Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

G. A. 1. Lodenn distag eus un danvez, kalet pe vlot. Un tamm koad, un tamm bara, un tamm amanenn. & Dre ast. Bilhed bank. Un tamm a gant lur. 2. Tra, traezenn a c'haller prenañ e-unan, a-ziforc'h. An artichaod zo dek lur an tamm. HS. pezh. 3. Pezh a ro pep den evit prenañ udb. e boutin. Pep hini a lakay e damm. 4. PEMDEZ Pezh a zegas pep hini d'ur c'hendiviz. Pep hini a lavar e damm. 5. Trl., dre gunuj. Tamm ar gordenn ! : boued ar groug, hailhon ! B. 1. (dirak un ak.) Ger a verk ez eo bihan, dister an dra, pe ez eus dispriz en e geñver. Ro un tamm boued d'ar c'hi. Un tamm brezhoneg a oar. Eno e oa un tamm paotr iskis. Tammoù gwenneien en deus espernet. [1877] ha fenoz mar o deus un tamm amzer, e raimp un tamm fest. 2. (dirak un av. pe un ak. ha da heul ar v. ober) Troienn a verk ez eo graet buan an dra. Mont d'ober un tamm tro el liorzh. Gra un tamm torchañ d'al listri. C. Diren. Kementad bihan a voued. Ne'm eus debret tamm (ebet) hiziv. Mont a reas d'e wele hep tamm. Mont da glask e damm : da glask boued. [1878] [...] hini ac’hanoc’h marteze n’en deus soñjet n’hoc’h eus debret tamm abaoe dec’h da noz, ha koulskoude oc’h en em gannet evel gwazed a benn hag a galon. [1944] Lom eta ne zebras tamm ebet, ha Job kennebeut [...]. [1944] Ha gwir e oa ; hep tamm, abaoe meur a zevezh ha meur a nozvezh, ar c’hazh penn du a dabac’he ar muiañ ma c’helle, dindan an daol, o klask un tañva eus ul logodennig bennak. & Trl. PEMDEZ Gounit e damm : e vuhez. D. (db. an dud; da heul un ag.) AN TAMM ANEZHAÑ, ANEZHI, ANEZHO : eñ, hi, int. Laouen e oa an tamm anezhi. Uhel eo an tamm anezhañ : otus-meurbet. [1877] [S]onn o fenn ha rok an tamm anezho, rak n’oa den ebet ken da enebiñ outo. [1924] [...] met Pipi a oa glorus an tamm anezhañ. [1944] Paket berr an tamm anezhañ, Herri a lavaras din : [...]. E. PEMDEZ (da heul un ag. perc'h. ha dirak un ak.) MA ZAMM, DA DAMM, H.A. : troienn a verk uvelded a-berzh ar c'homzer pe diouer a brizadur. Debret en deus e damm merenn. & (en e furm lies) Dastum a ra e dammoù dilhad.

Exemples historiques : 
123
Masquer la liste des exemples

tamm

1499
Référence : LVBCA p191 (morseau ; c-est morsel)

gounit e damm

1659
Référence : LDJM.1 pg (gounit e) dam [tam]

tamm

1659
Référence : LDJM.1 pg miorceau

tamm-tout

1732
Référence : GReg pg aliment

Da louarn kousket / Ne zeu tamm boued.

1732
Référence : GReg pg goupil (A goupil endormi, rien ne lui chet en la gueule, -ancien proverbe-.)

tamm skorn

1732
Référence : GReg pg glaçon (morceau de glace)

tammoù skorn

1732
Référence : GReg pg glaçon (morceau de glace, p.)

Un tamm bron grilhet a zo mat

1732
Référence : GReg pg goulier (Un morceau de goulier grillé, est bon.)

un tamm bara hag amann

1732
Référence : GReg pg (une petite) beurrée

miret un dra vat an tamm diwezhañ

1732
Référence : GReg pg (garder un bon morceau pour bonne) douche

tamm

1732
Référence : GReg pg (petite) bouchée, brin (parlant de pain)

tammoù

1732
Référence : GReg pg (petite) bouchée

n'am eus bet tamm

1732
Référence : GReg pg (jen'ai eu) brin (aucun morceau de pain, ou, autre chose qui se mange)

un tamm onestiz ne goust ket kalz

1732
Référence : GReg pg (la) civilité (a son mérite)

N'he deus ket un tamm skiant-vat.

1732
Référence : GReg pg goute (Elle n'a pas une goute de bon sens.)

tamm-bloc'h

1732
Référence : GReg pg aliment

dre dammoù

1850
Référence : GON.II p.7, introduction, "par morceaux"

Gwell eo ganin un tamm bevin eget un tamm lard.

1850
Référence : GON.II pg bevin (J'aime mieux un morceau de maigre qu'un morceau de gras).

an tamm kig-mañ a zo askornus bras

1850
Référence : GON.II pg askournuz

Kleuzit an tamm koad-mañ.

1850
Référence : GON.II.HV pg kleûza (Creusez ce morceau de bois).

tennit an tamm koad-se eus an tan, pe e tevo penn-da-benn

1850
Référence : GON.II pg devi

roit din un tamm kig diaskorn

1850
Référence : GON.II pg diaskourn

didroc'het eo va zamm mezher ganti

1850
Référence : GON.II pg didrouc'ha

diskrogit an tamm kig-se

1850
Référence : GON.II pg diskrégi

diskrivit eñ war an tamm paper-mañ

1850
Référence : GON.II.HV pg diskriva

disneudennit an tamm lien-mañ da lakaat war e c'houli

1850
Référence : GON.II pg disneûdenna

Divouedit an tamm skav-mañ.

1850
Référence : GON.II pg divoéda (Ôtez la moelle de ce morceau de sureau).

ne c'hellot biken gennañ an tamm koad-mañ

1850
Référence : GON.II pg genna

tamm

1850
Référence : GON.II pg péz, tamm

tammoù

1850
Référence : GON.II pg tamm

roit un tamm bara din

1850
Référence : GON.II pg tamm

an tamm a ya gantañ

1850
Référence : GON.II pg tamm

kreñv a-walc'h evit gounit e damm

1850
Référence : GON.II pg tamm

e droc'het en deus a damm e tamm

1850
Référence : GON.II pg tamm

Roit un tamm biouel din da lakaat en toaz.

1850
Référence : GON.II pg biouil (Donnez-moi un morceau de levain pour mettre dans la pâte. Ce mot est du dialecte de Vannes).

Petra bennak m'en doa troet Mojennoù Faedr hervez kiz e barrez, ne oant ket hervez kiz an dud desket-kaer; gant ar soñj d'o lakaat bravoc'h, e varellas anezho a dammoù galleg dastumet e kêr, traoù ken divalo ha ken iskis e brezhoneg ma'z int evel kozh peñselioù ruz pe c'hlas gwriet ouzh ur sae wenn gant ur c'hemener mezv-dall.

1867
Référence : MGK Rakskrid VII

An olifant, d'e dro, hag eñ fur koulskoude, 'vel ar re all gomzas ivez. Krediñ a rae, a lavaras, 'oa ar morvac'h un tamm re vras. Hag Itronig ar verienenn a gave, dioc'h he ment, re vistrik ar fubuenn.

1867
Référence : MGK p11

Tammoùigoù latin ha kozh tammoù galleg ne zeuas ken gantañ d'ar gêr, nemet ul levrig skritur moull, hanter roget ha peuruzet, a lenned er penn a-raok anezhañ ar c'homzioù-mañ e latin : Paedri Fabulae, da lavaret eo : Mojennoù Faedr.

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

N'eo ket ur gaou : gwazed a zo / Ned int netra nemet lastez, / Kozh marmouzien, tammoù lakez, / Spont an dud vat ha mezh ar vro.

1867
Référence : MGK p131

An tamm dir a lavar, hep kaout aon na krenañ : / — « Labour az peus kavet ; kaer az po rigouignat / Ha gwaskañ gant da zent, zo lemm a lavarer, / A-raok ma tistago diouzhin-me ur begad, / Nag an disterañ tamm, / Kozh tamm naerig flemmer, / 'Vezint, evel bruzun, torret en da garvan. »

1867
Référence : MGK p73

Evelkent, adarre e c'hwezh / A-barzh kas an tamm en e stal.

1867
Référence : MGK p38

Hep ur c'hriñsenn, Eripin kaezh, / E rankit, en ho stad, glaouriñ du gant an naon ; / Rak, evel ma ouzoc'h, dre ned eus razoc'h aon, / Ne c'hellit kaout kofad, na begad evit netra / : A daolioù skilf, pep tamm a rankit diframmañ[.]

1867
Référence : MGK p8

Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou. Diwar nij e tiskenn e liorzh un tiig-soul oa eno e-kichen, o krediñ evit mat oa er wech-mañ diouti distag he gwallstropad, pa deu ur c'hozh tamm paotr, dezhañ pemp pe c'hwec'h vloaz - d'an oad-se ur bugel ne oar pe zroug ra c'hoazh - da sinklañ eeun outi ur maen gant e vatalm.

1867
Référence : MGK p20

— Sell, digas a rez da soñj din hor boa dec’h da noz lavaret gwall draoù diwar-benn Ester ; deomp da c’houlenn diganti pep a damm kig ha bara, ha da evañ, d’hon tro, ur voutailhad eus ar gwin a oa deuet ganen eus a Vourdel, er blavezh m’oas-te dimezet.

1877
Référence : EKG.I. p.229

Ar sakrist a yae eus e di, goular an tamm anezhañ : ned ae ket a-galon-vat war-zu ti Loull ar Bouc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.115

Mar gell an Aotrou manac’h reiñ deomp pep a damm ha pep a wele, me garfe chom amañ da lojañ e-kreiz ar c’hoadoù.

1877
Référence : EKG.I. p.58

— Ni a zo soudarded ar republik hag a rank kaout da zibriñ ha da evañ. — Bezañ digaset ganeoc’h ’ta neuze, eme ar maer. E Sant-Tegoneg n’eus na tamm na banne.

1877
Référence : EKG.I. p.170

Pa vezo ret, evit difenn ar republik, reiñ un taol kleze, pe tennañ un tenn fuzuilh, Bombañs a yelo da guzhet ; aon en devezo da ober zoken un tamm hillig d’an noblañs ha d’ar veleien a yoa ker kriz e-keñver ar bobl.

1877
Référence : EKG.I. p.201-202

Antronoz vintin, pa’z eas Klaodina da gas dezhañ e damm boued, her c’havas atav war e zaoulin, e zaoulagad ruz-glaou hag e zremm dilavet.

1877
Référence : EKG.I. p.48-49

An tammoù lakizien eus a gêr hag ar soudarded, a grie ivez : — D’an daoulin ! d’an daoulin ! Feburier !

1877
Référence : EKG.I. p.184

Ret eo deomp diskouez forzh soudarded ha forzh kanolioù evit esa ober un tamm aon da dud pennek ar vro-mañ.

1877
Référence : EKG.I. p.312

Ne vez ket re alies em zi soudarded ar republik, ha fenoz mar o deus un tamm amzer, e raimp un tamm fest.

1877
Référence : EKG.I. p.221-222

Soudarded ar Republik a c’haloupe eus an eil penn d’egile d’an ti, sonn o fenn ha rok an tamm anezho, rak n’oa den ebet ken da enebiñ outo.

1877
Référence : EKG.I. p.40

— Ya, mes n’eus ganen na bragez na tamm dilhad all ebet nemet va roched !

1877
Référence : EKG.I. p.141

— O ! va mamm, aon am eus ; deuit hoc’h-unan da reiñ dezhañ e damm bara.

1877
Référence : EKG.I. p.149

Buan eus a-douez ar foenn, pe va bouc’hal a ya da ober tammoù skolpad ac’hanoc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.141-142

— Na rit ket a van, eme ar manac’h, me a zo boazet da yun. Evelato ec’h [ay] ganen, a-galon-vat, un tamm bara, rak abaoe dec’h da greisteiz n’em eus debret griñsenn.

1877
Référence : EKG.I. p.45

E gwirionez, ne zalejont ket d’en em gaout e Berven, ha, dioc’htu m’oant en em gavet, hep reiñ amzer da Yann Prijant da lavaret un tamm peden zoken, e voe staget ouc’h tour an iliz, ha, buanoc’h eget n’her lavaran deoc’h, e voe laosket warnañ daou-ugent tenn fuzuilh en un taol...

1878
Référence : EKG.II p.19

Mat, koulskoude en iliz Berven, me am beus bet un tamm enkrez, un tamm aon pa ne gaven ket an alc’houez a zigore an tour.

1878
Référence : EKG.II p.123

P’edon etre unnek eur hag hanternoz, va-unan, e-tal tour Berven, pevar alc’houez, daou fall anezho, etre va daouarn, ez ae buanoc’h ar soñjoù dre va fenn, hag e teue tammoù enkrez din, hag e krene va izili, ret eo hen anzav.

1878
Référence : EKG.II p.123

Daou zervezh goude taol Trefalegenn, e-pad m’edomp o tommañ en-dro d’un tamm tan hor boa alumet, war-dro peder eur dioc’h [diouzh] an abardaevezh, e teuas en hon touez an Aotrou de Kerbalaneg [sic], atav un aer nec’het dezhañ.

1878
Référence : EKG.II p.101

Eñ a chomas krenn a-sav, drouglivetoc’h c’hoazh eget a-ziagent ; un tamm skrijadenn a reas.

1878
Référence : EKG.II p.94

E-pad m’edont, evel paotred ar sabad, o tañsal, o youc’hal hag o pec’hiñ, evel pa vije kollet o fenn ganto, en-dro da dammoù ar groaz [v]ruzunet, ec’h en em gavas a du Bretouarne ar re a yoa aet da Gervern, ha, ganto, en o zouez, seur Kervern, Mari Kemener, staget gant ur gordenn he daouarn a-dreñv he c’hein.

1878
Référence : EKG.II p.78

An dra-mañ a c’hoarveze dioc’h ar mintin, un tamm a-raok mare merenn.

1878
Référence : EKG.II p.69

En ur sellet en-dro din, e kavis tamm amañ tamm ahont, stlapet e-kichen ur poull-dour ; ennañ, me ’gred, e oa taolet an tammoù all.

1878
Référence : EKG.II p.37

— Gevier, gevier, eme adarre ar c’habiten, a-bouez e benn, ha droug ennañ ! Hennezh, ar c’hozh tamm koueriad-se, eo en deus va bornet-me, e Kergidu, gant un taol forc’h. — Me n’hoc’h anavezan ket, eme Yann. Ha ne lavare ket a c’hevier evit lavaret an dra-se, rak meur a daol forc’h en doa roet.

1878
Référence : EKG.II p.18

Me ’garfe e chomfe an drederenn ac’hanomp da zibriñ o zamm amañ war an hent, ha ma tigouezh soudarded Canclaux warnomp, e vezint a-walc’h evit en em zifenn ur pennad, da c’hedal ma vezo ar re all deuet d’o sikour.

1878
Référence : EKG.II p.4

— Gwelet a ran war ho penn un aer nec’het ; koulskoude n’eo ket kalon a vank deoc’h, hen diskouez hoc’h eus graet abaoe an dervezhioù-mañ ; un dra hepken a vank deoc’h : hini ac’hanoc’h marteze n’en deus soñjet n’hoc’h eus debret tamm abaoe dec’h da noz, ha koulskoude oc’h en em gannet evel gwazed a benn hag a galon.

1878
Référence : EKG.II p.3

Pa brenomp un tamm houarn en ti ar marc'hadour, na deu ket da soñj dimp penaos an tamm houarn-se n'e[o] ket bet bepred er stumm 'mañ bremañ.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

uc'hel an tamm anezhañ

1909
Référence : BROU p. 427 (il est bien arrogant)

an tamm hag al lomm a zalc'h an den en e blom

1909
Référence : BROU p. 395 (lomm : goutte)

hennezh a zo uc'hal an tamm anezhañ

1909
Référence : BROU p. 253 (d'un homme un peu prétentieux on dit hennez a zo uc'hal an tamm anezha)

kouezhet an tamm

1909
Référence : BROU p. 427 (la luette est tombée)

Traoù kenaozet a veur a damm (Notennoù, VII, 29)

1923
Référence : SKET p.162, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Des objets faits de plusieurs morceaux".

Pet gwech ivez en devoa klasket an tu da dapout Pipi, ki ar presbital ? met Pipi a oa glorus an tamm anezhañ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1029 (Gouere-Eost 1924)

E Breizh-Izel, e vezer mat evit ar paour, hag e pep ti e vo evitañ un tamm bara, un tamm kig, alies ur skudellad soubenn.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Evurus eo bet, ma oa eno ar person, anez da se, Bilzig a vije bet infamet gant ar c’hi, diframmet dezhañ e dammoùigoù dilhad ha tammoù mat eus e groc’hen.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1023 (Gouere-Eost 1924)

[M]et kaer o devoa bet Bilzig hag an daou all stourm ouzh o mamm e oant bet tamallet hep abeg, Izabel a dapas krog en un tamm kordenn voan.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

A-dra-sur, Janedig a oa bet lakaet war c’horre an tamm douar-mañ evit bezañ enoret evel un itron a wad uhel, evel gwreg un denjentil.

1925
Référence : BILZ2 p.152

Pa o dije troc’het ha dastumet er c'hirzhier trawalc’h evit o zamm, ec’h aent da graoñ-kelveza pe da gistina pe da vouara, da c’hregona, da avalaoua, hervez ar miz.

1925
Référence : BILZ2 p.114

Met gwir eo ar pezh a lavar ar re gozh : an traoù am eump bet darempredet a zalc’h un tamm eus hon buhez : o [d]ilezel a zo un dristidigezh.

1925
Référence : BILZ2 p.177

tamm

1927
Référence : GERI.Ern pg a

un tamm mat

1927
Référence : GERI.Ern pg a

un tamm mat a vara

1927
Référence : GERI.Ern pg a3 (un bon morceau de pain)

Ar paourkaezh loen a ouie diskouez anaoudegezh-vat d'ar re a roe dezhañ tammoù askorn [sic], skolpennadoù minvig soubet el lipig, buzhug kleuz fritet mesk-ha-mesk gant aouravaloù-karantez, farz, bannac'hoù soubenn leun a lagadennoù rous.

1929
Référence : SVBV p6

War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras!

1929
Référence : SVBV p9

rok an tamm anezhañ

1931
Référence : VALL pg arrogant

aet eo an tamm dre an toull gaou

1931
Référence : VALL pg avaler

tamm

1931
Référence : VALL pg billet, bribe

tamm labour

1931
Référence : VALL pg besogne, bout (d'ouvrage)

ragachat un tamm brezhoneg

1931
Référence : VALL pg bredouiller (un peu de breton)

kozh tammoù

1931
Référence : VALL pg bribe (en mauvaise part)

kozh tamm

1931
Référence : VALL pg bribe (en mauvaise part)

un tamm mat

1931
Référence : VALL pg beaucoup

tammoù

1931
Référence : VALL pg bribe

un tamm a gant lur

1931
Référence : VALL pg (un) billet (de 100 francs)

Olga a zeske din tammoù norvejeg ha me dezhi tammoù brezhoneg.

1944
Référence : EURW.1 p44

Anastazi a oa dousoc'h he c'halon : – « Deuit amañ ouzh taol, bugaligoù keizh, emezi, da zebriñ ur bannac'h soubenn, hag un tamm kig-sall ».

1944
Référence : EURW.1 p38

'[H]ed ar pred e veze evet sistr ha gwin, goustadik da gentañ, gant ober tammoù « komplimañchoù », hardishoc'h goude an anduilh a zigase sec'h, lipr-ha-lipr gant ar rost ; skarzhet ar gwer en ul lonkadenn gant ar madigoù[.]

1944
Référence : EURW.1 p26-27

– « Fransoù bihan, a c'houlenne Yann Gouer pe Fant Kouerez, goût a rez brezhoneg ? » – « Un tamm bihan. »

1944
Référence : EURW.1 p18-19

Evel-se e tremene sioulik ha plaen he zamm buhez, betek marv he zad e 1869.

1944
Référence : EURW.1 p14

Koulskoude, fentus eo, hor mignoniaj ne denne tamm ebet da draoù speredel.

1944
Référence : EURW.1 p.193

Mar dichañs d'ar follennoù-mañ bezañ moulet ur wech, mar bez kavet arc'hant a-walc'h d'en ober, ar pezh a gontin deus ma roudenn a c'hallfe bezañ ur skouer d'an dud yaouank a Vreizh da zont, pa lennint troioù hag avanturioù ar barzh Taldir-se, graet kement a drouz war e anv dija, redet gantañ dija holl vroioù ar Gelted, ha deut da beñseañ hiriv en un tamm bourk bihan a Gerne-Uhel...

1944
Référence : EURW.1 p5

Plijout a rae din kenañ ar varzhoniez, ne vern a be vro hag a be yezh, ha ma zamm arc’hant a yae da brenañ oberoù Hugo, Musset, Lamartine ; re Byron, Swinburne, Shelley, Tennison ; re Daniel Owen, Islwyn, Mynyddog, ha re Osian, ha Thomas Moore.

1944
Référence : EURW.1 p.100

Ne chom ganto nemet un tamm skiant-prenet… ha prenet alies diwar o c’houst ha diwar o brasañ damant.

1944
Référence : ATST p.8-9

Lom eta ne zebras tamm ebet, ha Job kennebeut, rak ar soubenn rous ne blije ket dezhañ, an deiz-se.

1944
Référence : ATST p.27

Un tamm den berr ha munut, gwisket gant ul livitenn du, war e benn un tog-kern-uhel du, ouzh e golier gwenn-kann ur gravatenn du, ul lunedoù houarn-gwenn war e fri ; hag ur moustachig gwenn troc’het reut evel ur broust ; setu eno an den : ur gwir « Frère ».

1944
Référence : EURW.1 p.97

— « Diot hoc’h-unan, » eme Job, prim an tamm anezhañ ; « emaoc’h aze o klask lakaat anezhi da gousket. Ho rimadell O, moereb ! O, moereb ! a zo ker sot hag hini ar Gazeg Wenn. Poent deoc’h chañch, pe foutu omp. »

1944
Référence : ATST p.34

Va buoc’h, avat, a oa ken laer, ma ne roe ket un tamm repoz din, hag, a-hend-all, liorzhoù Penn-Aod ["Pennaod"] a oa enno avaloù ken mat, ken mat, ma oa ur blijadur c’hoari kontellig ganto.

1944
Référence : ATST p.45

An hini en dije gwelet Mari d’ar mare-se en dije kredet moarvat e oa kollet ganti he holl skiant vat, kollet he zamm buhez.

1944
Référence : ATST p.53

Pa gave en e voued un tamm bara re galet, e tegase anezhañ en-dro da Garreg-al-Louarn, rak ma oa re galet evit e c’henou dizant, e veze blot ha saourus evit beg lemm ar yar gozh.

1944
Référence : ATST p.59

Ha gwir e oa ; hep tamm, abaoe meur a zevezh ha meur a nozvezh, ar c’hazh penn du a dabac’he ar muiañ ma c’helle, dindan an daol, o klask un tañva eus ul logodennig bennak.

1944
Référence : ATST p.63

Paket berr an tamm anezhañ, Herri a lavaras din : « Un tamm houarn kozh bennak a zo bet disoñjet e goueled an armel. »

1944
Référence : ATST p.76

Ha Katell ar Vourc’h-kozh a stlapas da Chann ar Runigoù, e-kreiz he fas, ur mell pezh tamm toaz flibouz ["flibous"] ma strinkas beradennoù e pep tu ha zoken e genou ar merc’hed a c’hoarzhe re d’ar mare.

1944
Référence : ATST p.87

- Breur Celestino, en ho plas ez afen da gofes. Ha pediñ a rafen, ken a... - Marteze ! C'hwi avat, n'oc'h nemet un tamm koad.

1949
Référence : SIZH p.47

Diframmañ a ray diouzh e galon an higenn zraenek, ha pa yafe an tamm ganti.

1949
Référence : SIZH p.59

Ar re-mañ eta, a oa deut, nec'het un tamm anezho oc'h en em c'houlenn penaos e trofe an abadenn ar wech-mañ.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 4

Bep un tamm koulskoude e teuen adarre e-barzh hag ez ae an traoù war zresaat ganin.

1985
Référence : DGBD p38

Euzh ha rukun am boa bet ouzh va faotr adal ar sell kentañ. Evel tiegezh ar plac'hig, pezh na oa nemet reizh. Hogen ersav ar mezeg eo en doa va skoet. Ne oa nemet un tamm apotiker ordinal, hep oad na liv na tra arbennik ebet, ha dezhañ taol-mouezh kreñv Din Edin ha kizidigezh ur binioù.

2012
Référence : DJHMH p13

peder gwech e kouezhas ar vouc'hal ; hogen solut e oa ar c'hoad hag oberiet dreist an dorlec'h ; da heul ar pempet taol hepken ez eas ar prenn e tammoù hag e kouezhas dismantroù an nor war ar pallenn leur en diabarzh.

2012
Référence : DJHMH p. 73

Bez' e c'helljen toullañ kaoz gant Koula evit ma hañvalje an hent bezañ berroc'h, met pa vez unan o paouez gouzañv ur stroñs kreñv, daou dra 'zo ha ne c'hell ket ober: lakaat un tamm en e stomog ha tennañ ur ger eus e c'henoù.

2015
Référence : EHPEA p17

Atav ez eus tu da ginnig d'ar poliser e-tal deoc'h evañ ur banne tomm, pe rannañ un tamm bara pok-ha-pok ganeoc'h, pa grog an obererezh da vezañ hir, kement ha distignañ an traoù un tamm bihan.

2015
Référence : DISENT p161

hag a zo choazet ganeoc'h tamm-pe-damm), ma'z eus bet taolet sklêrijenn gant ar mediaoù evel zo dleet, war hoc'h obererezh koulz ha war itrikadennoù hoc'h enebourien, m'ho peus galvet tud vrudet da skoazellañ ac'hanoc'h, m'ho peus bodet kalz a dud en-dro deoc'h a-drugarez d'hoc'h obererezh ha d'ar c'houlzad kenskoazell a zo bet war-lerc'h... e c'hall [ho prosez] dont da vezañ ho prosez [sic] ul leurenn bolitikel deus ar c'hentañ troc'h evit ho stourm

2015
Référence : DISENT p174

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux