Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Perzh, stad udb. zo war dan, o teviñ. Bouloù tanet a goll o zanijenn er mor. 2. (db. an dud) Loskadur a santer diwar gwered an tan, un danvezenn bnk., ar rimierezh war ar c'horf. Tanijenn en deus en e feskennoù. Evañ a ra evit terriñ an danijenn zo en e ziabarzh. 3. MEZEG. Gor, ruzder, koeñv, poanius prl., a sav pa vez ar c'horf oc'h enebiñ ouzh diaezoù lec'hel. 4. Termen a dalvez da sevel anvioù kleñvedoù. Tanijenn skevent : torzhellegezh. Tanijenn skouarn : otit. 5. Dre skeud. (db. an dud) [1732] Santad taer a zroukrañs en deus ub. evit ub. all. HS. kaz.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

tanijenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg darte

tanijennoù

1732
Daveenn : GReg pg brulure, dartre (vive)

tanijenn

1732
Daveenn : GReg pg dartre (vive), demangeaison (brulante), échaufaison, échaufaison (commencement de colère, feu (volage, maladie, espece de dartre qui s'enflamme, & qui vient sur tout au visage), feu (chaleur brulante qui provient de quelque cause interne)

tanijenn

1732
Daveenn : GReg pg animosité, brulure

tanijenn natur a sav er faltazi en un taol, hag a laka un den da lavaret traoù dreistordinal

1732
Daveenn : GReg pg entousiasme

tanijenn

1850
Daveenn : GON.II pg tân (-losk), tanijen

tanijenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg grouéz, groéz

kelc'hennig tanijenn

1931
Daveenn : VALL pg aréole

Soñjal a reas ne oa nemet un tammig tanijenn diwar ar pikadennoù a oa bet graet dezhañ, ha setu eñ o vont etrezek an dachenn labour a oa he hini e diabarzh ar vro.

1985
Daveenn : DGBD p80

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial