divskouarn, pe e vo bet ano un den en devo plijet.
1985
Référence :
DGBD
p174
Hag ar gwez kokoz o frizañ en avel a vez bepred laouen d'ar skouarn ha d'al lagad.
1985
Référence :
DGBD
p45
Hogen stag-tre e oant ouzh ar pourmenadennoù-se, a oa evito barr o sizhun ; hag evit gallout o friziañ diouzh c'hoant ha tennañ anezho o gwalc'h a zudi, n'eo ket hepken dilezel emgavioù plijadurus a raent, hogen ober skouarn vouzar ivez da c'halv an aferioù.
2012
Référence :
DJHMH
p10
N'eus anv ebet e vefes anvet war well paz eus re all gant un egar sevel kreñvoc'h. Ha Gikas zo bet tanav e skouarn atav evit ar re-se.