Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Définition :  Masquer la définition

I. A. (en ul lav. nac'h ; dirak un ak.) Ket an disterañ. [1878] En aner ec’h en em skuizhen, rak an nor a yoa kloz ha ne fiñve tamm ganen. & (dirak un ak.) N'eus mui tamm keuneud (ebet). N'en deus tamm ti. Ne'm eus ket bet tamm merenn. Ne chom mui tamm bara. [1924] Tamm kig en ti evit ober dezhe soubenn domm, tamm kig ebet evit reiñ dezhe nerzh da drec’hiñ war ar c’hleñved, ha da yac’haat. (dirak un ag.) Ar gwele ne oa tamm (ebet) re hir dezhañ. Ne oa tamm lorc'hus ebet. Ne oa tamm kreñv mui. [1877] Mes, evel n’oa ket Mirabeau tamm heñvel ouzh sent Baradoz an Aotrou Doue, ne felle ket dezho kennebeut e vije e c’houel heñvel ouzh gouelioù ar sent kozh. & (goude ur v.) Ne ouzon tamm (ebet) petra a c'hoarvez. Hep klemm tamm pe hogos tamm. N'en doa kousket tamm e-pad an noz. B. Tr. adv. 1. UN TAMM MAT : kalz. [1944] Da gentañ, Lom, pegement ’gav deoc’h, e talvez klask un den beuzet er stêr vras ? » — « O ! un tamm mat, ’vat. » & (dirak un ag. en e zerez-uheloc'h) Eñ zo un tamm mat koshoc'h egeti. & (goude ur v.) Redet em eus un tamm mat. 2. UN TAMM MAT A : kalz. Un tamm mat a lorc'h zo enni. Un tamm mat a arc'hant e kousto. & (impl. da ag. dirak un ak.) Bras, kreñv, tev. Un tamm mat a zen : un den kreñv. Un tamm mat a vazh. 3. UN TAMM BRAV : kalzik. Un tamm brav a aon, a blijadur en deus bet. [1877] — Un tamm brav a zispign ec’h eus bet eno evelato. 4. TAMM PE DAMM : kalz pe nebeut. An holl o deus bet ar grip tamm pe damm. 5. UN TAMM : betek ur poent, e doareoù zo. Un tamm eo heñvel ouzh e dad. [1878] Evelato e kave din em bije lojeiz e Maner al Liorzhoù, rak, ouc’hpenn m’oamp ivez ’ta un tamm kerent, evel em eus her lavaret deoc’h, bremañ e oa war-dro eizh miz, em boa graet ur vad vras da Herve en ur prosez en doa bet gant ur marc’hadour kezeg. 6. A DAMM DA DAMM : tamm-ha-tamm. A damm da damm e teuas da zilezel an hent mat. 7. (en e furm lies) Tammoù : a-wechoù, pennadoù bihan a amzer. [1878] N’eo ket ret lavaret dit, mar klevez trouz a-gleiz, e ranki treiñ a-zehoù, ha ma rankez chom a-sav tammoù, e chomi. II. Rag. am. 1. (en ul lav. kad.) Un nebeud, ur pennadig amzer. Un tamm a ouzon. Kresket en deus un tamm. 2. (en ul lav. nac'h) Netra, lodenn ebet (eus udb.). Ne welan tamm. Ne'm eus bet tamm. 3. Trl. N'eus tamm zo ebet : n'eus ket pell zo. Gwelet em eus daou zen o tremen, n'eus tamm zo ebet. III. Ar. RANNYEZH. (Douarnenez). Hep. Redek e-giz un den tamm felc'h. Tamm gouloù oc'h aet d'ho kwele ? Debriñ tamm fourchetez.

Exemples historiques : 
39
Masquer la liste des exemples

10. Madoù hentez na souhet tamm / D'o miret flamm injustamant.

1622
Référence : Do. p28

Ne welez tamm.

1732
Référence : GReg pg goute (Tu ne vois goute.)

Ne glev tamm.

1732
Référence : GReg pg goute (Il n'entend goute.)

terzhienn ne guita tamm

1732
Référence : GReg pg (fièvre) continuë, fievre (Fièvre continuë)

Ar flammoù grizies eus an Infern ne sklaeront tamm.

1732
Référence : GReg pg flamme (Les flammes éternelles ne luisent point.)

hep tamm nerzh

1732
Référence : GReg pg force (Sans nulle force.)

tamm

1732
Référence : GReg pg goute (Goute, point du tout.), grains (Grain, point du tout.)

Ned eo tamm sot, nebaon.

1732
Référence : GReg pg grains (Il n'est grain niais.)

ar paotr-se na ehan tamm

1732
Référence : GReg pg cesse (ce garçon ne cesse point, il ne fait que faire du mal)

tamm

1850
Référence : GON.II.HV pg dim

Ar pintig kaezh, laouen bepred, a gan hep goulenn tra ebet ; hag o klevet ker brav dudi, an holl a rae e veuleudi o lavaret "Ur c'haner eo" ! Gant meuleudioù ne chomer bev. Alies siwazh. Ar pintig paour ne gave tamm na berad dour, e zaou bodig goullo atav, un deiz e voe kavet marv, marv gant naon en ur ganañ

1867
Référence : MGK p22

« Diwall 'ta rak warc'hoazh, kemer bremañ dioc'htu, / Hag hep marc'hata tamm[,] debr hag ef war da du. »

1867
Référence : MGK p96

Hag ennañ e-unan mar kav den 'bet abeg, e c'hell lavaret din, hep bezañ tamm mezhek : da bep hini diouzh e c'houlenn, evit er pareañ, me roy ul louzaouenn.

1867
Référence : MGK p10

— « Hentchoù all zo e-leizh, hentchoù-treuz, ribouloù ; / Mar fell dit mont drezo e weli kalz roudoù / A zo aet en da raok. — Mar kerez, fistoulig, / Hep spegañ tamm en drez e vezi pinvidik. »

1867
Référence : MGK p144

Neuze e savas un tamm aon gant ar C’houilh.

1877
Référence : EKG.I. p.132

[... ] war e garg a eskop, tud ar bed-mañ n’o doa pe wel : d’hon Tad Santel ar Pab hepken e oa terriñ he eskopti, ha tamm da dud hag a rank sentiñ o-unan ouc’h an Iliz nag ouc’h an eskibien ; rak un eskop eo pastor e eskopti, ha n'eo ket d’ur pastor sentiñ ouc’h e zeñved, mes d’an deñved sentiñ ouc’h o fastor.

1877
Référence : EKG.I. p.10-11

O welet an dra-se, unan eus ar soudarded a dostaas hag a lamas kuit ar golo : an hini a yoa e-barzh ne fiñve tamm.

1877
Référence : EKG.I. p.32

E leandi Sant-A[l]bin, hennezh [e] oa hanv ar gouent savet gant an Aotrou Olier Lambal, hag a gomzan anezhi, e leandi Sant-A[l]bin [e] oa digor an nor d'an holl ; kerkoulz d’ar pec’her paour a deue di d’en em zisammañ eus e bec’hedoù e-harz treid ur "c’honfesour" karantezus, evel d’ar paour ezhommek n’en doa tamm da zebriñ e-unan, na griñsenn da reiñ d’e vugale.

1877
Référence : EKG.I. p.34

Mes, evel n’oa ket Mirabeau tamm heñvel ouzh sent Baradoz an Aotrou Doue, ne felle ket dezho kennebeut e vije e c’houel heñvel ouzh gouelioù ar sent kozh.

1877
Référence : EKG.I. p.175

— Un tamm brav a zispign ec’h eus bet eno evelato.

1877
Référence : EKG.I. p.229

Ar soudard a c’haloupe ivez war o lerc’h en ur grial outo chom a-sav ; gounit a rae warnezho un nebeudig marteze, mes evelato edont un tamm brav a-raok p’en em gavjont e traoñ ar park.

1877
Référence : EKG.I. p.303

Polidor kennebeut ne gare tamm ar sitoyaned ; c’hwez fall, a gav din, a sante ganto.

1878
Référence : EKG.II p.29

N’eo ket ret lavaret dit, mar klevez trouz a-gleiz, e ranki treiñ a-zehoù, ha ma rankez chom a-sav tammoù, e chomi. An traoù-mañ a ri dioc’h [diouzh] ar pezh a c’hoarvezo ganez.

1878
Référence : EKG.II p.114

Esa a ris he divarc’hañ en u[l] lakaat va dorn dehoù a-zindani ha va dorn kleiz d’an nec’h. En aner ec’h en em skuizhen, rak an nor a yoa kloz ha ne fiñve tamm ganen.

1878
Référence : EKG.II p.120

Evelato e kave din em bije lojeiz e Maner al Liorzhoù, rak, ouc’hpenn m’oamp ivez ’ta un tamm kerent, evel em eus her lavaret deoc’h, bremañ e oa war-dro eizh miz, em boa graet ur vad vras da Herve en ur prosez en doa bet gant ur marc’hadour kezeg.

1878
Référence : EKG.II p.35

Fañch deus n’[ouz]on pelec’h, pehini n’e[o] tamm kar da Fañch all.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Pelc'h emañ da vreur ? Ne'm eus tamm

1909
Référence : BROU p. 427 (tamm ; ce mot se dit aussi pour "ne pas")

n'eus deuet tamm lizher

1909
Référence : BROU p. 427

Tamm kig en ti evit ober dezhe soubenn domm, tamm kig ebet evit reiñ dezhe nerzh da drec’hiñ war ar c’hleñved, ha da yac’haat.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Chachañ a rae war ar c’horn-se e-pad an deiz, ha kaer en [deze] chachañ, tamm moged ebet ne deue : butun-karot a implije Jarlig, butun troc’het a-skolpennadoù, mouest an treujennoù, diaes-meurbet da danañ. Ha Jarlig a chache, chache, a grañche, moged tamm ne deue.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

Ha, pa errue gant ar biz-bihan : Hemañ eo ar bizig bihan bihan bihan kamm / N'en devoa bet tamm digant e vamm, /Tamm digant e vamm !…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.842 (Miz C'hwevrer 1924)

An neb, avat, na oa aet tamm war wellaat a ranke dioueriñ : paotr-karr Vissurix eo a zebre ar wastell en e lec’h.

1924
Référence : SKET.II p.20

Hag evelkent, am c’hredo neb a garo, tamm laouenidigezh ebet ne dennas Bilzig eus degouezh ar barner…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1034 (Gouere-Eost 1924)

Pep hini en devoa bet truez eus stad ar peskaeter. Ur gest a zo bet graet er bourk ha war ar maez. An aotrou kont, an aotrou person, an aotrou kure o deus roet pep a damm mat a arc’hant : trawalc’h a zo bet dastumet evit ober ur vag nevez da Yann.

1925
Référence : BILZ2 p.149

tamm ebet

1931
Référence : VALL pg aucun

Da gentañ, Lom, pegement ’gav deoc’h, e talvez klask un den beuzet er stêr vras ? » — « O ! un tamm mat, ’vat. » — « N’eo ket un tamm mat a c’houlennan diganeoc’h… Pegement e talvez ? a lavaran. »

1944
Référence : ATST p.93

N'en doa ket an aer da gaout tamm truez ebet ouzh hor stad.

1944
Référence : EURW.1 p38

Ne oa tamm raktres distruj an nev, mirout anezhi ne lâran ket.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 23

Hag evit a sell o stumm avat, tamm tres ne oa chomet eus ar Grennamzer en enep da iliz-veur Köln, da skouer.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 20

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux