I.
1. Gwechad skrabañ.
Trouz ur skrabadenn ouzh unan eus ar prenestroù. Ar c'hi en deus graet ur skrabadenn.
2. Pezh takad kroc'hen bet gwallgaset dre skrabañ.
[1954] [...] met Doue ha me a oar pet bragoù am eus difindaonet, ha gwelloc'h eo ganin tevel war ar skrapadennoù [sic], ar c'hignadennoù ha dreist-holl war an drein em daouarn.
DHS. krabisadenn, kignadenn, kraf.
II.
A. Tabut (heuliet gant kann prl.).
DHS. kavailh, sach, sach-blev.
B. Gwiskad tanav-mat bet skrabet.
Ne oa lakaet din nemet ur skrabadenn amanenn.
HS. livadenn.
C. KOZH (pa haded an ed gant an arar)
Roud hir bet lezet en douar gant marr ub. erru skuizh pe preset da echuiñ e labour ha dic'houest da heuliañ al laz hag e-se.
D. (db. traoù a denn d'an tresañ pe d'ar skrivañ)
1. Tra bet treset buan ha hep reiñ kalz a aket.
2. PEMDEZ
Sinadur.
Pep hini a laka e skrabadenn war kaieroù an iliz. Ne ouie ket lakaat e skrabadenn e traoñ un tamm paper.
3. Trl. skeud.
Skrabadennoù yar : skritur diaes da lenn.
Biskoazh n'eus bet gwelet skrabadennoù-yar evel ar re-mañ. Lenn a reas ma skrabadennoù-yar diwar nij.
[1954] [...] kaer am eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !
Brav-bravig e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn, met daoust ha ma skrive-hi evel ur c'homis noter, c'hwitet he deus va mamm gaezh war an dra-mañ : krog on em dek vloaz ha tri-ugent war vete nebeut ha betek-hen, kaer am eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !
1954
Daveenn :
VAZA
p.13
Tapet am eus pleg koulskoude warlene e-kerzh an hañv da dennañ aleshont ar pep gwashañ, met Doue ha me a oar pet bragoù am eus difindaonet, ha gwelloc'h eo ganin tevel war ar skrapadennoù, ar c'hignadennoù ha dreist-holl war an drein em daouarn.
Tapet am eus pleg koulskoude warlene e-kerz an hañv da dennañ alesont ar pep gwashañ, met Doue ha me a oar pet bragoù am eus difindaonet, ha gwelloc'h eo ganin tevel war ar skrapadennoù, ar c'hignadennoù ha dreist-holl war an drein em daouarn.