1. Perzh, stad udb. zo war dan, o teviñ.
Bouloù tanet a goll o zanijenn er mor.
2. (db. an dud)
Loskadur a santer diwar gwered an tan, un danvezenn bnk., ar rimierezh war ar c'horf.
Tanijenn en deus en e feskennoù. Evañ a ra evit terriñ an danijenn zo en e ziabarzh.
3. MEZEG.
Gor, ruzder, koeñv, poanius prl., a sav pa vez ar c'horf oc'h enebiñ ouzh diaezoù lec'hel.
4. Termen a dalvez da sevel anvioù kleñvedoù.
Tanijenn skevent : torzhellegezh.
Tanijenn skouarn : otit.
5. Dre skeud. (db. an dud)
[1732] Santad taer a zroukrañs en deus ub. evit ub. all.
HS. kaz.
tanijenn natur a sav er faltazi en un taol, hag a laka un den da lavaret traoù dreistordinal
tanigenn natural a sav èr faltasy èn un taul, hac a lacqa un dèn da lavaret traou dreistordinal
1732
Référence :
GReg
pg entousiasme
tanijenn
tanigenn
1732
Référence :
GReg
pg dartre (vive), demangeaison (brulante), échaufaison, échaufaison (commencement de colère, feu (volage, maladie, espece de dartre qui s'enflamme, & qui vient sur tout au visage), feu (chaleur brulante qui provient de quelque cause interne)
tanijenn
tanigeñ
1732
Référence :
GReg
pg animosité, brulure
tanijenn
tanijen
1850
Référence :
GON.II.HV
pg grouéz, groéz
tanijenn
tanijen
1850
Référence :
GON.II
pg tân (-losk), tanijen
kelc'hennig tanijenn
kelc'hennig-tanijenn
1931
Référence :
VALL
pg aréole
Ul lonker taget gant an derzhienn-domm pe an danijenn-skevent a varv an darn vuiañ eus an amzer.
Ul lonker taget gant an derzienn-domm pe an danijenn-skevent a varv an darn vuia eus an amzer.
1943
Référence :
TOAA
p2
Soñjal a reas ne oa nemet un tammig tanijenn diwar ar pikadennoù a oa bet graet dezhañ, ha setu eñ o vont etrezek an dachenn labour a oa he hini e diabarzh ar vro.