Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.g. A. 1. (db. an evned) C'hwibanat. Ar mouilc'hi a sute war lez ar c'hoadoù-med. 2. (db. an dud) C'hwibanat. Hag an dud ha sutal hag ober an hu outañ. B. Dre skeud. 1. Lavaret. Arabat dont da sutal din emaon a-ratozh-kaer o kontañ traoù diwir. 2. Mont en-dro a-herr. Ma vefen bet maer ho pefe gwelet an traoù o sutal er barrez, n'eo ket evel bremañ ! 3. (db. ar bannadelloù) Trouzal dre berzh an tizh. Meur a gant gwech e klevas gwenan plom o sutal e-kichen e zivskouarn. 4. (db. an avel) Trouzal en ur c'hwezhañ. Ar gurun da grozal, an avel da sutal hag ar mor da sevel. An avel dichadennet a gane hag a sute. 5. Trl. Ken a sut : kement ha ma c'hall bezañ. Ha tan ken a suto ! Taolioù dorn ken a sute ! HS. findaoniñ, foeltrañ, frizañ. & Ne oa nemet un arzour bihan, hag evit sevel un delwenn e c'halle sutal : ne zeufe ket a-benn. & Amzer sutal : buan-tre. Amzer sutal e vo graet an dra-se. 6. Trl. skeud. Kas ub. da sutal : e gas diwar-dro. & Kas ub. da sutal brulu da Venez-Are, da sutal brulu da bark an aod. : kas ub. diwar-dro. 7. (db. ar pezh a brener) Dont da geraat kalz. Sutal a ra ar moc'h. HS. kanañ. II. V.k.e. 1. Reiñ ton ur ganaouenn da glevet en ur c'hwibanat. Stagañ a reas da sutal ur sonig en ur vale. DHS. c'hwitellat. 2. C'hwezhañ en ur sutell. Dezhañ eo da sutal an taol-kregiñ hag an taol-diskregiñ.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

sutal

1499
Daveenn : LVBCA p190

sutal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg siffler

sutañ

1850
Daveenn : GON.II pg c'houitella, suta, sutella

sutal

1850
Daveenn : GON.II pg suta

sutet

1850
Daveenn : GON.II pg suta

ha c'hwi a oar sutañ ?

1850
Daveenn : GON.II pg suta

An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : / "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, / Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, / An naon, ar yeot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, / Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, / E peurjon er prad-se ledander va zeod.

1867
Daveenn : MGK p25-26

— « Evel-se, emezañ, o sutal, o kanañ, / E vo kant war unan…, mar gellont kefiadañ ! »

1867
Daveenn : MGK p90

Deuet e oant er-maez eus ar c’hoad hag ez aent d’an traoñ a-hed ur c’hleuz, pa glevjont un tenn o krozal hag ur vouled o sutal dreist o fenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.301

Kae da sutal

1909
Daveenn : BROU p. 426 (siffler, on dit c'hwibanat ; je n'ai entendu "sutal" que dans l'expression Kae da sutal, va te promener)

Ha sed an naer vras o tigeriñ he geol glaourek ha dantek, hag o tigorvigelliñ he c'helc'hioù gweadennek ha skantek, hag o tapañ al loenig kaezh etre kef ar wezenn ha hi en ur sutal.

1929
Daveenn : SVBV p.19

Met ma talc'has sur a-walc'h da sutal pa ne veze den war e dro, ne gavis ken anezhañ kousket war al leur.

1944
Daveenn : EURW.1 p.164

Ar penn-kêr re fin a voe graet dezhañ mont ac'hano da sutal.

1985
Daveenn : DGBD p136

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial