1. Traezenn, anezhi skeudenn un den gwisket gant truilhoù, a lakaer er parkeier pe el liorzhoù evit spontañ al laboused.
Ur spontailh brini.
[1954] Da gentañ-holl, e felle din bezañ gwisket evel an dud, ha n’eo ket e-giz ur spontailh tapet gantañ dilhad da Sul perc’henn ar park, ha dre se n’am boa ket da fiziout an dro-mañ war vreudeur ar C’hourtez hag o boutonoù cherompi.
2. Dre heveleb.
Den treuzwisket pe gwisket fall.
3. Dre skeud.
Spes.
Na grediñ er spontailhoù.
HS. skeud, tasmant, teuz.
&
Den a spont ar re all.
Ur spontailh eus ar re washañ.
[1878] Edo en Oriant o c’hedal ul lestr da vont en hent, pa deuas ar marv da Robespierre, spontailh an dud vat.
HS. sponter.
Daveenn :
GReg
pg épouvantail (figure d'homme pour épouvanter les oiseaux)
spontailhoù
spountailhou
1732
Daveenn :
GReg
pg épouvantail (figure d'homme pour épouvanter les oiseaux)
skontailh,skontailhoù
sqontailh, sqontailhëu
1732
Daveenn :
GReg
pg épouvantail (figure d'homme pour épouvanter les oiseaux)
spontailh
spouñtal
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg spouñtal (épouvantail, haillon suspendu pour épouvanter les oiseaux).
Likit ur spontailh er ganabeg.
Likit eur spouñtal er ganabek.
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg spouñtal (mettez un épouvantail dans la chenevière).
spontailhoù
spouñtalou
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg spouñtal (épouvantail, haillon suspendu pour épouvanter les oiseaux. Pl.)
N'eo ket un ene eus ar Purgator eo hemañ, emezañ ; hemañ a zo un teuz pe ur spontailh bennak, deuet da esa va sammañ gantañ.
Ne ket eun ene euz ar Purgator eo heman, emezhan ; heman a zo eun teuz pe eur spountail bennag, deuet da esa va zamma ganthan.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.132
Edo en Oriant o c’hedal ul lestr da vont en hent, pa deuas ar marv da Robespierre, spontailh an dud vat.
Edo enn Oriant o c’hedal eul lestr da vont enn hent, pa deuaz ar maro da Robespierre, spountaill an dud vad.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.227
— An neb a zo eeun e goustiañs, ne dle kaout aon nemet rak Doue. — Ho Toue ! ho Toue ! Ni ne gredomp ken er spontailhoù diskiant-se.
— An nep a zo eeun he goustianz, ne dle kaout aoun nemed rag Doue. — Ho Toue ! ho Toue ! Ni ne gredomp ken er spountaillou diskiant-se.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.64
« Kemer da chapeled ha lavar anezhañ. An diaoul ha kement spontailh noz a dec'ho ha te 'gousko »
« Kemer da chapeled, ha lavar anezañ. An diaoul ha kement spontailh noz a dec'ho, ha te 'gousko »
1944
Daveenn :
EURW.1
p33
Da gentañ-holl, e felle din bezañ gwisket evel an dud, ha n’eo ket e-giz ur spontailh tapet gantañ dilhad da Sul perc’henn ar park, ha dre se n’am boa ket da fiziout an dro-mañ war vreudeur ar C’hourtez hag o boutonoù cherompi.
Da gentañ holl, e felle din bezañ gwisket evel an dud, ha n’eo ket e-giz ur spontailh tapet gantañ dilhad da sul perc’henn ar park, ha dre se n’am boa ket da fiziout an dro-mañ war vreudeur ar C’hourtez hag o boutonoù cherompi.