1. Doar./Stn.
Bet devet, rostet diwar-c'horre gant an tommder, an avel pe an amzer.
Tomm-gor an amzer ha suilhet pep tra war ar maez. Re suilhet eo ar forniad gwestell evit bezañ gwerzhet. C'hwezh ar pilhoù suilhet.
2. Impl. da ak.
C'hwezh ar suilhet : c'hwezh ar suilh.
&
Trl.
C'hwezh ar suilhet zo gant an afer : feson fall zo gant an afer-se, un dra bennak ha n'eo ket sklaer zo gant an afer-se.
Référence :
GON.II
pg sulet (un peu rôti. brûlé à l'extérieur).
"goulosk" [...] ; ivez "suilhet"
1923
Référence :
SKET
p.177, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Brûlé (superficiellement)".
Fall-daonet e veze an amzer er goañv-se, glav pe erc’h a rae bemdez Doue ha menel a raen ar peurliesañ da luduiñ e korn an oaled, o selaou kanaouenn ar skrilhed ha trouzig fentus ar sabr o virviñ e penn ar c’hefoù skav hanter suilhet, rak ne vezen ket an dro-mañ douget d’al levenez.
Fall daonet e veze an amzer er goañv-se, glav pe erc’h a rae bemdeiz Doue ha menel a raen ar peurliesañ da luduiñ e korn an oaled, o selaou kanaouenn ar skrilhed ha trouzig fentus ar sabr o virviñ e penn ar c’hefoù skav hanter suilhet, rak ne vezen ket an dro-mañ douget d’al levenez.
1954
Référence :
VAZA
p.175
Un dianteg 'm eus diskuliet / Ha ma askre bremañ suilhet / Ma broud hep ehan ha ma lesk : / Er fallagriezh ' kaver desk.
Eun dianteg 'm eus diskuilhet / Ha ma askre bremañ suilhet / Ma broud hep ehan ha ma lesk : / Er fallagriez ' kaver desk.
1960
Référence :
PETO
p62
Ken tost din e tarzhas un' anezho [obuzioù], ma voen bannet gantañ en aer, kollet ma anaoudegezh ganin ha suilhet euzhus ma fas gant an tan hag an afenn flaerius o tont dioutañ.
Ken tost din e tarzhas un anezho, ma voen bannet gantañ en aer, kollet ma anaoudegezh ganin ha suilhet euzhus ma fas gant an tan hag an afenn flaerius o tont dioutañ.