V.
I.
V.g.
A.
1. (db. an evned)
C'hwibanat.
Ar mouilc'hi a sute war lez ar c'hoadoù-med.
2. (db. an dud)
C'hwibanat.
Hag an dud ha sutal hag ober an hu outañ.
B. Dre skeud.
1. Lavaret.
Arabat dont da sutal din emaon a-ratozh-kaer o kontañ traoù diwir.
2. Mont en-dro a-herr.
Ma vefen bet maer ho pefe gwelet an traoù o sutal er barrez, n'eo ket evel bremañ !
3. (db. ar bannadelloù)
Trouzal dre berzh an tizh.
Meur a gant gwech e klevas gwenan plom o sutal e-kichen e zivskouarn.
4. (db. an avel)
Trouzal en ur c'hwezhañ.
Ar gurun da grozal, an avel da sutal hag ar mor da sevel. An avel dichadennet a gane hag a sute.
5. Trl.
Ken a sut : kement ha ma c'hall bezañ.
Ha tan ken a suto ! Taolioù dorn ken a sute !
HS. findaoniñ, foeltrañ, frizañ.
&
Ne oa nemet un arzour bihan, hag evit sevel un delwenn e c'halle sutal : ne zeufe ket a-benn.
&
Amzer sutal : buan-tre.
Amzer sutal e vo graet an dra-se.
6. Trl. skeud.
Kas ub. da sutal : e gas diwar-dro.
&
Kas ub. da sutal brulu da Venez-Are, da sutal brulu da bark an aod. : kas ub. diwar-dro.
7. (db. ar pezh a brener)
Dont da geraat kalz.
Sutal a ra ar moc'h.
HS. kanañ.
II.
V.k.e.
1. Reiñ ton ur ganaouenn da glevet en ur c'hwibanat.
Stagañ a reas da sutal ur sonig en ur vale.
DHS. c'hwitellat.
2. C'hwezhañ en ur sutell.
Dezhañ eo da sutal an taol-kregiñ hag an taol-diskregiñ.
An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : / "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, / Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, / An naon, ar yeot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, / Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, / E peurjon er prad-se ledander va zeod.
Ann azen, deut he dro, a lavar evel-hen : / "Ne deuz ket pell, sonj am beuz, eur weach, en eur dremen, / Dre eur prad glaz a voa, me gav d'in, d'eur manac'h, / Ann naoun, ar ieod flour ha, m'hen diskuill hep nac'h, / Dre ali Paol-gornek o sutal em fenn zod, / E peurjounn er prad-ze ledander va zeod.
1867
Référence :
MGK
p25-26
— « Evel-se, emezañ, o sutal, o kanañ, / E vo kant war unan…, mar gellont kefiadañ ! »
— « Evel-se, eme z-han, o sutal, o kana, / » E vo kant war unan…, mar gellont kefiada ! »
1867
Référence :
MGK
p90
Deuet e oant er-maez eus ar c’hoad hag ez aent d’an traoñ a-hed ur c’hleuz, pa glevjont un tenn o krozal hag ur vouled o sutal dreist o fenn.
Deuet oant er meaz euz ar c’hoat hag ez eant d’an traon a-hed eur c’hleuz, pa glevchont eun tenn o krozal hag eur vouled o sutal dreist ho fenn.
1877
Référence :
EKG.I.
p.301
Kae da sutal
1909
Référence :
BROU
p. 426 (siffler, on dit c'hwibanat ; je n'ai entendu "sutal" que dans l'expression Kae da sutal, va te promener)
Ha sed an naer vras o tigeriñ he geol glaourek ha dantek, hag o tigorvigelliñ he c'helc'hioù gweadennek ha skantek, hag o tapañ al loenig kaezh etre kef ar wezenn ha hi en ur sutal.
Ha sed an naer vras o tigeri he geol glaourek ha dantek, hag o tigorvigelli he c'helc'hiou gweadennek ha skantek, hag o tapa al loenig kaez etre kef ar wezenn ha hi en eur sutal.
1929
Référence :
SVBV
p.19
Met ma talc'has sur a-walc'h da sutal pa ne veze den war e dro, ne gavis ken anezhañ kousket war al leur.
Met ma talc'has sur a-walc'h da sutal pa ne veze den war e dro, ne gavis ken anezañ kousket war al leur.
1944
Référence :
EURW.1
p.164
Ar penn-kêr re fin a voe graet dezhañ mont ac'hano da sutal.