soubenn
Sell Goulc'hen ! emeve d'ur c'henvroad, azezet ez eeun din, sell 'ta ! emaomp en em gavet damdost da Vassalia (Marseille), rak santout a ran c'hwezh ar c'hignen gant tud ar vro-mañ ! Ha te, kenveajour, c'hwezh peseurt a santez ?... – C'hwezh an ognon emezañ din ! – Ma, tanav eo da fri, keneil, rak skoet-mat ec'h eus, m'el lavar dit ! pa'z eo gwir Kreisteiziz n'o deus da lonkañ nemet soubenn an ognon bep pred : soubenn an ognon, kignen hag olivez mesk-ha-mesk, d'o lein, d'o merenn, d'o merenn-enderv, d'o c'hoan ha d'o askoan !
soubenn vijel
soubenn ar c'hig
Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos.
An diaoul kentañ. — « Ha morse ne veze leuniet dezhañ e bod. » An eil diaoul. — « Pe, pa veze leun ar pod, e veze goular ar soubenn. » An diaoul kentañ. — « Pe ur bern holen enni gant aon aozañ dezhañ ur wech bennak ur banne soubenn vat. »
Chom a sav dek munut dre bep eurvezh kerzhout ; da zek eur, an arsav brasañ, c’hwezhañ tan ; aozañ soubenn ; lakaat eur c’horniad butun gros ; mont adarre betek an enderv ; digouezhout en ur bourk pe en ur gêrig vihan ; klask ur c’hrignol gant e-leizh a blouz pe foenn ; kaout arc’hant a-walc’h da foetañ oc’h ober tro an ostalerioù, ha mont da gousket hep soñjal da netra, marv gant ar skuizhder ; adsevel da veure, ha mont adarre a-raok ; setu penaos e tremenis an tri devez « manoeuvre » da stlepel er mor an alouberien a oa sañset bezañ douaret e Pontrev.
Ar rener a oa eta ar pezh a lavared ur "marc'hadour soubenn" ha netra muioc'h.
Tremenet eo da vat ar mare ma ouie an tad-kozh Mazhev, e yaouankiz e dri-ugent vloaz, loc'hañ da c'houloù-deiz diouzh kêr, da vont da gaout lein e ti e verc'h yaouankañ ha karetañ, dimezet gant un noter seizh lev ac'hann, ober ur frapad kaoz ganti ha distreiñ da noz, war e bouezig ha war e droad, e-koulz evit ar banne soubenn er gêr.