Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
3
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. Rimiañ ur c'horreenn gant udb. kalet a-benn tennañ un tammig, tammoùigoù diwarni. Skrabañ un tamm koad livet a-benn tennañ al liv. B. (db. an dud, al loened) 1. Rimiañ un tamm, ul lodenn eus e gorf gant e ivinoù, e skilfoù. Skrabañ e benn. HS. krañgnat, kravat. Dre skeud. [1924] Skrabañ e eñvor : klask kaout soñj. [1924] Un divinadell [...] Ha pep hini da glask, da skrabat e eñvor. [1878] Skrabat e benn/he fenn : soñjal, klask kompren. [1878] Diskenn a ris d’ar garidoù hep soñjal larkoc’h, mes en em gavet eno, ec’h en em lakis adarre da skrabat va fenn. 2. Krabisañ (I). 3. (db. loened zo) Rimiañ an douar gant e skilfoù. II. V.g. PEMDEZ 1. Hastañ. Da vont kuit e skraban, en aon na daolfe Paol warnon e zaou graban. 2. Mont kuit buan. Skrabañ ac'hano d'ar solier. An daou amezeg a skrabas kuit. HS. skampañ, skarañ. 3. Strivañ. Gouzout a raed e skrabe evit lonkañ ar rouantelezhioù en-dro d'e hini. III. V. em. EN EM SKRABAÑ. 1. Klask sioulaat debron dre frotañ ar c'hroc'hen. Petra en doa d'en em skrabañ e-giz-se ? HS. (en em) grañgnat, (en em) gravat. 2. Mont kuit. En em skrabañ a reas dre guzh diouzh ar skolaj.

Exemples historiques : 
25
Masquer la liste des exemples

skrapat

1499
Référence : LVBCA p185

skrapat an douar

1659
Référence : LDJM.1 pg scrapat (an douar)

skrabat an douar

1732
Référence : GReg pg gratter (parlant des poules, des chats, & des chiens)

skrabet an douar

1732
Référence : GReg pg gratter (parlant des poules, des chats, & des chiens, pp.)

skrabet eo an douar gant ar yer

1850
Référence : GON.II pg skraba

na skrabit ket ho preur

1850
Référence : GON.II pg skraba

skrabet

1850
Référence : GON.II pg skraba

skrabañ

1850
Référence : GON.II pg frota, laéra, pg skraba (Gratter, passer les ongles, les doigts, un couteau, etc. pour faire cesser une démangeaison ou pour nettoyer. Râcler. Ratisser. Egratigner. De plus, voler, dérober).

ar gal a zo gantañ, en em skrabañ a ra

1850
Référence : GON.II pg gâl

skrabat

1850
Référence : GON.II pg skraba (Gratter, passer les ongles, les doigts, un couteau, etc. pour faire cesser une démangeaison ou pour nettoyer. Râcler. Ratisser. Egratigner. De plus, voler, dérober).

O welet en ur park ur goulm all o tebriñ, an tremeniad war yun ha digor e galon a ya di da welet; e-pad ma torr e naon ez eo paket war rikl en un toullad lasoù stignet e-touez an ed : ne oa ket kre ar stignoù; rak o skrabat a-bep-eil, o c'hoari endra c'hell, gant e veg, gant e dreid ha gant e zivaskell e teu, hep re a boan, a-benn d'em ziluziañ.

1867
Référence : MGK p19

— « Mar teu mestr ar park-mañ, ha moarvat e teuio / Hiriv, / Selaouit anezhañ, ha dioc'h a lavaro, / Da vont kuit eus e neizh pep hini ra skrabo ! »

1867
Référence : MGK p52

Ar c'hwreg yaouank d'he zro, oc'h ober he diviz, / Ne lezas ket ur vlevenn wenn / E-touez ar re zu war e benn, / O-div, evel div yar, dre skrabat penn o gwaz, / A lakeas anezhañ 'vel un irvinenn noazh.

1867
Référence : MGK p63

Logodenn gêr e daou lamm-krenn / Zo en he zoull ; e-lec'h eben, / Ne c'houie eno an ardremez, / A skrab, a dro leun a enkrez.

1867
Référence : MGK p128

Un dervezh all, e-kreiz ur foar pe ur marc’had, ec’h en em gave daou zen an eil gant egile ha n’o doa ket an aer d’en em anaout tamm ebet, hag unan anezho a skrabe e benn evel un den nec’het.

1877
Référence : EKG.I. p.91

Ar c’hi a skrabe hag a razailhe gwashoc’h-gwazh : n’oad ket evit hen derc’hel, kement a gounnar a oa ennañ.

1877
Référence : EKG.I. p.139

Rak mont a raent, pep hini d’e dro, d’her c’haout, d’e gogn, d’her c’hwesa, d’hen turiañ ; hag, evel ma’z oant minoueret gant un tamm neud orjal a oa e beg o fri, e skrabent hag e ribiñsent e feskennoù dezhañ betek ar gwad.

1877
Référence : EKG.I. p.125

En em chalañ a raent an eil hag egile en ur skrabat o fenn ; ne ouient petra da ober pa lavaras unan anezho, evit disammañ, me 'gred, kalon e gamaraded : — Hon dever hon eus graet [...].

1877
Référence : EKG.I. p.122

— Da vihanañ, Per, emeve, amañ ne dapimb ket a c’hwen. — Nann, mes moui, pe gelien-[m]orz, diwar ar c’hezeg, ne lavaran ket avat. — Ne pezo nemet skrabat un tamm hag e nijint kuit.

1877
Référence : EKG.I. p.72-73

Diskenn a ris d’ar garidoù hep soñjal larkoc’h, mes en em gavet eno, ec’h en em lakais adarre da skrabat va fenn.

1878
Référence : EKG.II p.132

— Un divinadell : Divin dit an divinadell : Kamm, jilgamm, da belec’h ’c’h ez-te ?… / Reor touzet forzh ’zo dit-te, / Pa n’on ket eus da di-te. Ha pep hini da glask, da skrabat e eñvor. Bilzig a grafe e benn. Jarlig kozh a c’hwezhas dezhañ : — Ar prad ar reor touzet, ar wazh ar jilgamm.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.946 (Mae 1924)

Skrab gant un dornad traezh da gorf ha da izili.

1924
Référence : SKET.II p.26

Gouronkediñ a rae er mor d’an noz ha d’an darzhenn-veure, o walc’hiñ e vlev ha skrabañ gant traezh ha graean e gerc’henn hag e izili.

1924
Référence : SKET.II p.18

Koeñvet ha diskantet e oa al liv war an nor hep sonell na morzhol. Kloc'herion a repue er gognell, hag a skrabe sklosoù ouzh ar panelloù.

2012
Référence : DJHMH p11

En Alamagn ar Reter, ma faotr, ma skrabes da fri gant da zorn dehou e vezes fuzuilhet evel gwazour kuzh an Amerikaned.

2015
Référence : EHPEA p177

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux