Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doar./Stn. Bet devet, rostet diwar-c'horre gant an tommder, an avel pe an amzer. Tomm-gor an amzer ha suilhet pep tra war ar maez. Re suilhet eo ar forniad gwestell evit bezañ gwerzhet. C'hwezh ar pilhoù suilhet. 2. Impl. da ak. C'hwezh ar suilhet : c'hwezh ar suilh. & Trl. C'hwezh ar suilhet zo gant an afer : feson fall zo gant an afer-se, un dra bennak ha n'eo ket sklaer zo gant an afer-se.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

suilhet

1850
Daveenn : GON.II pg sulet

"goulosk" [...] ; ivez "suilhet"

1923
Daveenn : SKET p.177, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Brûlé (superficiellement)".

Un dianteg 'm eus diskuliet / Ha ma askre bremañ suilhet / Ma broud hep ehan ha ma lesk : / Er fallagriezh ' kaver desk.

1960
Daveenn : PETO p62

Ken tost din e tarzhas un anezho [obuzioù], ma voen bannet gantañ en aer, kollet ma anaoudegezh ganin ha suilhet euzhus ma fas gant an tan hag an afenn flaerius o tont dioutañ.

1999
Daveenn : KOKE.II p154

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial