toenn
Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.
Seurt stêrioù a zever a-wechoù eus traonienn boutin bet donaet bep un tammig ha n'int ket bet aet da goll en dolzennad mein-raz dre ma oant fonnusoc'h eget ar re all; a-wechoù all, avat, o deus redet da gentañ dre gevioù hag an dôenn a zo kouezhet goude.
Morvitellet e oa kêr Viranda en he c'housked, ha ne fiñve ket un ene en-dro d'an toennoù ruz merglet ha d'an tiez marvelen prennet kloz [sic, "prennet-kloz"] o stalafioù. Didud ha morgousket e oa ar gompezenn. N'oa trouz nemet gant ar stêr Ebro.
Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.
Heuliañ a raent ur riboul strizh, toullet a-dreuz al linad uhel diwanet war atredoù mogerioù disac'het an iliz hep dor na toenn.
Adalek div eur d'abardaez [sic] en em gave tamm ha tamm an dud, kozh ha yaouank, war alezioù Lok Maria, e-tal ar palez, en tu all d'an dour, skrivet bras warnañ : « Palais de Justice », gant e golonennoù uhel hag e doenn bik, meurdezus (!) pe bounner kentoc’h, e-giz ma tere d’ar justis evit derc’hel urzh vat ar re bras [sic] war an dud vunut, an tudoù kaezh.
Er penn-kentañ eus an teir sizhun am eus tremenet dindan toenn va madoberour, hemañ en em lakaas da sevel ur son diwar-benn ur plac'h kozh hag he doa bet ar gwalleur da reiñ an dilez d'he mab, hag hemañ he lakas er c'hlañvdi, en ospital Kemperle !
Betek neuze ne oan bet gwech ebet pelloc'h eget an Naoned war an tu-se; setu ma welis en tu-hont d'ar gêr-se, ar vro o kemer un neuz estren evidon gant he gwiniegoù ha dreist-holl gant he zoennoù plat teol ruz, arvestoù ha ne oa ket gwall voas va daoulagad outo.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
toennad