Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
2
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Traezenn, anezhi skeudenn un den gwisket gant truilhoù, a lakaer er parkeier pe el liorzhoù evit spontañ al laboused. Ur spontailh brini. [1954] Da gentañ-holl, e felle din bezañ gwisket evel an dud, ha n’eo ket e-giz ur spontailh tapet gantañ dilhad da Sul perc’henn ar park, ha dre se n’am boa ket da fiziout an dro-mañ war vreudeur ar C’hourtez hag o boutonoù cherompi. 2. Dre heveleb. Den treuzwisket pe gwisket fall. 3. Dre skeud. Spes. Na grediñ er spontailhoù. HS. skeud, tasmant, teuz. & Den a spont ar re all. Ur spontailh eus ar re washañ. [1878] Edo en Oriant o c’hedal ul lestr da vont en hent, pa deuas ar marv da Robespierre, spontailh an dud vat. HS. sponter.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

spontailhoù kanabeg

1732
Référence : GReg pg (epouventail de) cheneviere

spontailh kanabeg

1732
Référence : GReg pg (epouventail de) cheneviere

spontailh

1732
Référence : GReg pg épouvantail (figure d'homme pour épouvanter les oiseaux)

spontailhoù

1732
Référence : GReg pg épouvantail (figure d'homme pour épouvanter les oiseaux)

skontailh, skontailhoù

1732
Référence : GReg pg épouvantail (figure d'homme pour épouvanter les oiseaux)

spontailh

1850
Référence : GON.II.HV pg spouñtal (épouvantail, haillon suspendu pour épouvanter les oiseaux).

Likit ur spontailh er ganabeg.

1850
Référence : GON.II.HV pg spouñtal (mettez un épouvantail dans la chenevière).

spontailhoù

1850
Référence : GON.II.HV pg spouñtal (épouvantail, haillon suspendu pour épouvanter les oiseaux. Pl.)

N'eo ket un ene eus ar Purgator eo hemañ, emezañ ; hemañ a zo un teuz pe ur spontailh bennak, deuet da esa va sammañ gantañ.

1877
Référence : EKG.I. p.132

Edo en Oriant o c’hedal ul lestr da vont en hent, pa deuas ar marv da Robespierre, spontailh an dud vat.

1878
Référence : EKG.II p.227

— An neb a zo eeun e goustiañs, ne dle kaout aon nemet rak Doue. — Ho Toue ! ho Toue ! Ni ne gredomp ken er spontailhoù diskiant-se.

1878
Référence : EKG.II p.64

« Kemer da chapeled ha lavar anezhañ. An diaoul ha kement spontailh noz a dec'ho ha te 'gousko »

1944
Référence : EURW.1 p33

Da gentañ-holl, e felle din bezañ gwisket evel an dud, ha n’eo ket e-giz ur spontailh tapet gantañ dilhad da Sul perc’henn ar park, ha dre se n’am boa ket da fiziout an dro-mañ war vreudeur ar C’hourtez hag o boutonoù cherompi.

1955
Référence : VBRU p.3-4

L'Office public de la langue bretonne