I.
H.g.
A.
1. Fiñv naturel un dolzennad aer o tilec'hiañ hervez un durc'hadur resis.
Ur banne, ur barr, un dakenn, ur fourrad,ur gaouad, ur guchenn, ul lomm, ur mouch, ur strilh, un taol, un tarzh avel. Ur mouch avel flour. Bep ar mare e vez kuchennoù avel. Ur barr avel eus ar gwashañ.
&
(alies gant ur v. en e st. nac'h)
Ne c'hwezh mouch avel ebet. Ne ra takenn avel, lomm avel ebet. • C'hwezhañ, c'hwibanat, c'hwistañ, c'hwitellat, gwic'hal, hudal, soroc'hal, yudal a ra an avel. Avel o sailhat hag o troidellat. Avel a ra. Sevel a ra an avel : kregiñ a ra da c'hwezhañ. Stummañ a ra (an amzer) d'an avel : avel a vo. • Tavet eo an avel, torret eo (war) an avel : n'eus ket avel ken. Troet eo an avel : cheñchet eo e roud. • Avel zo (ganti). Diougan, feson, seblant avel zo. • Devezhioù avel. Bountadenn c'hwezh, yuderezh an avel. • Bezañ kaset-digaset, taolet-distaolet gant an avel. Gwez kostezet gant an avel, diskaret gant ur barr avel.
&
Trl. skeud.
Mont, nijal gant an avel : mont kuit, steuziañ.
Aet eo e sebezenn hag e aon gant an avel. Diwall, goudoriñ, gwaskediñ udb. (di)ouzh an avel. Un ti goudoret diouzh an avel.
&
(db. an traoù)
Bezañ a-youl avel : dispak d'an avelioù.
• Pelec'h, penaos emañ an avel ? Eus pelec'h e teu an avel ? • Roud, toull an avel : tu ma teu an avel d'ul lec'h bnk. E pe roud emañ an avel ? An avel ne dec'h ket eus ar roud-mañ : c'hwezhañ a ra atav diouzh an hevelep tu.
HS. roud-avel.
2. (impl. dirak un ag.)
Avel but, c'hwerv, dreut, griz, lemm, rip, sklas, vinimus : yen, a grog en den, a sklas an izili. An avel viz a vez alies avel dreut.
&
Avel yud : a yud.
3. (impl. dirak un ag. a denn d'ar wrez, d'ar yenijenn)
Avel c'hor, domm, fresk, glouar, skaot, skarnil, suilh, yen.
4. (impl. dirak un ag. a dalvez da verkañ an nerzh)
Avel blaen : a c'hwezh ingal. Avel laosk, skañv : dinerzh.
&
HINOUR.
Avel bounner, dichadennet, feuls, foll, reut, spontus, vras : kreñv-tre.
&
Avel vat, yac'h, greñv : a glot gant an niverennoù 4, 5, 6 war skeuliad Beaufort.
&
Gwall avel : a glot gant an niverenn 7 war skeuliad Beaufort.
&
Avel diroll : a glot gant an niverenn 12 war skeuliad Beaufort.
5. (impl. dirak un ak. a verk un tuadur, un doare)
Avel c'hlav : a ziougan ar glav.
&
Avel reizh : a c'hwezh eus un tu hepken.
6. MERDEAD. (impl. dirak un ak. pe un ag. a dalvez da verkañ ar roud-avel)
Trl. skeud.
An avel norzh, serzh, sterenn, uhel : a zeu eus an norzh.
&
Bezañ skragn evel an avel norzh : bezañ pizh-tre. • An avel viz, reter, c'hevred, su, vervent, gornôg, walarn: a zeu eus ar biz, ar reter, ar gevred, ar su, ar mervent, ar c'homôg, ar gwalarn. Emañ an avel en e walarn, en e viz. Dont a ra an avel d'e gornôg. Aet eo an avel d'e walarn. An avel zo reter hiziv.
&
Avel c'houziz*.
Avel lein, uhel : a zeu eus ar reter, ar biz, pe an norzh.
&
Avel draoñ, izel : a zeu eus ar su, ar mervent pe ar c'hornôg. Avel zouar : a zen eus an douar, avel viz ha reter.
&
Avel vor : a zen eus ar mor.
Ar gwez-mañ zo bet devet gant an avel vor.
&
Avel vaez : a zen eus ar c'heinvor.
7. (impl. gant un adv., un ag. pe un ak. da verkañ an tu ma sko an avel ouzh ub., udb.)
Avel a-benn, enep, penn, stourm : zo e durc'hadur enep ouzh hini ub., udb.
Kerzhet, mont, roeñvat a-benn d'an avel. An avel a-benn a oa kreñv hag ar vagig a oa hejet gant ar c'hoummoù. An avel a zeue a-benn dezho e doare ma ne voe ket klevet o c'hwezh gant ar chas.
&
Avel a-dreñv, a-du, a-gein, vat : a c'hwezh a-du gant ub., udb.
Ar vag a rede war ar mor, he gouelioù digor-bras, an avel a-du ganti. Bezañ lusket gant an avel vat.
&
Avel dreuz, gostez, a-dreuz, a-gorn : a zen eus ar c'hostez.
8. Merdead.
Trl.
Bezañ tost d'an avel : bezañ tost d'an avel a-benn.
&
Dont d'an avel : tostaat penn ur vag ouzh an tu ma teu an avel.
&
Bezañ dindan avel udb. : bezañ a-dreñv an dra-se e-keñver al lec'h ma teu an avel.
&
Troc'hañ, lemel an avel da ub. : mont etre al lec'h m'emañ hag an hini ma teu an avel.
Ar c'hefeleged a vez atav unan er penn o troc'hañ avel d'ar re all.
&
Bezañ, mont, tremen en avel d'ub., d'udb. : bezañ, mont, tremen diouzh an tu ma teu an avel e-keñver an den-se, an dra-se. Tremen en avel d'ar c'herreg.
&
Diwar avel : en tu ma teu an avel.
Kostezet eo ar vag, savomp diwar avel : savomp en tu ma teu an avel. War ar vag e tiforc'her an daou du diouzh an avel : an tu diwar avel hag an tu olevent.
&
Bezañ d'an avel : mont a-benn d'an avel.
B.
1. Trl. kv., dre heveleb. (evit aroueziañ an herrder)
Prim, buan evel an avel ; ken prim, ken buan hag an avel : prim, buan-tre.
Ar spont a redas ken buan hag an avel. Redek a reas er-maez ken buan hag an avel.
&
Mont, kerzhet, redek evel an avel : buan-tre.
&
Mont, dont evel un tarzh avel : buan-tre.
Evel un tarzh avel e teuas en ti.
2. Trl. skeud. (evit aroueziañ un nerzh, red an darvoudoù)
Kavout avel a-benn (gant, digant ub.) : kaout d'ober gant ub. a ranker talañ outañ.
Aze en deus kavet avel a-benn.
&
Bezañ avel a-du, vat gant ub. : bezañ an traoù, an darvoudoù, a-du gantañ.
&
Lezel udb. da vont gant an avel : n'ober van eus an dra-se.
Pa veze graet goap anezhañ e leze ar goapaerezh-se da vont gant an avel.
&
Avel ar frankiz : a vroud an dud d'en em zieubiñ.
C'hwezhañ a ra en hor c'hreiz avel ar frankiz.
&
Avel-gorbell : a zegas kemmoù bras.
Skubet eo bet ar gouarnamant gant ur gaouad avel gorbell.
3. (gant drouk,fall, gwall, evit aroueziañ ur gwal leur, un taol pe ur blegenn fall)
Avel gwall ha mor diaes zo gant ar brezhoneg.
4. (db. emzalc'h an dud)
Treiñ gant an avel : sevel a-du gant nep piv bennak zo ar gomz, ar galloud gantañ.
&
C'hwezhañ gant an avel, e tu an avel : sevel a-du gant ar pep brasañ eus an dud.
Rebech d'ub. c'hwezhañ gant an avel.
&
Mont en avel ub. : mont a-du gantañ.
&
Treiñ, bezañ hedro evel an avel : ober ur soñj all diwar nebeut a dra.
Kalon an den zo hedro evel an avel.
&
Kavout (e) avel : kavout an tu d'ober udb.
&
Ober avel da ub. : reiñ an tu dezhañ d'en em dennañ eus ur blegenn fall.
&
C'hoarzhin* ouzh an avel.
C.
1. (db. an traoù)
Tra didalvoud, dister.
Avel traken, nemetken : netra, nebeut a dra.
Avel eo klask war-lerc'h madoù na badont ket pell.
&
Trl.
Mont e puñs an avel : mont da netra, steuziañ.
Aet eo he droug e puñs an avel.
2. (db. an dud)
Lorc'hentez, fougaserezh.
Kalz tud a weler n'int nemet c'hwez, n'int nemet avel. Avel zo gantañ leizh e benn. Leun a avel eo.
&
Trl. skeud.
Ruflañ avel ha moged : bezañ lorc'hus-kenañ.
HS. fougeal, fougasiñ.
&
Ur penn avel : ur penn skañv.
&
Lonkañ* avel.
D. (goude ur spizad)
Ur vilin-avel, un nadoz-avel, ur marc'h-avel : a ya en-dro gant nerzh an avel.
II.
A. 1. Dre heveleb.
Aer.
C'hwezhañ avel en ur rod.
&
Trl.
Bezañ en avel : er-maez, er vann.
Bannañ, teuler udb. en avel : e deuler en aer.
&
Trl. (db. ar c'hoarioù henvoazel, ar sportoù)
Reiñ avel d'udb. : e sevel er vann, e zibradañ.
Bec'h en doa o klask reiñ avel d'ar berchenn.
HS. aveliñ.
&
Trl.
Reiñ avel d'udb. : e lakaat da aveliñ.
Poent eo reiñ avel d'an dilhad.
&
Dre skeud.
Reiñ avel d'udb. : e reiñ da c'houzout, e embann.
Labour o deus kavet met n'a deus ket roet avel d'ar guzhiadenn c'hoazh.
&
[2015] Reiñ avel d'ar c'had : diskuliañ udb. kuzh, ur c'hevrin.
2. Fiñv aer a c'hoarvez diwar un abeg bnk.
Avel dreuz, dra, furch, laer, red : avel-sil.
B. (db. an aezhennoù a zeu er-maez eus ur c'horf bnk.)
1. Bramm, louf.
Leuskel avel eus e gof.
2. Avel, avel drenk : breugeud trenk a zeu goude debriñ.
III. G.
A. (en e furm lies)
1. (impl. e-unan)
Fiñv an aer a lakaer da dra dañjerus, drastus.
Un torkad gwez a ziwalle an ti ouzh an avelioù. Ul lec'h dispak d'an avelioù. Ar menezioù a ziarbenn d'an avelioù. C'hwezhañ a ra war douar Breizh avelioù fuc'h ar gwalarn.
&
Trl. skeud.
AÑ AVELIOÙ ENEP : ar pezh a vir ouzh ub. a ober ar pezh a venn.
Mont d'ar penn daoust d'an avelioù enep.
2. (dirak un ag. pe un ak. spizer)
Avelioù kenwerzh, kuñv : avelioù plaen a c'hwezh eus ar reter, a-hed ar bloaz etre an trovanoù.
3. Ar penn avelioù : an avelioù a c'hwezh an aliesañ en ur vro.
B.
1. (en e furm unan)
Termen a dalvez da verkañ pizh, da bouezañ war an tu ma teu ar fiñv aer.
Un avel eus ar bisañ.
2. Fiñv an aer a lakaer da dra dañjerus, drastus.
Daou avel fall.
3. Trl.
[1732] AR PEVAR (PENN) AVEL, AR PEVAR ROUD-AVEL : an norzh, ar reter, ar su hag ar c'hornôg.
&
Tr. adv. DA, DIOUZH PEP AVEL : da bep tu.
Digor eo an ti da bep avel : digor-frank eo.
&
(db. an dud)
Mont en e avel : en e du.
Aet eo pep hini en e avel.
4. Dre ast. (gant an niver pevar pe seizh, a-wechoù)
A bep tu.
Pevar frenestr troet ouzh ar pevar avel. Tud deredet eus ar pevar avel. Ur roc'h skoet gant ar seizh avel.
&
(db. an traoù)
Bezañ e fri etre ar pevar avel, e ti ar pevar avel, er pevar avel : bezañ dispak d'an avelioù, e-kreiz an avel.
&
(db. an traoù)
Bezañ digor d'ar pevar avel : digor-frank.
Un ti digor d'ar pevar avel.
&
Trl.
ER PEVAR, ER SEIZH AVEL, D'AR PEVAR, D'AR SEIZH AVEL : e pep lec'h, en holl dro-war-droioù.
An evned a daole o c'han d'ar seizh avel.
&
Trl.
Embann, skignañ udb. d'ar seizh avel, d'ar pevar avel : e reiñ da c'houzout d'an holl.
5. Trl. skeud.
Treiñ gant kement avel zo : sevel a-du gant nep piv bennak zo o komz, zo ar galloud gantañ.
6. Trl. skeud.
[1927] Pep hini en e avel : pep hini eus e du.
Hag eñ a gaso adarre ar merc'hed-se pep hini en he avel.
EVEZH. : kemm. blot. goude avel.
Référence :
LVBCA
p30, 184 (ligier vent et vault autant comme ce qui faict florir et germer)
[«]Hag ivez [d'en em varvailhañ a rez] war an ornamantoù anezhañ pere ned int nemet evel poultr a ya gant an avel, hag evit-se ez tleez mui da ebaisañ ouzh kontempliñ an neñv hag an douar hag ar mor ha kement zo enne[.»]
[«]hac yuez [da hem maruaillaff a grez] oar an ornamentou anezaff pe re nedint nemet euel poultr aya guantan auel, hac euit ce ez dlees muy da ebahyssaff, ouz contemply an eff han douar han mor ha quement so enhe[»]
1576
Référence :
Cath
p7
avel
auel
1659
Référence :
LDJM.1
pg vent, auel
avelioù
aueliou
1659
Référence :
LDJM.1
pg vent
avel vat
auel mat
1659
Référence :
LDJM.1
pg vent (a gré)
avel biz
auel bis
1659
Référence :
LDJM.1
pg bise
kaouad avel
cahouat auel
1659
Référence :
LDJM.1
pg boufée de vent
daoust an avel
daoust an auel
1659
Référence :
LDJM.1
pg nonobstant (le vent)
dioust an avel
dioust an auel
1659
Référence :
LDJM.1
pg nonobstant (le vent)
fourrad avel
fourat auel
1659
Référence :
LDJM.1
pg orage
barr-avel
bar auel
1659
Référence :
LDJM.1
pg orage
ruflañ an avel fresk
rufla an avel fresq
1732
Référence :
GReg
pg frais (Prendre le frais.)
eet en avel fresk
ëet èn avel fresq
1732
Référence :
GReg
pg frais (Prendre le frais, pp.)
monet en avel fresk
moñnet èn avel fresq
1732
Référence :
GReg
pg frais (Prendre le frais.)
avel vat
avel vad
1732
Référence :
GReg
pg frais (Vent frais à la mer.)
avel a-gostez
avel a gostez
1732
Référence :
GReg
pg vent (collateral)
fourradoù avel
fouradou avel
1732
Référence :
GReg
pg coup (de vent)
avel kontrol
avel controll
1732
Référence :
GReg
pg (vent) contraire
fourradoù avel
fourradou-avel
1732
Référence :
GReg
pg bouffée (agitation de l'air, & passagere)
fourrad avel
fourad avel
1732
Référence :
GReg
pg coup (de vent)
gwall avel
goall avel
1732
Référence :
GReg
pg vent (coulis)
avel gre
avel grê
1732
Référence :
GReg
pg frais (Vent frais à la mer.)
avel fresk
avel fresq
1732
Référence :
GReg
pg frais (Un air frais.), frais (Vent frais à la mer.)
An avel a zeuas da freskaat diwar ar reter da'r c'hornôg.
An avel a zeuas da fresqât divar ar reter da'r c'hornaucq.
1732
Référence :
GReg
pg fraichir (Le vent vint à fraîchir de l'est à l'ouest.)
avel fri
aüél fry
1732
Référence :
GReg
pg flatuosité (vent qui sort par bas. Figurément, on dit, Van.)
avel izel
aüél isél
1732
Référence :
GReg
pg flatuosité (vent qui sort par bas, Van.)
aveloù enep-kalon
avelou ænep caloun
1732
Référence :
GReg
pg flatuosité (vent qui sort par bas. Figurément, on dit, p.)
aveloù fri
avelou fry
1732
Référence :
GReg
pg flatuosité (vent qui sort par bas. Figurément, on dit, p.)
aveloù kornôg
avelou cornaucq
1732
Référence :
GReg
pg flatuosité (vent qui sort par bas. Figurément, on dit, p.)
avel enep-kalon
avel ænep caloun
1732
Référence :
GReg
pg flatuosité (vent qui sort par bas. Figurément, on dit.)
avel fri
avel fry
1732
Référence :
GReg
pg flatuosité (vent qui sort par bas. Figurément, on dit.)
awel
aouël
1732
Référence :
GReg
Rakskrid
avel kornôg
avel cornaucq
1732
Référence :
GReg
pg flatuosité (vent qui sort par bas. Figurément, on dit.)
devalaet eo an avel
devaléet eü en aüel
1732
Référence :
GReg
pg abaissement
avel flaerius
avel flæryus
1732
Référence :
GReg
pg flatuosité (vent qui sort par bas.)
avel dianaou
1732
Référence :
GReg
pg flatuosité (vent qui sort par bas.)
aveloù trenk
avelou trencq
1732
Référence :
GReg
pg flatus (ou flatuosité, vents qui sortent du corps humain par haut, p.)
avel trenk
avel trencq
1732
Référence :
GReg
pg flatus (ou flatuosité, vents qui sortent du corps humain par haut.)
Référence :
GON.II
p.83, livre second, (Il y a beaucoup de vent aujourd’hui).
Arne a vize, ma vize nebeutoc'h a avel.
Arné a vizé, ma vizé nébeûtoc'h a avel.
1850
Référence :
GON.II
p.84, livre second, (Il y aurait de l'orage, s'il y avait moins de vent).
aveloù
avelou
1850
Référence :
GON.II.HV
pg aouel, avel (Vent, air en mouvement. Du vent. Au figuré, vanité. Orgueil. Pl.)
An traoù n'int ar pezh ma kreder : / Er pennoù kaer n'eus boed atav, / Traoù stank, kalz tud a weler / N'int nemet c'hwezh, nemet avel, / Traoù brav dirak an daoulagad, / Tud lugernus zoken a-bell ; / Arabat outo tostaat !
Ann traou n'int ar pez ma kreder : / Er pennou kaer n'euz boed atao, / Traou stank, kalz tud a weler / N'int nemet c'houez, nemet avel, / Traou brao dirak ann daoulagad, / Tud lugernuz zo-ken a-bell ; / Arabad out-ho tostaat !
1867
Référence :
MGK
p140
« Mat e ve marteze / Digas avel izel war-lerc'h ur barr arnev ? »
« Mad e ve marteze / Digas avel izel war lerc'h eur barr arne ? »
1867
Référence :
MGK
p88-89
Glav, tommder hag avel, na glaskit enebiñ, / Ho mestr a gomz ouzhoc'h, grit, grit ho kevridi !
Glao, tomder hag avel, na glaskit enebi, / Ho mestr a gomz ouz-hoc'h, grit, grit ho kevridi !
1867
Référence :
MGK
p89
Evit temziñ pep douar da reiñ ar gwellañ traoù / Nebeut a dra ve ret, ma karfe pep aotrou / Tennañ kresk, komision diwar bep koumanant, / Kaout truez oc'h an tieg hag oc'h e yalc'h damant, / Lezel an aotrou Doue da reiñ glav pe avel, / Derc'hel sioul e c'henoù hag e galon izel.
Evit temzi pep douar da rei ar gwella traou / Nebeud a dra ve red, ma karfe pep aotrou / Tenna kresk, komision diwar bep koumanant, / Kaout truez oc'h ann tiek hag oc'h he ialc'h damant, / Lezel ann Aotrou-Doue da rei glao pe avel, / Derc'hel sioul he c'henou hag he galoun izel.
1867
Référence :
MGK
p95
Gwellañ zo eo tevel / Ha lezel ar gevier da vont gant an avel.
Gwella zo eo tevel / Ha lezel ar gevier da vont gant ann avel.
1867
Référence :
MGK
p106
An avel a c’hwezhe ken na zivege ar gwez dre ma’z ae ; ar glav a gouezhe evel pa vijet bet o taoler dour gant baradoù, ar gurun a groze ken na grene an douar war e dreid kozh.
An avel a c’houeze ken na zivege ar guez dre ma’z ea ; ar glao a goueze evel pa vichet bet o taoler dour gand barazou, ar gurun a groze ken na grene an douar var he dreid koz.
1877
Référence :
EKG.I.
p.55
A-benn ur pennad ne voe ket evit padout ken, hag e lavaras d’e vab : — Alo ! a-walc’h a istorioù, deomp en hent ; spanaet ar glav, torret an avel, tavet ar gurun.
A benn eur pennad ne oue ket evid padout ken, hag e lavaraz d’he vap : — Alo ! avoualac’h a historiou, deomp en hent ; spaneet ar glao, torret an avel, tavet ar gurun.
1877
Référence :
EKG.I.
p.57-58
Peder lev diouc’h kêrig vihan Lambal ez eus, war-zu an avel viz, ur c’hoad bras, hag en deus d’an nebeutañ daouzek mil dervezh-arat.
Peder leo diouc’h kerig vian Lamball ez euz, var zu an avel viz, eur c’hoad braz, hag en euz d’an nebeuta daouzeg mil dervez arad.
1877
Référence :
EKG.I.
p.33
An Aotrou Poullaoueg a savas e bourzh ar Maris-Stella. Kerkent e klevj[od] ar poleoù o c’hrigoñsal, o wigourat, hag, en un taol, al lestr, goloet a lian, a soublas gant nerzh an avel, hag a droas penn war-eeun da Vro-Saoz, en u[l] lezel, er mor, un aridennad eonenn war e lerc’h.
An Aoutrou Poullaouec a zavaz e bourz ar Maris-Stella. Kerkent e klefcheur ar poleou o c’hrigonsal, o vigourrat, hag, enn eun taol, al lestr, goloet a liann, a zoublaz gand nerz an avel, hag a droaz penn var eeun da Vro-Zaoz, en eur lezel, er mor, eun aridennad eonenn var he lerc’h.
1877
Référence :
EKG.I.
p.227
Netra atav ! Eo, kaout a reas din klevet evel un dra bennak o klemm e-kreiz trouz an avel a c’hwezhe er gwez-derv a zo war gleuz liorzh al leur ; mes ne ris ket kalz a van evit kement-se.
Netra atao ! Eo, kaout a reaz dign klevet evel eun dra-bennag o klemm e kreiz trouz an avel a c’houeze er guez dero a zo var gleuz liorz al leur ; mez ne riz ket kals a van evit kement-se.
1878
Référence :
EKG.II
p.40
Selaou, diskennomp ac’halenn, deomp d’an traoñ d’ar goudor ; an avel a zo put e beg tour Berven.
Selaou, diskennomp ac’halenn, d-eomp d’an traon d’ar goudor ; an avel a zo put e bek tour Berven.
1878
Référence :
EKG.II
p.129-130
En un taol, e-pad ma peden Doue evito-holl, ar vouezh klemmus ha truezus am boa klevet c’hoazh a gave din a yoa trouz aezhenn an avel o vont dre ar gwez-derv, a deuas adarre evel d’am divorediñ.
Enn eun taol, epad ma peden Doue evit-ho oll, ar vouez klemmuz ha truezuz am boa klevet c’hoaz a gave dign a ioa trouz ezenn an avel o vont dre ar guez dero, a deuaz adarre evel d’am divoredi.
1878
Référence :
EKG.II
p.45
— Ned an ket da, re but eo an avel aze ; ho krediñ a ran. — Ya, c’hwi 'lavar, put eo an avel. Skornet omp, ha koulskoude n’hor beus graet nemet redet, klask ha furchañ dre-holl abaoe m’omp savet amañ.
— Ne d’an ket da, re but eo an avel a-ze ; ho kredi a ran. — Ia, c’houi lavar, put eo an avel. Skournet omp, ha koulskoude n’hor beuz great nemed reded, klask ha furcha dre oll abaoue m’omp savet aman.
1878
Référence :
EKG.II
p.131
amantet eo an avel
amantet é en aùel
1904
Référence :
DBFV
pg. amantein (le vent s'est calmé)
avel dialaez
1909
Référence :
BROU
p. 222 (vent de la partie Nord et Est)
avel
ael
1909
Référence :
BROU
p. 204
follañ a ra an avel
folla a ra an avel
1909
Référence :
BROU
p. 239
torret eo an avel
1909
Référence :
BROU
p. 429 (le vent s'est calmé)
avel serzh
ael zerz
1909
Référence :
BROU
p. 420 (vent haut)
n'eus ket ur mouch avel
n'oes er mouch avel
1909
Référence :
BROU
p. 401 (il n'y a pas un souffle de vent)
D’ar youc’h-se taer, spouronus, euzhus, trec’h da drouz al lanv hag an avel, da c’hourdrouz ar gorventenn, da c’harmadeg ar reuniged hag ar morevned, e koll armead ar speredoù drouk ha dic’hlan pep nerzh ha pep herder.
D’ar youc’h-ze taer, spouronus, euzus, trec’h da drouz al lano hag an avel, da c’hourdrouz ar gorventenn, da c’harmadeg ar reuniged hag ar morevned, e koll armead ar speredou drouk ha dic’hlan pep nerz ha pep herder.
1923
Référence :
SKET
p.116
Emañ an avel o c’houzizañ hag ar mor war habaskaat.
Eman an avel o c’houziza hag ar mor war habaskaat.
1923
Référence :
SKET
p.109
Sevel a reas an avel hag, o c’hwezhañ taer, o zaolas er c’hornog.
Sevel a reas an avel hag, o c’houeza taer, o zaolas er c’hornog.
1923
Référence :
SKET
p.109
Ar mor, e ouelec’hioù louet ha glas, a gelc’hias an douar evel ur c’hant arc’hant pe un naer-veur, e-keit ha m’en em gaerae an douar gant koadoù ec’hon hej-dihej ha heson bepred dindan anal an avel.
Ar mor, e ouelec’hiou loued ha glas, a gelc’hias an douar evel eur c’hant arc’hant pe eun naer-veur, e-keit ha m’en em gaerae an douar gant koadou ec’hon hej-dihej ha heson bepred dindan anal an avel.
1923
Référence :
SKET
p.28-29
An avel a c’houzizas, teñvalaat a eure an dour war e hiboud [...].
An avel a c’houzizas, tenvalaat a eure an dour war e hiboud [...].
1923
Référence :
SKET
p.35
C’hoazh e tezrevelle din ar sklav peger kaer, ha sioul, ha don ez oa koadoù e vro, peger sonn, ha tev, ha hir kefioù ar gwezennoù enno, pegen ledan, leun a veurded ha deliaouet-stank ar pennad-barroù anezho o krenañ hag o vouskanañ dindan flourad an avel.
C’hoaz e tezrevelle d’in ar sklav peger kaer, ha sioul, ha doun ez oa koadou e vro, peger sounn, ha teo, ha hir kefiou ar gwezennou enno, pegen ledan, leun a veurded ha deliaouet-stank ar pennad-barrou anezo o krena hag o vouskana dindan flourad an avel.
1923
Référence :
SKET
p.48
Ra vo stlabezet al ludu anezhañ, beuzet er fank, strewet d’ar peder avel !
Ra vo stlabezet al ludu anezan, beuzet er fank, strewet d’ar peder avel !
1923
Référence :
SKET
p.52
Ha, d’an noz, o gweler, faezh ha keuziet-holl, distroet d’o c’hiz pellañ gant ar c’hazh-mor hag an avelioù.
Ha, d’an noz, o gweler, faez ha keuziet-holl, distrôet d’o c’hiz pella gand ar c’has-mor hag an aveliou.
1923
Référence :
SKET
p.114
An avel a stage da c’hwezhañ ; breviñ ha dic'hwriziennañ ar gwez marv a rae-hi ha kas ganti d’o stlepel er mor an holl goad krin, an holl loened kabac’h pe glañv.
An avel a stage da c’houeza ; brevi ha diwrizienna ar gwez maro a rae-hi ha kas ganti d’o stlepel er mor an holl goad krin, an holl loened kabac’h pe glanv.
1924
Référence :
SKET.II
p.34
Er pinegi-se nes d’an neñv, bepred glas ha hesonus da c’houez an avelioù, leun a frond-balzam kreñv, e kar Mamm-Veur ar Glen ober hec’h annez.
Er pinegi-ze nes d’an nenv, bepred glas ha hesonus da c’houez an aveliou, leun a frond-balzam krenv, e kar Mamm-Veur ar Glen ober hec’h annez (1).
1924
Référence :
SKET.II
p.48
A-hed ar pevar c’han da heul e c’houezhas un avel greñv en eneb d’an den yaouank, e doare ma teuas an holl vlevennoù en e benn, an holl neudennoù en e doneg da vezañ sec’h-tont.
A-hed ar pevar c’han da heul e c’houezas eun avel grenv en eneb d’an den yaouank, e doare ma teuas an holl vlevennou en e benn, an holl neudennou en e doneg da veza sec’h-tont.
1924
Référence :
SKET.II
p.49
Laouenedigezh dispar, a-viskoazh, ar [v]ourkiz a oa bet eno en em unanet evit ren ur vuhez all, disheñvel, gweet gant un neudenn, neudenn arc’hantet an hunvreoù, hag an neudenn-se an holl Vretoned o deus hi kavet er c’havell, en pehini int bet luskellet gant kroz ar mor ha kanaouenn an avelioù.
Laouenedigez dispar, a-viskoaz, ar bourkiz [sic] a oa bet eno en em unanet evit ren eur vuhe all, dishenvel, gweet gant eun neudenn, neudenn arc’hantet an hunvreou, hag an neudenn-ze an holl Vretoned o deus hi kavet er c’havell, en pehini int bet luskellet gant kroz ar mor ha kanaouenn an aveliou.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).
— Ul laz ! Tri [z]amm kozh kanfard !… Kalz a vagoù a vo er-maez : brav eo an amzer ; un tamm houl a zo, met n’eus ket ur pekad avel.
— Eul laz ! Tri damm koz kanfart !… Kalz a vagou a vo er-mêz : brao eo an amzer ; eun tamm houl a zo, met n’eus ket eur pekad avel.
1925
Référence :
BILZ2
p.140
Da c’houlou-deiz, an avel a zinerzhas un tammig.
Da c’houlou-de, an avel a zinerzas eun tammig.
1925
Référence :
BILZ2
p.173
Pa savas war ar pont, e welas ar Vran entre div garreg uhel : unan anezhe a roe skoazell d’ar Vran eus tu ar maez hag he devoa miret na vije bet dismantret krenn gant an taolioù-mor ; eben a dorre nerzh an avel diwar an douar.
Pa zavas war ar pont, e welas ar Vran entre diou garreg uhel : unan anê a roe skoazell d’ar Vran eus tu ar mêz hag he devoa miret na vije bet dismantret krenn gant an tôliou-mor ; eben a dorre nerz an avel diwar an douar.
1925
Référence :
BILZ2
p.173
avel-sil
avel-zil
1927
Référence :
GERI.Ern
pg avel
gwall avel
1927
Référence :
GERI.Ern
pg avel
un avel ar bisañ
eun avel ar bisa
1927
Référence :
GERI.Ern
pg biz
en e avel
1927
Référence :
GERI.Ern
pg avel
e fri etre ar pevar avel
1927
Référence :
GERI.Ern
pg avel
avel-silet
avel-zilet
1927
Référence :
GERI.Ern
pg avel
avel-red
1927
Référence :
GERI.Ern
pg avel
avel-laer
1927
Référence :
GERI.Ern
pg avel
avel-furch
1927
Référence :
GERI.Ern
pg avel
avel-fri
1927
Référence :
GERI.Ern
pg avel
avel-dro
1927
Référence :
GERI.Ern
pg avel
avel-dreuz
1927
Référence :
GERI.Ern
pg avel
avel-drenk
1927
Référence :
GERI.Ern
pg avel
avel fall
1927
Référence :
GERI.Ern
pg avel
avel drouk
1927
Référence :
GERI.Ern
pg avel
avel
1927
Référence :
GERI.Ern
pg avel
Damdost hag a-us d'ar c'hreñvlec'h, ur maread morevned gwenn-skedus a falc'he hag a ervenne an avel hag an ec'honder gant o divaskell hag o gournijadeg kammikellek.
Damdost hag a-us d'ar c'hreñvlec'h, eur maread morevned gwenn-skedus a falc'he hag a ervenne an avel hag an ec'honder gand o diouaskell hag o gournijadeg kammikellek.
1929
Référence :
SVBV
p5
Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.
Kouna a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad eun arvester pignet war uhelenn Kêrargof, gwelout, eun hanterkantved a zo, eur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuiou diavaez anezo ; koeñvet o goueliou damwenn d'ezo gand an avel-reiz pe rodellet dindan ar fourradou avel-dro, hag o steki ouz ar c'herdin hag ouz ar gwerniou en eur stlaka gant stroñs ha gant tregern.
1929
Référence :
SVBV
p.15
Mont tre a rejomp er vaoz, ken herrek hag ur fourrad avel en eur c'hev douar, a droas a-zehoù hag, o vezañ pignet nouspet derez vaen, e tegouezhjomp gant un norig, gaoliata ar gael anezhi ha lârout yao en ur gambr ec'hon leun a c'hourvezennoù.
Mont tre a rejomp er vaoz, ken herrek hag eur fourrad avel en eur c'heo-douar, a droas a-zehou hag, o veza pignet nouspet derez vaen, e tegouezjomp gand eun norig, gaoliata ar gell anezi ha larout yao en eur gambr ec'hon leun a c'hourvezennou.
1929
Référence :
SVBV
p.12
labour an avel
1931
Référence :
VALL
pg action (du vent sur le relief terrestre)
amenus d'an avel
1931
Référence :
VALL
pg (s')adoucir (susceptible d'adoucir le vent)
e ti ar peder avel
1931
Référence :
VALL
pg (au grand) air
en avel
1931
Référence :
VALL
pg (au grand) air (fam.)
avel lemm
1931
Référence :
VALL
pg bise
roudenn avel
roudenn-avel
1931
Référence :
VALL
pg aire (du vent)
avel rip
1931
Référence :
VALL
pg bise
avel treut
1931
Référence :
VALL
pg bise
avel-viz
1931
Référence :
VALL
pg bise
avelioù bloavezhiek
aveliou bloaveziek
1931
Référence :
VALL
pg (vents) alisés
avelioù kuñv
aveliou kuñv
1931
Référence :
VALL
pg (vents) alisés
avelioù distro
aveliou-distro
1931
Référence :
VALL
pg (contres) alisés (vent de retour)
avelioù-kenwerzh
aveliou-kenwerz
1931
Référence :
VALL
pg (vents) alisés
toull avel
toull-avel
1931
Référence :
VALL
pg aération
diougan avel a zo
1931
Référence :
VALL
pg (il y a) apparence (de vent ; à venir)
Hiniennoù anezho [bili] a zo goloet gant ur verglenn rous, ha kavout a reer warno a-wechoù talbennouigoù evel pa vefent bet kizellet gant krignadur an avel.
1943
Référence :
TNKN
p33
Bailey Willis en deus respontet da c'hGregory a-zivout kanienn Chipr, e soñje e c'helle bezañ bet stummet an draonienn-se gant ur froud-aod: an dour kaset war-du pleg-mor Famagousta gant an avel-reter a vez o c'hwezhañ peurliesañ, a zifloupe etrezek an donvor en ur ruzañ war ar strad a vije kleuzet evel-se.
1943
Référence :
TNKN
p73
Allas, war ma bro-me ‘n deus c’hwezhet un avel / Ha na c’hwezhe ket warni dec’h.
Allas, war ma bro-me ‘n deus c’houezet eun avel / Ha na c’houeze ket warni dec’h.
1944
Référence :
EURW.1
Ar re-mañ ne raent foutre kaer, hag a dremene evel an avel.
Ar re-mañ ne raent fouter-kaer, hag a dremene evel an avel.
1944
Référence :
EURW.1
p73
An hini a zo pignet war dosenn Sant-Weltaz a zo evel ur moraer e beg ur wern, a zizolo ur mor divent ; ac'halen e tizolo an arvester ur c'helc'hva douar mezevennus, ken hir ma'z eo war ar pevar avel.
An hini a zo pignet war dosenn Sant-Weltas, a zo evel eur moraer e beg eur wern, a zizolo eur mor divent ; ac'hallenn, e tizolo an arvester eur c'helc'[h]va douar mezevennus, ken hir ma 'z eo war ar pevar avel.
1944
Référence :
EURW.1
p16
Rak un aezhenn beurbadus a frankiz a c'hournij a-us da Garnoed, pignet war un dosenn frank, a skub an avel anezhi hañv-goañv, hag a weler diwarni pemp lev tro-dro.
Rak eun aezenn beurbadus a frankiz a c'hournij a-us da Garnoet, pignet war eun dosenn frank, a skub an avel anezi hañv-goañv, hag a weler diwarni pemp leo tro dro.
1944
Référence :
EURW.1
p15
An avel o yudal er gwez, ha, d’an noz, ur gaouenn o youc’hal en ur penngos derv bennak, ha me war va gwele, bemdez ha bemnoz oc’h hirvoudiñ.
1944
Référence :
ATST
p.41
An eil diaoul. — « Pe pedennoù lavaret diwar beg an teod, hag ho spered o nijal war an avel noz. »
1944
Référence :
ATST
p.57
« Klevout a ran… klevout a ran… feiz ! n’ouzon ket petra a glevan. Klevout a ran trouz en drez, trouz en delioù sec’h, ha, koulskoude, n’eus ket, e beg ar gwez, ur berad avel. »
1944
Référence :
ATST
p.128
N'on ket evit chom da azezañ ha dav eo din ober tro al lestr hep ehan ; hemañ a vrall hag a vrañskell, petra bennak ma n'eus ket a wall avel.
1985
Référence :
DGBD
p10
Al latar a astenne c'hoazh e zivaskell war ar gêr veuzet, ma lugerne ar c'hleuzeureier evel skarboukloù ; aet boud ha damvouget gant ar goabrenn-se, e kendalc'he buhez ar gêr da zibunañ dre ar balioù meur, en ur rollañ ha trouzal e doare un avel nerzhus.
2012
Référence :
DJHMH
p48
Mont a ran kuit abretoc'h eus ar burev peogwir, diouzh un tu, ez on skuizh-brein ha, diouzh un tu all, peogwir e fell din treiñ diouzh bostad ar gazetennerion a blavo warnomp kentizh ha m'o do klevet avel eus muntr ur mezeg meur.
2015
Référence :
EHPEA
p63
Roet hon eus avel d'ar c'had met ne soñj ket din e rofemp avel d'un eil, ken e lakaan fin d'an atersadur.
2015
Référence :
EHPEA
p111
Note d'étude
Roet e vez stummoù lec'hel e GON.II : "aouel" (distaget "a-ouel") evit Bro-Dreger ha Bro-Wened hag "ael" evit Bro-Gerne.
Étymologie
Ger predenek a glot gant ar c'hembraeg "awel" (aezhenn, avelig).