Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Gwechad skrabañ. Trouz ur skrabadenn ouzh unan eus ar prenestroù. Ar c'hi en deus graet ur skrabadenn. 2. Pezh takad kroc'hen bet gwallgaset dre skrabañ. [1954] [...] met Doue ha me a oar pet bragoù am eus difindaonet, ha gwelloc'h eo ganin tevel war ar skrapadennoù [sic], ar c'hignadennoù ha dreist-holl war an drein em daouarn. DHS. krabisadenn, kignadenn, kraf. II. A. Tabut (heuliet gant kann prl.). DHS. kavailh, sach, sach-blev. B. Gwiskad tanav-mat bet skrabet. Ne oa lakaet din nemet ur skrabadenn amanenn. HS. livadenn. C. KOZH (pa haded an ed gant an arar) Roud hir bet lezet en douar gant marr ub. erru skuizh pe preset da echuiñ e labour ha dic'houest da heuliañ al laz hag e-se. D. (db. traoù a denn d'an tresañ pe d'ar skrivañ) 1. Tra bet treset buan ha hep reiñ kalz a aket. 2. PEMDEZ Sinadur. Pep hini a laka e skrabadenn war kaieroù an iliz. Ne ouie ket lakaat e skrabadenn e traoñ un tamm paper. 3. Trl. skeud. Skrabadennoù yar : skritur diaes da lenn. Biskoazh n'eus bet gwelet skrabadennoù-yar evel ar re-mañ. Lenn a reas ma skrabadennoù-yar diwar nij. [1954] [...] kaer am eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

skrabadenn

1732
Référence : GReg pg dispute (noise à en venir un peu aux mains), égratignure (considérable)

skrabadennoù

1732
Référence : GReg pg dispute (noise à en venir un peu aux mains), égratignure (considérable)

Ur skrabadenn en deus war e fri.

1850
Référence : GON.II pg skrabaden (Il a une égratignure sur le nez).

skrabadenn

1850
Référence : GON.II pg skrabaden (Egratignure, légère blessure faite en égratignant).

skrabadennoù

1850
Référence : GON.II pg skrabaden (Egratignure, légère blessure faite en égratignant. Pl.)

Brav-bravig e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn, met daoust ha ma skrive-hi evel ur c'homis noter, c'hwitet he deus va mamm gaezh war an dra-mañ : krog on em dek vloaz ha tri-ugent war vete nebeut ha betek-hen, kaer am eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !

1954
Référence : VAZA p.13

Tapet am eus pleg koulskoude warlene e-kerzh an hañv da dennañ aleshont ar pep gwashañ, met Doue ha me a oar pet bragoù am eus difindaonet, ha gwelloc'h eo ganin tevel war ar skrapadennoù, ar c'hignadennoù ha dreist-holl war an drein em daouarn.

1954
Référence : VAZA p.11

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux