I.
V.g.
A.
1. Terriñ war zigor, mont a-dammoù en un doare trumm, trouzus ha rust.
Emañ ar vombezenn o vont da darzhañ. Tarzhañ a ray ar glogorenn-dredan mar kouezh. An dour berv a lakay ar werenn da darzhañ.
2. (db. ar c'heuneud)
Ober trouzioù trumm ha teuler fulennoù.
Tarzhañ a ra ar c'heuneud kistin en tan.
HS. strakal.
3. (db. ar mor)
Koeñviñ ha strinkañ eon o terriñ.
Tarzhañ a ra ar mor war ar c'herreg.
4. (db. an arnev)
Reiñ un trouz, trouzioù trumm da glevet.
Tarzhañ a ra ar gurun. Kerkent e tarzhas un dalm-gurun.
HS. strakal, trouzal.
5. (db. mouezh an dud)
Sevel trumm hag uhel.
Ur youc'hadenn a darzhas. Uhel e tarzhe ar c'hoarzh.
&
Tarzhañ da c'hoarzhin : c'hoarzhin trumm ha trouzus.
&
Tarzhañ da ouelañ : en em lakaat da ouelañ trumm gant garmoù.
DHS. dirollañ, distignañ.
B. Dre skeud.
1. (db. ar brezelioù, an emgannoù, h.a.)
Ober e reuz trumm.
Emañ ar brezel o vont da darzhañ. Eno e tarzh an traoù.
[1954] Ankounac'haet krenn am boa danvez ha zoken anv ar bennoberenn-se, met ul lajadig kent na darzhas ar brezel diwezhañ e tegouezhas din en em gavout gant ur c'habiten-lestr - unan eus va c'hoarierien vihan, aet bremañ da anaon evel an darn vuiañ eus ar re all.
2. (db. ar santadoù)
En em zispakañ trumm.
Ar garantez a darzh en e galon.
&
Tarzhañ a ray hor c'halonoù gant ar glac'har.
3. (db. an aferioù)
Ober berzh.
Bez' e tlefe holl an traoù mont ha tarzhañ.
4. (db. an deiz, gouloù an deiz)
Dont war-wel diouzh ar beure.
Ha d'ar beure pa darzho an heol e savi.
5. (db. an dud)
Na c'hallout gouzañv ken.
Deuet e oan en ti da evañ ur banne, rak o tarzhañ gant ar sec'hed e oan.
C. Dre ast.
1. (db. ar broñs, ar bleuñv, h.a.)
Digeriñ, en em zispakañ trumm pe drummoc'h.
Tarzhañ a ra ar broñsoù war ar gwez. Klor banal o tarzhañ gant ar wrez. Tarzhañ a rae ar c'hlor kistin kerkent ha kouezhet.
2. (db. ar maen, ar c'hroc'hen, an traezoù, h.a.)
Faoutañ, frailhañ.
Deuet eo ar voger da darzhañ.
3. Dont war-wel.
Lakaat a reas ar sant ur feunteun da darzhañ aze. Tarzhañ a reas palez ar roue dirazo.
4. (db. ar gorioù, an heskidi, h.a.)
Diskargañ war-lerc'h goriñ.
Lakaat ur gor da darzhañ.
5. (db. al laezh)
Treiñ.
Pa vez arnev e teu buan al laezh da darzhañ.
HS. trenkañ.
II.
V.k.e.
A. TARZHAÑ UDB. : e derriñ, e doullañ, e frailhañ.
Tarzhañ kraoñ. Tarzhañ ul lagad da ub. Tarzhañ ur glogorenn. Tarzhañ ur pod.
B.
1. Tarzhañ e foet : e lakaat da strakañ.
2. Tarzhañ e zent : lakaat e zent d'ober trouz dre lakaat an eil re da rimiañ ar re all.
En ur darzhañ he dent.
3. Tarzhañ e zent : lakaat e zent d'ober trouz dre stekiñ an eil re ouzh ar re all diwar riv.
Tarzhañ a ra e zent gant an anaoued.
4. Tarzhañ an daouarn : strakañ an daouarn.
5. Tarzhañ e zivfron : ober trouz oc'h ermaeziañ aer dre an divfron.
C. Trl. skeud., PEMDEZ
Deus da darzhañ un' ! : Deus da bakañ ur banne !
III.
V. em.
Trl. skeud.
En em darzhañ gant al labour : labourat a-lazh-korf.
Référence :
GReg
pg apostumer, féler (fendre un peu, sans rien séparer)
tarzhet
tarhet
1732
Référence :
GReg
pg apostumer
tarzhet eo ar gor
tarzet eo ar gor
1732
Référence :
GReg
pg apostume
tarzhañ a ra va c'halon em c'hreiz
tarza ara va c'haloun èm c'hreiz
1732
Référence :
GReg
pg (le coeur me) fend (de douleur)
tarzhet
tarzet
1732
Référence :
GReg
pg apostumer, crever (parlant d'une apostume, au propre, & au figuré), éclater (s'éclater, se fendre; parlant du bois, & des pierres), féler (fendre un peu, sans rien séparer)
tarzhañ
tarza
1732
Référence :
GReg
pg apostumer, crever (parlant d'une apostume, au propre, & au figuré), éclater (s'éclater, se fendre; parlant du bois, & des pierres), féler (fendre un peu, sans rien séparer)
tarzhañ e zaoulagad en e benn, da ur re
tarza e zaulagad èn e benn, da ur re
1732
Référence :
GReg
pg crever (les yeux à quelqu'un)
tarzhiñ
tarc'hein
1850
Référence :
GON.II
pg tarc'hein (voyez "tarza"), pg tarza (sortir avec effort et fracture. percer. rompre. crever. crevasser. péter. pétarder. darder. poindre, paraître, en parlant du jour. aigrir, tourner, cailler sur le feu, en parlant du lait. En Vannes, tarc'hein).
tarzhañ
tarza
1850
Référence :
GON.II
pg adarzou, didarza, pâra, tarc'hein, tarza (sortir avec effort et fracture. percer. rompre. crever. crevasser. péter. pétarder. darder. poindre, paraître, en parlant du jour. aigrir, tourner, cailler sur le feu, en parlant du lait).
tarzhet
tarzet
1850
Référence :
GON.II
pg tarza (sortir avec effort et fracture. percer. rompre. crever. crevasser. péter. pétarder. darder. poindre, paraître, en parlant du jour. aigrir, tourner, cailler sur le feu, en parlant du lait. Part.)
Tarzhet eo ar gor.
Tarzed eo ar gôr.
1850
Référence :
GON.II
pg tarza (l'apostème est rompue, est crevée).
Na darzho ket c'hoazh an deiz.
Na darzô két c'hoaz ann deiz.
1850
Référence :
GON.II
pg tarza (le jour ne paraîtra pas encore).
A-benn ur pennad e klevjod ar c’hilheien o kanañ, hag oc’h en em respont eus an eil klud d’egile ; gervel a raent an deiz, hag a-barzh nemeur e weljod an oabl o tarzhañ war-zu ar sav-heol.
A-benn eur pennad e klefchot ar c’hilleien o kana, hag oc’h en em respount euz an eil klud d’egile ; gervel a reant an deiz, hag abarz nemeur e velchot an oabl o tarza varzu ar zao-heol.
1877
Référence :
EKG.I.
p.130
Un dervezh, war dro fin miz gwengolo, e teuas da darzhañ, war gouent Sant-A[l]bin, ur barr-arne eus ar re vrasañ.
Eun dervez, var dro fin miz guengolo, e teuaz da darza, var gouent Sant-Aubin, eur barr-arne euz ar re vrasa.
1877
Référence :
EKG.I.
p.55
tarzhañ da c'hoarzhin, da leñvañ
tárza da c'hoárzin, da leñva
1909
Référence :
BROU
p. 428 (éclater de rire, de pleurer)
E-harz ar grec’hienn e tarzhe un eienenn, en-dro dezhi bodoù kelvez ruz-moug a zouge, war un dro, bleuñv, frouezh ha deil.
E-harz ar grec’hienn e tarze eun eienenn, en-dro d’ezi bodou kelvez ruz-moug a zouge, war eun dro, bleunv, frouez ha deil.
1923
Référence :
SKET
p.124
P’en em gavjont er c’houronklec’h, plac’h ebet all n’oa digouezhet eno c’hoazh, rak a-vec’h ma tarzhe an heol.
P’en em gavjont er c’houronklec’h, plac’h ebet all n’oa digouezet eno c’hoaz, rak a-vec’h ma tarze an heol.
1923
Référence :
SKET
p.133
Laka evezh na rafes bemdez an div emwalc’hadenn gourc’hemennet gant al Lezenn, ar gentañ a-barzh ma tarzho an heol hag an eil pa ’z ay da guzh.
Laka evez na rafes bemdez an diou emwalc’hadenn gourc’hemennet gand al Lezenn, ar genta abarz ma tarzo an heol hag an eil pa ’z ay da guz (4).
1924
Référence :
SKET.II
p.26
En he c’hreiz un eienenn na darzh an dour enni nemet e-doug ur pennad-amzer hepken da vare kreisteiz.
En he c’hreiz eun eienenn na darz an dour enni nemed e-doug eur pennad-amzer hepken da vare kreisteiz.
1924
Référence :
SKET.II
p.65
Adalek ma tarzh an deiz, dre voutañ dirazo o loened, e nesa pep bagad d’an eienenn.
Adalek ma tarz an deiz, dre vouta dirazo o loened, e nesa pep bagad d’an eienenn.
1924
Référence :
SKET.II
p.65
Da evañ e roe Velia d’he bugel laezh pe zour kerc’het ganti eus an eienenn a darzh e-kreiz enez Abalos.
Da eva e rôe Velia d’he bugel laez pe zour kerc’het ganti eus an eienenn a darz e-kreiz enez Abalos.
1924
Référence :
SKET.II
p.16
Holl goummoù ar mor-Bras eo a dremene, ouzh en em darzhañ, war ar c’haead skoselloù, kent mont er stêr.
Holl goummou ar mor-Bras eo a dremene, ouz en em darza, war ar c’haead skosellou, kent mont er stêr.
Teodor Botrel a oa o paouez tarzhañ en oabl Breizh, evel ur steredenn a gentañ ment.
Théodor Botrel a oa o paouez tarza en oabl Breiz, evel eur steredenn a genta ment.
1944
Référence :
EURW.1
p69
Ar varaerez n’he doa ket klevet pe da verkañ e oa pe ne oa ket, rak redet e oa da welout an dispac’h a oa tarzhet en ti-forn.
1944
Référence :
ATST
p.88
Daoust hag e oa e gwirionez un Nevezenti o tarzhañ ?
Daoust hag e oa e gwirionez eun Nevezenti o tarza ?
1944
Référence :
EURW.1
p71
Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...
1949
Référence :
SIZH
p.38
Ar breur Arturo a oa an tan en e gig, en e wad, en e benn. Stignet e oa e izili, ken e kinnigent tarzhañ.
1949
Référence :
SIZH
p.51
Tarzhet he doa ar wirionez : en e gig an hini 'oa an orged : n'eo ket ur garantez relijiel eo e vage.
1949
Référence :
SIZH
p.59
Ankounac'haet krenn am boa danvez ha zoken anv ar bennoberenn-se, met ul lajadig kent na darzhas ar brezel diwezhañ e tegouezhas din en em gavout gant ur c'habiten-lestr - unan eus va c'hoarierien vihan, aet bremañ da anaon evel an darn vuiañ eus ar re all.
1954
Référence :
VAZA
p.26
Ha bremaik, koulskoude ' tarzho, / Gant e baotred, ur ganiri / ' Glevor eus ar sakritiri, : Ken fraezh ha 'kreiz un argadenn / Tra ma treuzint ar vourc'hadenn.
Ha bremaik, koulskoude ' tarzo, / Gant e baotred, eur ganiri / ' Glevor eus ar sakritiri, : Ken frêz ha 'kreiz eun argadenn / Tra ma treuzint ar vourc'hadenn.
1960
Référence :
PETO
p70
Pa darzhas skiltr galv ar gaouenn, / Ma c'halon daer ' dridas laouen, / Kerkent ha deut d'am c'hlask, un deiz, / Seder ez is gant paotred Breizh.
Pa darzas skiltr galv ar gaouenn, / Ma c'halon dêr ' dridas laouen, / Kerkent ha deut d'am c'hlask, eun deiz, / Seder ez is gant paotred Breiz.
1960
Référence :
PETO
p60
Ar c'hamached o titouriñ / Ez out kablus m'o deus tarzhet / Ar fuzuilhoù pa voe harzet.
Ar c'hamached o titouri / Ez out kablus m'o deus tarzet / Ar fuzuliou pa voe harzet.
1960
Référence :
PETO
p75
setu perak e veze stankoc'h ar strakadegoù daouarn d'ar galleg ha primoc'h ha nerzhusoc'h e tarzhent
1972
Référence :
BAHE
niv. 75, p.4
Ne skoas al lestr nemet war-dro hanternoz; abaoe kuzh-heol avat e c'helled gwelout ar gurun o tarzhañ dizehan diouzh tu an douar ha biskoazh ne 'm eus bet ur gwel ken kaer war ur barr-arnev, zoken er broioù tomm.
1985
Référence :
DGBD
p17
Ken tost din e tarzhas un' anezho [obuzioù], ma voen bannet gantañ en aer, kollet ma anaoudegezh ganin ha suilhet euzhus ma fas gant an tan hag an afenn flaerius o tont dioutañ.
Ken tost din e tarzhas un anezho, ma voen bannet gantañ en aer, kollet ma anaoudegezh ganin ha suilhet euzhus ma fas gant an tan hag an afenn flaerius o tont dioutañ.
1999
Référence :
KOKE.II
p154
Betek neuze e oa kompez a-walc'h ar skritur ; hogen amañ, goude ur pokard strinket diouzh ar bluenn, e oa tarzhet a-greiz-holl from ar skriver