Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. B. 1. Gorreenn uhelañ ur savadur, stouet pe blat prl., a dalvez d'e waskediñ diouzh ar wallamzer ; hollad an danvezioù a implijer pe a ginkler evit he sevel. Toenn un ti, un iliz. • Un doenn gozh, nevez. Toennoù bolzet, plat, stouet. • Un doenn blouz, deol, sklent, soul, vanal, vein, vein-glas, zink : graet gant plouz, teol, sklent, soul, banal pe zink. • Barvenn, malvenn, livenn-gein, noed un doenn. • Kempenn toennoù kozh. Teuler un doenn d'an traoñ. Disac'het eo toenn e di. An toennoù a gouezhe en o foull. & Toenn c'hlas : goloet a sklent. An ti-se zo un doenn c'hlas warnañ. Toenn ruz : goloet a deol. & Trl. skeud. Toenn an noz : an oabl diouzh an noz. Bezañ dindan toenn an noz. HS. pillig. 2. Trl. Hollad an doenn (1) hag he framm. Mont war an toennoù : mont da doer. Evit mont war an toennoù eo ret bezañ iziliet. 3. Dre ast., A-WECHOÙ Ti. Gwechall e kaved alies daou pe dri rumm dud dindan an hevelep toenn. & Trl. (impl. hep gm.) Reiñ toenn da ub. : reiñ bod dezhañ. II. H.b. Tarzhoù mor bras. Un taol toenn. Re a doenn zo. Aze ez eus toenn vras. An dud a oar ez eus amzer fall diouzh an doenn.

Exemples historiques : 
58
Masquer la liste des exemples

toenn

1499
Référence : LVBCA p194

toenn an ti

1659
Référence : LDJM.1 pg couuerture (de la maison), toict (de la maison)

toenn

1659
Référence : LDJM.1 pg toen

bord an doenn avañset evit teurel a-bell an dour

1732
Référence : GReg pg égoût (ardoises qui débordent du toit)

toenn an ti

1732
Référence : GReg pg (le toit) de (la maison)

toenn blouz

1732
Référence : GReg pg couverture (de glé)

toenn c'horz

1732
Référence : GReg pg couvertures (de cannes de marais, de roseaux)

an diveradur eus an toennoù

1732
Référence : GReg pg égoût (ce qui dégoûte des toits)

toenn deol

1732
Référence : GReg pg couverture (de tuiles)

toenn deol

1732
Référence : GReg pg couverture (de tuiles)

toenn soul

1732
Référence : GReg pg couverture (de glé)

toenn c'holo

1732
Référence : GReg pg couverture (de glé)

toenn valan

1732
Référence : GReg pg couverture (de genest)

toenn a zo izel-meurbet

1732
Référence : GReg pg (toit fort) bas

toenn raoskl

1732
Référence : GReg pg couvertures (de cannes de marais, de roseaux)

an doenn hag ar c'hoad eus a un ti

1732
Référence : GReg pg faitage (le toit &. d'une maison)

toenn

1732
Référence : GReg pg couverture (de maison, toit)

toennoù

1732
Référence : GReg pg couverture (de maison, toit)

toennoù

1732
Référence : GReg pg couverture (de maison, toit)

toenn c'hlas

1732
Référence : GReg pg couverture (d'ardoise)

toennoù glas

1732
Référence : GReg pg couverture (d'ardoise)

toenn vaen

1732
Référence : GReg pg couverture (d'ardoise)

toenn sklent

1732
Référence : GReg pg couverture (d'ardoise)

toenn duvad krenn

1732
Référence : GReg pg couverture (de bardeaux)

toenn

1850
Référence : GON.II pg gôlô

toenn

1850
Référence : GON.II pg gôlôen, tei, tô, tôen

toennoù

1850
Référence : GON.II pg tôen

toullet eo bet an doenn gant ar gurun

1850
Référence : GON.II pg tôen

teir zoenn

1850
Référence : GON.II p.12, introduction, "trois toits".

Mar klemm, n'eo ket heb abeg, / Rankout mat eo dezhi dougen a-dreuz dre 'r vein / He zi, toen hag all war he c'hein.

1867
Référence : MGK p47-48

« Atav oc'h lojet tost da neizh filip an doenn ; / Gwisket e miz Kerzu, evel e miz Even ; / En hañv evel er goañv[,] c'hwi a zo hoc'h-unan, / Ho skeud[,] ho mevel bras hag ho mevel bihan.

1867
Référence : MGK p123

— « N'omp ket, eme ar vaot, hag e-lec'h kaout un doenn, / Ma'm be, evel ar goulm, divaskell da nijañ, / Me a ve aet dija / Da c'houzout e pelec'h eo dalc'het an heizez, / Hor mignonezig kaezh, / Skañv evel an avel ; koulz ha ma'z eo lijer, / Ez eo ivez tener. »

1867
Référence : MGK p46

Daoulinet int etre ar mor-bras a ya hag a deu a-zindan o zreid ha toenn koumoulek [sic] an [n]eñv a guzh anezho ouc’h daoulagad ar sitoianed...

1877
Référence : EKG.I. p.100

Pa en em gavas e-kichen, e welas raktal e oa kouezhet un dra bennak en toull, rak an doenn a oa freuzet.

1877
Référence : EKG.I. p.152

Me a yeas da gerc’hat ur skeul am boa gwelet a-ispilh dindan toenn an ti, e-pad ma skoen war brenestr starn-an-daol.

1878
Référence : EKG.II p.49

Dre-se, n’eo ket en tiez tostañ ez is da glask va skeul, rak en tiez-se e c’helle bezañ soudarded ; mont a ris er-maez eus ar bourk, war hent Gwitevede da Gervinojenn, el lec’h ma kavis un tammig skeul, dalc’het a-ispilh, a-zindan toenn soul kraou ar saout, gant daou beul koad sanket er voger.

1878
Référence : EKG.II p.118

Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Gouenn ar Gelted he deus kresket dindan tenn ar c’houmoul, — En Amzer-gent ; — Etre mogerioù ar c’hoad, war dreuzoù dor an doureier [...].

1923
Référence : SKET p.35

E doiñ a reas gant un doenn raoskl ha palenniñ al leurenn-ziabarzh gant ur strewad tev a c’heot krin a c’hwez-vat.

1923
Référence : SKET p.54

Dindan pep toenn-blouz, dindan pep kledour-raoskl, e kreske ar vugale yac’h ha niverek, blev-melen ha kaer, bev-birvidik ha seder.

1923
Référence : SKET p.67

Lem-laka e oa an doenn warno, graet ma oa gant korzennoù a wiskadoù liammet-start ouzh ur framm-prenn.

1923
Référence : SKET p.96

Rak daouzek mab Nemetos ha ganto o friedoù, hag, ouzhpenn, he daouzek merc’h ha ganto o ezhec’h, a gouske holl dindan e doenn.

1923
Référence : SKET p.130

En tiez kelc’hiek e veze, da harpañ framm an doenn, ur peul a save e-kreiz an ti ha, dre-se, tostik d’an oaled.

1924
Référence : SKET.II p.35

War an ti ur vat a doenn soul nevez hag, e mogerioù anezhañ, ur gwiskad pri flour o luc’hañ a veur a liv.

1924
Référence : SKET.II p.76

Eno ’ta, en unan eus an tier bihan-se, harp ouzh ur garreg, goloet e doenn a draezh, traezh betek toull an nor, — e c’hanas Bilzig.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

Toenn grennbikernek an ti-se n’eo ket soul a oa anezhi, hogen pluñv-evned a bep liv.

1924
Référence : SKET.II p.38

toenn divbantennek ha basheñvel

1931
Référence : VALL pg bâtier

koadenn un doenn

1931
Référence : VALL pg arbalètrier

reiñ toenn da

1931
Référence : VALL pg asile

framm un doenn

1931
Référence : VALL pg arbalètrier

toenn daouzinaouek ha basheñvel

1931
Référence : VALL pg bâtier

Seurt stêrioù a zever a-wechoù eus traonienn boutin bet donaet bep un tammig ha n'int ket bet aet da goll en dolzennad mein-raz dre ma oant fonnusoc'h eget ar re all; a-wechoù all, avat, o deus redet da gentañ dre gevioù hag an dôenn a zo kouezhet goude.

1943
Référence : TNKN p76

Morvitellet e oa kêr Viranda en he c'housked, ha ne fiñve ket un ene en-dro d'an toennoù ruz merglet ha d'an tiez marvelen prennet kloz [sic, "prennet-kloz"] o stalafioù. Didud ha morgousket e oa ar gompezenn. N'oa trouz nemet gant ar stêr Ebro.

1949
Référence : SIZH p.48

Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.

1949
Référence : SIZH p.47

Heuliañ a raent ur riboul strizh, toullet a-dreuz al linad uhel diwanet war atredoù mogerioù disac'het an iliz hep dor na toenn.

1949
Référence : SIZH p.54

Adalek div eur d'abardaez [sic] en em gave tamm ha tamm an dud, kozh ha yaouank, war alezioù Lok Maria, e-tal ar palez, en tu all d'an dour, skrivet bras warnañ : « Palais de Justice », gant e golonennoù uhel hag e doenn bik, meurdezus (!) pe bounner kentoc’h, e-giz ma tere d’ar justis evit derc’hel urzh vat ar re bras [sic] war an dud vunut, an tudoù kaezh.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 4

Er penn-kentañ eus an teir sizhun am eus tremenet dindan toenn va madoberour, hemañ en em lakaas da sevel ur son diwar-benn ur plac'h kozh hag he doa bet ar gwalleur da reiñ an dilez d'he mab, hag hemañ he lakas er c'hlañvdi, en ospital Kemperle !

1982
Référence : VZMB p121

Betek neuze ne oan bet gwech ebet pelloc'h eget an Naoned war an tu-se; setu ma welis en tu-hont d'ar gêr-se, ar vro o kemer un neuz estren evidon gant he gwiniegoù ha dreist-holl gant he zoennoù plat teol ruz, arvestoù ha ne oa ket gwall voas va daoulagad outo.

1985
Référence : DGBD p9

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux