teñval
teñval
O vezañ ma n'eo ket bet diluziet a-grenn orin hag oad an traoniennoù o redek war c'hourvazenn an Douar-Bras (Seine, Rhein), n'eo ket souezhus e vefe teñval ha displann hini an traoniennoù a ziskenn betek -2.500 ha -3000 metr.
Mes ar voereb n’he doa ket taolet kont en un dra : ar sklerijenn, eus ar prenestr, a bare war boltred Herri. — Doue a bardono ! — en e stern bras, a-zioc’h mantell ar siminal. Ar poltred sklerijennet gwenn, a oa heñvel ouzh ur weledigezh e-barzh an ti teñval.
Deuet e oamp zoken da sevel kenetrezomp ur seurt « breuriezh » dizalc'h, o tiwall ouzh evezh ar vestroù muiañ ma c'hellemp, o kuzhat outo er c'hornioù teñvalañ, o kemerout an tec'h e-pad ar baleadegoù evit mont da zibriñ bara amann ha da evañ jistr er mereurioù, en ur ger, ur vandenn baotred amsent, ne oa ket tu da zont a-benn anezho dre vrav.
Job a gerzhas war-du Landremel ; ur penn teñval a oa staget outañ. Soñjit ! edo o vont da lavarout lakaat ar sukr, ar c’hafe, ar chikore war goch ar butun !… N’en doa ket bet a chañs.
Skediñ a reas he dent en ur vousc’hoarzh ouzh al lean, dre ma stoue he malvennoù war lufr teñval he daoulagad.
Kaer en deus treiñ ha distreiñ, ne zeu ket ar c'housked dezhañ. Re domm eo en e logig. Hag atav an tan en e wad. Diwiskañ a ra e roched. Sevel a ra. Emañ e noazh-pilh en noz teñval-dall. Ur vezh dudius a laka e gorf da skrijañ.
Diwiskañ a ra e roched. Sevel a ra. Emañ e noazh-pilh en noz teñval-dall.
Ken teñval edo ar c'hogn m'edo daoulinet, ma voe darbet d'ar breur Arturo mont e-biou hep he gwelout.
Hogen un hantereur goude edo ar c'harr ouzh hor gortoz, hag edomp er gêr a-raok na oa re deñval.
Ur beg-douar uhel ha sonn, un tornaod teñval, eo korn pellañ Europa diouzh tu ar mervent.
e-keit ma oa gourvezet o treiñ-distreiñ en noz teñval-sac'h, er gambr he stignoù tev, e teue danevell an Ao. Enfield d'e spered, e stumm un aridennad skeudennoù luc'hus.
Ouzhpenn-se e oa e soñjoù eus ar re deñvalañ?
Ar c'holonennoùigoù, ar rizennoù, a zeu gwelloc'h a se war wel ma'z int livet teñvaloc'h eget an nemorant eus ar voger.
An den dirazon a zo etre hanter-kant ha tri-ugent vloaz, gwisket gant ur gwiskamant teñval ker, ur roched wenn hag ur gravatenn roudennet.
Mots précédents
Mots suivants
teñval