Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Pezh ul lestr a vez roget ar mor gantañ. Staon ur c'hanod, ur vag. Aet eo ar staon a-benn d'ar c'hae. 2. Dre ast. Lodenn a-raok ul lestr. En e sav emañ ar c'habiten war ar staon. HS. araog, diaraog. ES. aros.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

staon

1850
Référence : GON.II pg staoñ (étrave, pièce de bois courbante qui forme la proue d'un vaisseau).

staonioù

1850
Référence : GON.II pg staoñ (étrave, pièce de bois courbante qui forme la proue d'un vaisseau. Pl.)

staon

1909
Référence : BROU p. 423 (étrave)

Lerc’h-ouzh-lerc’h o doa o zri lestr roget gant o staon ruz tonnoù tri mor : Vergivion, mor-meur taer ar C’huzh-heol a beurvevenn ar bed, Ikton, ar mor eonus etre enez Albio ha Galia, Vebrulindon, ar mor goularzus, a zirann bro ar Goularz diouzh enez Albio (1).

1923
Référence : SKET p.98

"staon" gg.

1924
Référence : SKET.II p.141 « Geriadurig », "Etrave, proue".

Mar braouac’hez rak ar mor, rak ar c’hoummoù o hejañ e c’horre, rak ar morviled oc’h euzhiñ e islonkoù, kae da-unan en ur vagig en donvor pell diouzh pep douar, ha rog an donn gant staoñ da gokedig, ken n’en devezo an tozelladur trec’het ennout war an aon.

1924
Référence : SKET.II p.32

En amheol glas a oa en em ledet war ar mor, m’edo gantañ evel mantellet a gañv, e verzas Vindosêtlos, dirak staon e vag, dour ar ganol du da welout e-kreiz an tachadoù eon. An donded eo hel lakae da vezañ du.

1924
Référence : SKET.II p.43

Da serr-noz, ne oamp ket c’hoazh a-wel d’ar gêr Orleans-Nevez pa freuzas ar C’hleber ul lestr-karg bras tanfoeltret ouzh e staoñ gant red an dour, ken feuls ha ma vez eno, ha setu troc’het ganimp ar vag en daou damm, ken prim, ken ouesk, ha ma vije bet ur c’houign amann pe ur vlonegenn.

1954
Référence : VAZA p.101

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux