V.
I.
V.k.e.
1. Lakaat un doenn war ur savadur.
Emañ o teiñ an ti gant sklent.
&
Skeul-deiñ : doare skeul a lakaer ouzh ar goulazh hag a dalvez d'an toer da labourat ha da zilec'hiañ war an doenn hep riklañ, pe kouezhañ.
2. Dre heveleb. (en tu gouzañv)
Goudoriñ evel ma ra un doenn.
Bez' e oa un hent kozh, mogeriet gant an drez ha toet gant ar gwez.
II.
V.g.
(db. danvezioù zo)
Mont d'ober toennoù.
Ar balan hag al lann o teiñ e bro Breizh.
EVEZH. : Displegañ a reer "teiñ" diwar ar bennrann "to".
E doiñ a reas gant un doenn raoskl ha palenniñ al leurenn-ziabarzh gant ur strewad tev a c’heot krin a c’hwez-vat.
E dôi a reas gand eun dôenn raoskl ha palenni al leurenn-ziabarz gand eur strewad teo a c’heot krin a c’houez-vat.
1923
Référence :
SKET
p.54
ti toet e glaz
ti tôet e glas
1931
Référence :
VALL
pg (maison couverte en) ardoise
Ur soñj vat hor boa bet p'hor boa kroget, ha ni war-dro Ntoum, da lakaat ar re a veze dibrez da vont da glask delioù rafia, a vez "gwriet" da ober "koloennoù" da deiñ al lochennoù.