Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. H.b. 1. Meuz, anezhañ un dourenn zo bet poazhet bouedoù liesseurt (kig pe legumaj prl.) troc'het munut pe valet alies enni. Debriñ soubenn. Ober soubenn. Re zruz eo ar soubenn. • Soubenn beleg : soubenn druz, gant kalz a draoù enni. Soubenn danav, soubenn evañ, soubenn sklaer, soubenn vijil : bouilhoñs. & PEMDEZ Soubenn ar pouezioù horolaj : sklaer-tre, hep netra enni. 2. (dirak ur spizer) Soubenn (al) laezh: graet gant laezh. & Soubenn an anduilhenn. Soubenn gig, soubenn ar c'hig (fresk) : dour bet kig ha legumaj o poazhañ ennañ. Soubenn ar c'hig-moc'h, soubenn al lard, soubenn ar pesked, soubenn besk. Soubenn ar c'haol, soubenn ar piz, soubenn ar c'hrampouezh, soubenn gig-sall, soubenn al legumaj, soubenn ar bara. Soubenn an ognon, soubenn (ar) rouz : zo aet ognon rouzet d'he ober. & Soubenn gafe : bolennad kafe, dre laezh alies, a lakaer bara pe grampouezh ennañ hag a zebrer da lein, da verenn-vihan pe da goan. Soubenn mañsoner : soubenn fetis-kenañ. Soubenn chas : soubenn vara a servijer d'ar chas. 3. Dre skeud. Soubenn chas : barrad kazarc'h. & Soubenn ar c'hi : soubenn fall-put. 4. Bouilhoñs a c'haller tevaat gant bara, krampouezh pe toazennoù. Ur banne soubenn. & Trl. Soubenn an tri zra(ig), dour, holen ha baraig : soubenn danav, hep kig enni. Ar beorien a rae soubenn an tri zra. 5. Trl. skeud. Lakaat tan dindan ar soubenn : bevañ an tiegezh. & Debriñ e gig a-raok e soubenn : ober an traoù e gin. & Sac'h soubenn : den a zebr kalz (a soubenn pe a draoù all). & Trenket eo ar soubenn (etrezo) : n'en em glevont ket ken. II. B. 1. Pladad soubenn. Debrit ho soubennoù, bugale ! 2. PEMDEZ, dre skeud. Abadenn ziaes. Amañ ez eus ur gwall soubenn da gaout ! & Trl. Kaout a bep seurt soubenn : kaout reuziadoù, trubuilhoù. An dud o devez a bep seurt soubenn. Ya, tavit, met me 'm eus bet a bep seurt soubenn em buhez, ha c'hwerv, ha trenk ! & Tapout soubennoù : rankout ober traoù tenn, displijus.

Exemples historiques : 
49
Masquer la liste des exemples

soubenn

1499
Référence : LVBCA p186 (souppe en pot)

soubenn

1659
Référence : LDJM.1 pg brouet, Potage, soupe

soubenn jaodell

1659
Référence : LDJM.1 pg (souben) iaudel

soubenn sklaer

1732
Référence : GReg pg boüillon (potage clair)

kigoùigoù dilikat da lakaat e pastezioù, e soubennoù, e meuzioù

1732
Référence : GReg pg beatilles

un asiedad soubenn

1732
Référence : GReg pg assietté

Leun eo ar soubenn-mañ eus a zruzoni.

1732
Référence : GReg pg graisse (Cette soupe, ce potage est couvert de graisse.)

digasit soubenn sklaer amañ

1732
Référence : GReg pg (apportez-ici du) boüillon

dizruzit ar soubenn

1850
Référence : GON.II pg dizruza

Astommit ar soubenn.

1850
Référence : GON.II pg astomma (Réchauffez la soupe).

Ur vlevenn am eus kavet em soubenn.

1850
Référence : GON.II pg bléô (J'ai trouvé un cheveu dans ma soupe).

Lakait un tamm bloneg er soubenn.

1850
Référence : GON.II pg blonek (Mettez un morceau de sain-doux dans la soupe).

soubenn

1850
Référence : GON.II pg kéfalen, souben

Dieonennet hoc'h eus-hu ar soubenn ?

1850
Référence : GON.II pg dioni ou dionenni (Avez-vous écumé la soupe ?)

diskit ar soubenn hag ar c'hig

1850
Référence : GON.II pg diski

gant kig disall eo bet graet ar soubenn

1850
Référence : GON.II pg dizall, dizhal

re zruz eo ar soubenn

1850
Référence : GON.II pg drûz

na zruzot ket ho soubenn gant an tammig kig-se

1850
Référence : GON.II pg druza

goloet eo ar soubenn a zruzoni

1850
Référence : GON.II pg druzôni

Tennit an eon diwar ar soubenn.

1850
Référence : GON.II pg éon, eonen (Ôtez l'écume de la soupe).

soubenn ar jaodell

1850
Référence : GON.II pg jaodel, chaodel

grit din soubenn al laezh ha vioù e-barzh

1850
Référence : GON.II pg souben

Ur paotrig, o tremen, o c'hutuilh hag o c'has / O-div gantañ d'ar gêr, o lavaret d'e vamm : / — « Mamm, sad aze louzoù a ve mat, gant amann, / Da lakaat er soubenn. »

1867
Référence : MGK p71

Ac’hanta, eme Jañ-Mari, en ur reiñ deomp pep a skudellad soubenn, ankounac’haet hoc’h eus dibriñ boued, abaoe ma’z oc’h bet o lojañ e-touez ar c’holo ?

1877
Référence : EKG.I. p.81

E-pad m’edo Job Karo [o] kontañ an traoù doanius-se, Klaodina an Hir, e c’hwreg, he doa aozet ur banne soubenn ar jaodell.

1877
Référence : EKG.I. p.46

Dec’h da noz n’oa nemet ur c’hozh banne soubenn hag un tamm bara sec’h, hag er mintin-mañ, er gamprig vihan-mañ, war an daol, ez eus ur banne soubenn ar c’hik eus ar re wellañ, kig poazhet en dour, kig poazhet en amann, sistr ha gwin da evañ kement ha ma karer.

1877
Référence : EKG.I. p.80-81

Neuze, war-bouez digoaveniñ, meur a wech, ar soubenn a deu er-maez, na chom e-barzh ar pod nemet houarn mat.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

soubenn jaodell

1909
Référence : BROU p. 389 (panade. Avec soubenn on n'emploie jamais l'article)

soubenn bez, soubenn fav, soubenn gaol

1909
Référence : BROU p. 390 (Avec soubenn on n'emploie jamais l'article)

soubenn an tri zraig : dour ha hoalen ha baraig

1909
Référence : BROU p. 390

E Breizh-Izel, e vezer mat evit ar paour, hag e pep ti e vo evitañ un tamm bara, un tamm kig, alies ur skudellad soubenn.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Bleud he devoa en he arc’h, evit lakaat toaz e go ; bara a vo ha krampouezh, ha pastelloù kig a oa a-zistribilh eus an treust, evit ober soubenn.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

A-raok kuitaat an ti, Izabel a roe d’ar vugale pep a skudellad vat a soubenn al lard, trawalc’h evit mont betek kreistez, da Gatellig e roe da zenañ.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.841 (Miz C'hwevrer 1924)

Pep a skudellad soubenn al laezh o deus debret.

1925
Référence : BILZ2 p.123

Ar paourkaezh loen a ouie diskouez anaoudegezh-vat d'ar re a roe dezhañ tammoù askorn [sic], skolpennadoù minvig soubet el lipig, buzhug kleuz fritet mesk-ha-mesk gant aouravaloù-karantez, farz, bannac'hoù soubenn leun a lagadennoù rous.

1929
Référence : SVBV p6

Sell Goulc'hen ! emeve d'ur c'henvroad, azezet ez eeun din, sell 'ta ! emaomp en em gavet damdost da Vassalia (Marseille), rak santout a ran c'hwezh ar c'hignen gant tud ar vro-mañ ! Ha te, kenveajour, c'hwezh peseurt a santez ?... – C'hwezh an ognon emezañ din ! – Ma, tanav eo da fri, keneil, rak skoet-mat ec'h eus, m'el lavar dit ! pa'z eo gwir Kreisteiziz n'o deus da lonkañ nemet soubenn an ognon bep pred : soubenn an ognon, kignen hag olivez mesk-ha-mesk, d'o lein, d'o merenn, d'o merenn-enderv, d'o c'hoan ha d'o askoan !

1929
Référence : SVBV p9

soubenn sklaer

1931
Référence : VALL pg bouillon (potage)

soubenn vijel

1931
Référence : VALL pg bouillon (maigre)

soubenn ar c'hig

1931
Référence : VALL pg bouillon (gras)

soubenn evañ

1931
Référence : VALL pg bouillon (potage)

Glaoda Jaffennou, tañvaet gantañ soubenn an arme, a lakaas en e benn mont da archer.

1944
Référence : EURW.1 p11

Ar fest-noz a oa c'hoazh goude, ha goude hanternoz, ar "Soubenn-Laezh". An daou bried, aet en o gwele, a rank dre vrav pe dre heg degemer un nebeut mignoned a zeu da ginnig dezho ur skudellad-laezh, a zo tremenet un neudenn en tammoù bara anezhi.

1944
Référence : EURW.1 p.168-169

Pep hini a yae d'e dro da gerc'hat ar soubenn d'ar c'heginoù.

1944
Référence : EURW.1 p.195

Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos.

1944
Référence : ATST p.27

An diaoul kentañ. — « Ha morse ne veze leuniet dezhañ e bod. » An eil diaoul. — « Pe, pa veze leun ar pod, e veze goular ar soubenn. » An diaoul kentañ. — « Pe ur bern holen enni gant aon aozañ dezhañ ur wech bennak ur banne soubenn vat. »

1944
Référence : ATST p.58

Anastazi a oa dousoc'h he c'halon : – « Deuit amañ ouzh taol, bugaligoù keizh, emezi, da zebriñ ur bannac'h soubenn, hag un tamm kig-sall ».

1944
Référence : EURW.1 p38

Chom a sav dek munut dre bep eurvezh kerzhout ; da zek eur, an arsav brasañ, c’hwezhañ tan ; aozañ soubenn ; lakaat eur c’horniad butun gros ; mont adarre betek an enderv ; digouezhout en ur bourk pe en ur gêrig vihan ; klask ur c’hrignol gant e-leizh a blouz pe foenn ; kaout arc’hant a-walc’h da foetañ oc’h ober tro an ostalerioù, ha mont da gousket hep soñjal da netra, marv gant ar skuizhder ; adsevel da veure, ha mont adarre a-raok ; setu penaos e tremenis an tri devez « manoeuvre » da stlepel er mor an alouberien a oa sañset bezañ douaret e Pontrev.

1944
Référence : EURW.1 p.199

Me 'zo ahont o chom e Maner-ar-Glesker, me lavaro d'am gwreg aozañ deoc'h pep a vannac'h soubenn ha pep a wele, ha warc'hoazh ec'h eot kuit adarre ».

1944
Référence : EURW.1 p36

Ar rener a oa eta ar pezh a lavared ur "marc'hadour soubenn" ha netra muioc'h.

1985
Référence : DGBD p5

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux